23216 | MAT 1:3 | Juda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Ezrom. Ezrom a voe tad da Aram. |
23222 | MAT 1:9 | Ozia a voe tad da Joatam. Joatam a voe tad da Achaz. Achaz a voe tad da Ezekia. |
23223 | MAT 1:10 | Ezekia a voe tad da Vanase. Manase a voe tad da Amon. Amon a voe tad da Jozia. |
23226 | MAT 1:13 | Zorobabel a voe tad da Abiud. Abiud a voe tad da Eliakim. Eliakim a voe tad da Azor. |
23227 | MAT 1:14 | Azor a voe tad da Sadok. Sadok a voe tad da Achim. Achim a voe tad da Eliud. |
23228 | MAT 1:15 | Eliud a voe tad da Eleazar. Eleazar a voe tad da Vatan. Vatan a voe tad da Jakob. |
23233 | MAT 1:20 | Evel ma soñje kement-se, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ, dre e gousk, o lavarout: Jozef, mab David, na'z pez ket aon da gemer ganit Mari, da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel, |
23236 | MAT 1:23 | Setu, ar werc'hez a vo brazez, hag a c'hano ur mab a vo galvet Emmanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp. |
23243 | MAT 2:5 | Int a lavaras dezhañ: E Betlehem Judea; rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed: |
23251 | MAT 2:13 | Goude ma oant aet kuit, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef, dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel hag e vamm, tec'h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit; rak Herodez a glasko ar bugel evit e lakaat d'ar marv. |
23252 | MAT 2:14 | Eñ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm e-pad an noz, hag en em dennas en Ejipt. |
23253 | MAT 2:15 | Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc'hraet ar pezh en devoa an Aotrou lavaret dre ar profed: Galvet em eus va mab eus Ejipt. |
23257 | MAT 2:19 | Goude marv Herodez, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt, dre un huñvre, o lavarout: |
23262 | MAT 3:1 | En deizioù-se, e teuas Yann-Vadezour o prezeg e lec'h distro Judea, hag o lavarout: |
23268 | MAT 3:7 | Eñ eta, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d'e vadeziant, a lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc'h tec'hel diouzh ar gounnar da zont? |
23272 | MAT 3:11 | Me ho padez en dour, evit ar geuzidigezh; met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan. |
23273 | MAT 3:12 | E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket. |
23306 | MAT 5:3 | Eürus ar re baour er spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho! |
23307 | MAT 5:4 | Eürus ar re a zo er glac'har, rak int a vo frealzet! |
23308 | MAT 5:5 | Eürus ar re a zo hegarat, rak int a resevo an douar da hêrezh! |
23309 | MAT 5:6 | Eürus ar re o deus naon ha sec'hed eus ar reizhder, rak int o devo o gwalc'h! |
23310 | MAT 5:7 | Eürus ar re drugarezus, rak int a gavo trugarez! |
23311 | MAT 5:8 | Eürus ar re o deus ur galon glan, rak int a welo Doue! |
23312 | MAT 5:9 | Eürus ar re a zegas ar peoc'h, rak int a vo galvet bugale Doue! |
23313 | MAT 5:10 | Eürus ar re a zo gwallgaset abalamour d'ar reizhder, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho! |
23314 | MAT 5:11 | Eürus e viot, pa zeuio an dud d'ho tismegañsiñ, d'ho kwallgas, ha da lavarout dre c'haou pep seurt droug a-enep deoc'h abalamour din. |
23315 | MAT 5:12 | En em laouenait, ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded hag a zo bet araozoc'h. |
23328 | MAT 5:25 | En em laka a-unvan hep dale gant da enebour, e-pad ma'z emaout en hent gantañ, gant aon na lakafe ac'hanout etre daouarn ar barner, ha na rafe ar barner da reiñ da ofiser ar justis, ha na vefes lakaet er prizon. |
23329 | MAT 5:26 | E gwirionez, me a lavar dit, ne zeui ket er-maez ac'hano, ken na vo paeet ganit an diwezhañ liard. |
23402 | MAT 7:17 | Evel-se, pep gwezenn vat a zoug frouezh mat, ha pep gwezenn fall a zoug frouezh fall. |
23425 | MAT 8:11 | Evel-se e lavaran deoc'h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neñvoù, gant Abraham, Izaak ha Jakob, |
23430 | MAT 8:16 | An abardaez o vezañ deuet, e voe degaset dezhañ meur a hini dalc'het gant diaoulien. Eñ a gasas kuit ar speredoù dre e c'her hag a yac'haas an holl re a oa klañv, |
23439 | MAT 8:25 | E ziskibien a zeuas, hag en dihunas o lavarout: Aotrou, savete ac'hanomp, mont a reomp da goll. |
23446 | MAT 8:32 | Eñ a lavaras dezho: Kit. Int, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h; ha setu an holl vandenn en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag e varvjont en doureier. |
23457 | MAT 9:9 | Pa'z eas Jezuz ac'hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Deus war va lerc'h. Eñ, o vezañ savet, en heulias. |
23466 | MAT 9:18 | Evel ma lavare dezho an traoù-se, setu ur penn a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Va merc'h a zo o paouez mervel; met deus da lakaat da zaouarn warni, hag e vevo |
23475 | MAT 9:27 | Evel ma'z ae Jezuz pelloc'h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David! |
23480 | MAT 9:32 | Evel ma'z aent kuit, setu e voe degaset dezhañ un den mut dalc'het gant un diaoul. |
23493 | MAT 10:7 | En ur vont, prezegit ha lavarit: Rouantelezh an neñvoù a zo tost. |
23497 | MAT 10:11 | E peseurt kêr bennak pe bourc'h bennak ma'z eot, goulennit piv a zo din d'ho tegemer, ha chomit eno betek ma'z eot kuit. |
23498 | MAT 10:12 | En ur vont e-barzh an ti, saludit-eñ, |
23534 | MAT 11:6 | Eürus eo an neb ne gavo ket a skouer fall ennon. |
23535 | MAT 11:7 | Evel ma'z aent kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel? |
23542 | MAT 11:14 | ha mar fell deoc'h kompren, eñ eo an Elia a dlee dont. |
23553 | MAT 11:25 | En amzer-se, Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o diskuliet d'ar vugale! |
23559 | MAT 12:1 | En amzer-se, Jezuz a dremenas dre barkeier ed un deiz sabad; e ziskibien, naon ganto, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù ha d'o zebriñ. |
23561 | MAT 12:3 | Eñ a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David, p'en devoa naon, eñ hag ar re a oa gantañ? |
23569 | MAT 12:11 | Eñ a respontas dezho: Pehini ac'hanoc'h, ma n'en deus nemet un dañvad, ha mar kouezh en ur poull e deiz ar sabad, ne zeufe ket d'e dennañ ha d'e sevel? |
23597 | MAT 12:39 | Eñ a respontas dezho: Ur rummad fall hag avoultr a c'houlenn ur mirakl; ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet hini ar profed Jona. |
23603 | MAT 12:45 | Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, hag ez eont hag e chomont ennañ; ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ. Evel-se e c'hoarvezo gant ar rummad fall-mañ. |
23604 | MAT 12:46 | Evel ma komze c'hoazh ouzh ar bobl, setu, e vamm hag e vreudeur, chomet er-maez, a glaske komz outañ. |
23618 | MAT 13:10 | E ziskibien a dostaas, hag a lavaras dezhañ: Perak e komzez outo dre barabolennoù? |
23622 | MAT 13:14 | Evito eo peurc'hraet an diougan-mañ lavaret gant Izaia: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn, ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad, ha ne welot ket. |
23624 | MAT 13:16 | Eürus eo ho taoulagad, abalamour ma welont, hag ho tivskouarn, abalamour ma klevont. |
23636 | MAT 13:28 | Eñ a respontas dezho: Un enebour din en deus graet kement-se. Ar vevelien a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit ec'h afemp d'e dennañ? |
23644 | MAT 13:36 | Neuze Jezuz, o vezañ kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park. |
23645 | MAT 13:37 | Eñ a respontas dezho: An hini a had an had mat, eo Mab an den; |
23648 | MAT 13:40 | Evel ma tenner an dreog, ha ma e daoler en tan, evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed. |
23657 | MAT 13:49 | Evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed; an aeled a zeuio hag a zispartio ar re drouk eus a-douez ar re reizh, |
23664 | MAT 13:56 | E c'hoarezed, ha n'emaint ket holl en hon touez? A belec'h eta e teu dezhañ an holl draoù-se? |
23667 | MAT 14:1 | En amzer-se, Herodez an tetrark, o vezañ klevet komz eus Jezuz, a lavaras d'e servijerien: |
23677 | MAT 14:11 | E benn a voe degaset war ur plad, ha roet d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank e roas d'he mamm. |
23684 | MAT 14:18 | Eñ a lavaras: Degasit int din. |
23695 | MAT 14:29 | Eñ a lavaras dezhañ: Deus! Pêr a ziskennas eus ar vag hag a gerzhas war an doureier, evit mont da gavout Jezuz. |
23705 | MAT 15:3 | Eñ a respontas dezho: Ha c'hwi, perak e torrit gourc'hemenn Doue gant ho hengoun? |
23706 | MAT 15:4 | Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv; |
23715 | MAT 15:13 | Eñ a respontas: Pep plantenn n'eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet. |
23725 | MAT 15:23 | Eñ ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Kas anezhi kuit, rak krial a ra war hol lerc'h. |
23747 | MAT 16:6 | Jezuz a lavaras dezho: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz. |
23752 | MAT 16:11 | Penaos eta ne gomprenit ket n'eo ket eus bara em eus komzet, pa em eus lavaret deoc'h: En em virit eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz? |
23753 | MAT 16:12 | Neuze e komprenjont penaos n'en devoa ket lavaret: En em virit eus goell ar bara, met eus kelennadurezh ar farizianed hag ar sadukeiz. |
23755 | MAT 16:14 | Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; darn all, Jeremia, pe unan ar brofeded. |
23756 | MAT 16:15 | Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? |
23758 | MAT 16:17 | Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon, mab Jona, rak n'eo ket ar c'hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù. |
23772 | MAT 17:3 | Ha setu, Moizez hag Elia en em ziskouezas dezho, o komz gantañ. |
23773 | MAT 17:4 | Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Aotrou, mat eo deomp chom amañ; mar fell dit, e raimp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia. |
23778 | MAT 17:9 | Evel ma tiskennent eus ar menez, Jezuz a roas dezho ar gourc'hemenn-mañ: Na gomzit da zen eus ar welidigezh-mañ, ken na vo adsavet Mab an den a-douez ar re varv. |
23779 | MAT 17:10 | An diskibien a reas ar goulenn-mañ outañ: Perak eta e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ? |
23780 | MAT 17:11 | Jezuz a respontas dezho: Gwir eo Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra. |
23781 | MAT 17:12 | Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo dija deuet, ha n'o deus ket e anavezet, met o deus graet dezhañ kement o deus c'hoantaet. Evel-se ivez, e tle Mab an den gouzañv eus o ferzh. |
23791 | MAT 17:22 | E-pad ma'z aent dre C'halilea, Jezuz a lavaras dezho: Mab an den a zle bezañ lakaet etre daouarn an dud; |
23795 | MAT 17:26 | Eñ a lavaras dezhañ: Digant an diavaezidi. Jezuz a lavaras dezhañ: Ar vugale eta, a zo diskarg diouto. |
23810 | MAT 18:14 | Evel-se, n'eo ket bolontez ho Tad a zo en neñvoù, en em gollfe unan eus ar re vihan-mañ. |
23825 | MAT 18:29 | E genvreur, oc'h en em deurel d'e dreid, a bede anezhañ en ur lavarout: Ro amzer din hag e paein dit. |
23827 | MAT 18:31 | E genvreudeur, o welout ar pezh en devoa graet, a voe glac'haret bras; mont a rejont da gontañ d'e aotrou kement a oa c'hoarvezet. |
23831 | MAT 18:35 | Evel-se e raio deoc'h va Zad a zo en neñvoù, ma ne bardon ket pep hini ac'hanoc'h, a-greiz e galon, d'e vreur. |
23835 | MAT 19:4 | Eñ a respontas: Ha n'hoc'h eus ket lennet penaos ar C'houer, er penn-kentañ, a reas gwaz ha plac'h, |
23837 | MAT 19:6 | Evel-se, ne dint mui daou, met ur c'hig hepken. Arabat eo d'an den disrannañ ar pezh a zo bet unanet gant Doue. |
23841 | MAT 19:10 | E ziskibien a lavaras dezhañ: Mar deo evel-se doare an den gant e wreg, n'eo ket talvoudus dimeziñ. |
23842 | MAT 19:11 | Eñ a respontas dezho: An holl ne gomprenont ket ar gomz-se, met hepken ar re a zo bet roet dezho. |
23848 | MAT 19:17 | Eñ a respontas dezhañ: Perak e c'houlennez ouzhin diwar-benn ar mad? Unan hepken a zo mat, [Doue]. Mar fell dit mont er vuhez, mir ar gourc'hemennoù. Pere? emezañ. |
23850 | MAT 19:19 | Enor da dad ha da vamm; ha: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. |
23855 | MAT 19:24 | En lavarout a ran deoc'h c'hoazh, aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue. |
23874 | MAT 20:13 | Eñ a respontas da unan anezho: Va mignon, ne ran gaou ebet ouzhit; ne'c'h eus ket graet marc'had ganin evit un diner? |
23877 | MAT 20:16 | Evel-se, ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. [Rak kalz a zo galvet, met nebeud a zo dibabet.] |
23878 | MAT 20:17 | E-pad ma pigne Jezuz da Jeruzalem, e kemeras a-du an daouzek diskibl, hag e lavaras dezho en hent: |
23882 | MAT 20:21 | Eñ a lavaras dezhi: Petra a fell dit? Gra, emezi, ma vo va daou vab a zo amañ, azezet ez rouantelezh unan a-zehou hag egile a-gleiz dit. |