Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   A    February 24, 2023 at 23:46    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23214  MAT 1:1  Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham.
23215  MAT 1:2  Abraham a voe tad da Izaak. Izaak a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Juda ha d'e vreudeur.
23216  MAT 1:3  Juda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Ezrom. Ezrom a voe tad da Aram.
23217  MAT 1:4  Aram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Naason. Naason a voe tad da Salmon.
23219  MAT 1:6  Jese a voe tad d'ar roue David. Ar roue David a voe tad da Salomon, eus an hini a oa bet gwreg da Uri.
23220  MAT 1:7  Salomon a voe tad da Roboam. Roboam a voe tad da Abia. Abia a voe tad da Asa.
23221  MAT 1:8  Asa a voe tad da Jozafat. Jozafat a voe tad da Joram. Joram a voe tad da Ozia.
23222  MAT 1:9  Ozia a voe tad da Joatam. Joatam a voe tad da Achaz. Achaz a voe tad da Ezekia.
23223  MAT 1:10  Ezekia a voe tad da Vanase. Manase a voe tad da Amon. Amon a voe tad da Jozia.
23226  MAT 1:13  Zorobabel a voe tad da Abiud. Abiud a voe tad da Eliakim. Eliakim a voe tad da Azor.
23227  MAT 1:14  Azor a voe tad da Sadok. Sadok a voe tad da Achim. Achim a voe tad da Eliud.
23230  MAT 1:17  Bez' ez eus eta en holl: eus Abraham betek David, pevarzek rummad; eus David betek an ermaeziadeg e Babilon, pevarzek rummad; hag eus an ermaeziadeg e Babilon betek ar C'hrist, pevarzek rummad.
23233  MAT 1:20  Evel ma soñje kement-se, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ, dre e gousk, o lavarout: Jozef, mab David, na'z pez ket aon da gemer ganit Mari, da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel,
23235  MAT 1:22  Kement-se holl a c'hoarvezas, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre gomz ar profed:
23237  MAT 1:24  Jozef, o vezañ dihunet eus e gousk, a reas ar pezh en devoa ael an Aotrou gourc'hemennet dezhañ, hag e kemeras e wreg gantañ.
23247  MAT 2:9  Ar re-mañ, goude bezañ klevet ar roue, a yeas kuit; ha setu, ar steredenn o devoa gwelet er sav-heol, a yae en o raok, betek ma teuas ha ma chomas a-us d'ul lec'h ma oa ar bugel bihan.
23251  MAT 2:13  Goude ma oant aet kuit, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef, dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel hag e vamm, tec'h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit; rak Herodez a glasko ar bugel evit e lakaat d'ar marv.
23253  MAT 2:15  Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc'hraet ar pezh en devoa an Aotrou lavaret dre ar profed: Galvet em eus va mab eus Ejipt.
23257  MAT 2:19  Goude marv Herodez, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt, dre un huñvre, o lavarout:
23260  MAT 2:22  Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec'h e dad Herodez, en devoe aon da vont di; o vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea.
23264  MAT 3:3  Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù.
23266  MAT 3:5  An dud eus Jeruzalem, eus an holl Judea hag eus an holl vro war-dro ar Jordan, a yae d'e gavout,
23270  MAT 3:9  ha na lavarit ket ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus ar vein-se bugale da Abraham.
23271  MAT 3:10  Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan.
23281  MAT 4:3  An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ bara.
23282  MAT 4:4  Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, met gant pep ger a zeu eus genou Doue.
23285  MAT 4:7  Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo ivez: Na dempti ket an Aotrou da Zoue.
23286  MAT 4:8  An diaoul en kasas c'hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar,
23287  MAT 4:9  hag a lavaras dezhañ: An holl draoù-se a roin dit, mar daoulinez da'm azeuliñ.
23288  MAT 4:10  Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: Azeuliñ a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemetañ.
23295  MAT 4:17  Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da brezeg, ha da lavarout: Ho pet keuz rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.
23296  MAT 4:18  Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas daou vreur, Simon a c'halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
23302  MAT 4:24  Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re dalc'het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re dalc'het gant diaoulien, re loariek, re seizet, hag a yac'hae anezho.
23364  MAT 6:13  ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar evit kantvedoù ar c'hantvedoù. Amen!
23373  MAT 6:22  Al lagad eo lamp ar c'horf; mar deo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo sklêrijennet;
23376  MAT 6:25  Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez, petra a zebrot ha petra a evot, nag evit ho korf, gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n'eo ket muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf, muioc'h eget an dilhad?
23406  MAT 7:21  Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n'aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.
23407  MAT 7:22  Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n'hon eus ket profedet ez anv? Ha n'hon eus ket kaset kuit an diaoulien ez anv? Ha n'hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv?
23409  MAT 7:24  An hini eta a glev ar c'homzoù-mañ a lavaran, hag a sent outo, a vo heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc'h.
23416  MAT 8:2  Ha setu, un den lovr a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat.
23420  MAT 8:6  ouzh e bediñ, hag o lavarout: Aotrou, va mevel a zo gourvezet klañv em zi, seizet, hag emañ e gwall boan.
23422  MAT 8:8  Ar c'hantener a respontas: Aotrou, n'on ket din e teufes dindan va zoenn; met lavar ur ger hepken, ha va mevel a vo yac'haet.
23425  MAT 8:11  Evel-se e lavaran deoc'h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neñvoù, gant Abraham, Izaak ha Jakob,
23430  MAT 8:16  An abardaez o vezañ deuet, e voe degaset dezhañ meur a hini dalc'het gant diaoulien. a gasas kuit ar speredoù dre e c'her hag a yac'haas an holl re a oa klañv,
23434  MAT 8:20  Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù, ha laboused an neñv neizhioù; met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn.
23435  MAT 8:21  Unan all eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad.
23439  MAT 8:25  E ziskibien a zeuas, hag en dihunas o lavarout: Aotrou, savete ac'hanomp, mont a reomp da goll.
23441  MAT 8:27  An dud-se a voe souezhet, hag a lavare: Piv eo hemañ, ma sent memes an avelioù hag ar mor outañ?
23447  MAT 8:33  Ar re o mesae a dec'has kuit, hag, o vezañ deuet e kêr, e lavarjont an holl draoù-se hag ar pezh a oa c'hoarvezet gant ar re a oa dalc'het gant an diaoulien.
23456  MAT 9:8  Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet, hag a roas gloar da Zoue m'en devoa roet un hevelep galloud d'an dud.
23459  MAT 9:11  Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr ho mestr gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
23462  MAT 9:14  Neuze diskibien Yann a zeuas d'e gavout, o lavarout: A-belec'h e teu, ma yun alies ar farizianed ha ni, ha da ziskibien-te ne yunont ket?
23474  MAT 9:26  Ar vrud a gement-se a yeas dre an holl vro.
23475  MAT 9:27  Evel ma'z ae Jezuz pelloc'h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David!
23476  MAT 9:28  Pa voe deuet en ti, an dud dall-mañ a zeuas d'e gavout; a lavaras dezho: Ha c'hwi a gred e c'hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo.
23485  MAT 9:37  Neuze e lavaras d'e ziskibien: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien.
23488  MAT 10:2  Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur;
23489  MAT 10:3  Filip ha Bartolome; Tomaz ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
23507  MAT 10:21  Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel; ar vugale en em savo a-enep o zud, hag o lakaint d'ar marv.
23510  MAT 10:24  An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr, nag ar mevel uheloc'h eget e aotrou.
23511  MAT 10:25  A-walc'h eo d'an diskibl bezañ evel e vestr, ha d'ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc'h ne c'halvint ket tud e diegezh.
23513  MAT 10:27  Ar pezh a lavaran deoc'h en deñvalijenn, lavarit-eñ er sklêrijenn, hag ar pezh a lavaran deoc'h e pleg ho skouarn, prezegit-eñ war an toennoù.
23523  MAT 10:37  An neb a gar e dad pe e vamm muioc'h egedon, n'eo ket din ac'hanon; hag an neb a gar e vab pe e verc'h muioc'h egedon, n'eo ket din ac'hanon;
23525  MAT 10:39  An neb a viro e vuhez, he c'hollo, hag an neb a gollo he buhez abalamour din, he c'havo.
23526  MAT 10:40  An neb ho tegemer, am degemer, hag an neb am degemer, a zegemer an hini en deus va c'haset.
23527  MAT 10:41  An neb a zegemer ur profed en anv a brofed, en devo ur gopr a brofed; an neb a zegemer un den reizh en anv a zen reizh, en devo ur gopr a zen reizh.
23540  MAT 11:12  Adalek amzer Yann betek vremañ, rouantelezh an neñvoù a zo kemeret dre nerzh, hag ar re daer eo he c'hemer.
23553  MAT 11:25  En amzer-se, Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o diskuliet d'ar vugale!
23560  MAT 12:2  Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras dezhañ: Setu, da ziskibien a ra ar pezh n'eo ket aotreet ober e-pad ar sabad?
23571  MAT 12:13  Neuze e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ, hag e teuas yac'h evel egile.
23572  MAT 12:14  Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul a-enep dezhañ, evit e lakaat da vervel.
23581  MAT 12:23  An holl bobl, souezhet bras, a lavare: Ha n'eo ket hemañ Mab David?
23588  MAT 12:30  An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.
23593  MAT 12:35  An den mat a denn tramat eus e deñzor mat [en e galon], hag an den fall a denn trafall eus e deñzor fall [en e galon].
23609  MAT 13:1  An devezh-se, Jezuz, o vezañ aet er-maez eus an ti, a azezas e-tal ar mor.
23628  MAT 13:20  An hini en deus degemeret an had el lec'hioù meinek, eo an hini a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant joa;
23630  MAT 13:22  An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger; met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù, a voug ar ger, hag e laka difrouezh.
23631  MAT 13:23  An hini en deus degemeret an had en douar mat, eo an hini a glev ar ger hag en kompren; dougen a ra frouezh, ur c'hreunenn a ro kant, unan all tri-ugent, hag unan all tregont.
23635  MAT 13:27  Mevelien mestr an ti a zeuas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha ne'c'h eus ket hadet had mat ez park? Penaos eta ez eus dreog ennañ?
23636  MAT 13:28  a respontas dezho: Un enebour din en deus graet kement-se. Ar vevelien a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit ec'h afemp d'e dennañ?
23645  MAT 13:37  a respontas dezho: An hini a had an had mat, eo Mab an den;
23662  MAT 13:54  O vezañ deuet en e vro, e kelenne anezho er sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A belec'h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se?
23664  MAT 13:56  E c'hoarezed, ha n'emaint ket holl en hon touez? A belec'h eta e teu dezhañ an holl draoù-se?
23668  MAT 14:2  Yann-Vadezour eo! Adsavet eo a-douez ar re varv, ha dre-se eo en em ra mirakloù drezañ.
23674  MAT 14:8  Aliet gant he mamm, e lavaras: Ro din amañ, war ur plad, penn Yann-Vadezour.
23675  MAT 14:9  Ar roue a voe glac'haret; koulskoude, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, e c'hourc'hemennas e reiñ dezhi,
23679  MAT 14:13  Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac'hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec'h distro. Ar bobl o vezañ klevet-se en heulias war droad adalek ar gêrioù.
23681  MAT 14:15  An abardaez o vezañ deuet, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro, ha diwezhat eo; kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioù, da brenañ boued.
23687  MAT 14:21  Ar re o devoa debret a oa war-dro pemp mil den, hep ar gwragez hag ar vugale.