Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   L    February 24, 2023 at 23:46    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23214  MAT 1:1  Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham.
23268  MAT 3:7  Eñ eta, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d'e vadeziant, a lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc'h tec'hel diouzh ar gounnar da zont?
23297  MAT 4:19  Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud.
23334  MAT 5:31  Lavaret eo bet ivez: Piv bennak a gaso kuit e wreg, ra roio dezhi ur skrid a dorr-dimeziñ.
23341  MAT 5:38  Klevet hoc'h eus c'hoazh penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Lagad evit lagad, ha dant evit dant.
23352  MAT 6:1  Lakait evezh na rafec'h ho madoberoù dirak an dud, evit bezañ gwelet ganto; rak n'ho po ket a c'hopr digant ho Tad a zo en neñvoù.
23489  MAT 10:3  Filip ha Bartolome; Tomaz ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
23592  MAT 12:34  Lignez a naered-gwiber, penaos e c'hellfec'h lavarout traoù mat, fall evel ma'z oc'h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù.
23638  MAT 13:30  Lezit o-daou da greskiñ betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d'ar vederien: Tennit da gentañ an dreog hag en endrammit evit e zeviñ, met dastumit an ed em solier.
23641  MAT 13:33  Lavarout a reas dezho ar barabolenn all-mañ: Rouantelezh a neñvoù a zo heñvel ouzh ur goell a gemer ur wreg, hag a laka e tri muzuliad bleud, betek ma vo an toaz goet holl.
23683  MAT 14:17  Lavarout a rejont dezhañ: N'hon eus amañ nemet pemp bara ha daou besk.
23716  MAT 15:14  Lezit int; tud dall int, o ren tud dall; mar ren un dall un dall all, e kouezhint o-daou er poull.
23845  MAT 19:14  Ha Jezuz a lavaras: Lezit ar vugale vihan, ha na zifennit ket outo dont davedon; rak rouantelezh an neñvoù a zo d'an nep a zo heñvel outo.
23846  MAT 19:15  Lakaat a reas e zaouarn warno, hag ez eas kuit ac'hano.
23865  MAT 20:4  Lavarout a reas dezho: It ivez da'm gwinieg, hag e roin deoc'h ar pezh a zo reizh. Hag ez ejont.
23884  MAT 20:23  Lavarout a reas dezho: Gwir eo ec'h evot va hanaf [hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti]; met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket din da reiñ; roet e vo d'ar re ma'z eo bet kempennet evito gant va Zad.
23900  MAT 21:5  Lavarit da verc'h Sion: Setu, da roue a zeu da'z kavout, leun a zouster, ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.
23908  MAT 21:13  Lavarout a reas dezho: Skrivet eo: Va zi a vo galvet un ti a bedenn. Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron.
23945  MAT 22:4  Kas a reas adarre mevelien all, en ur lavarout: Lavarit d'ar re a zo bet pedet: Setu, va lein am eus fichet, lazhet em eus va ejened ha va loened lard, pep tra a zo prest, deuit d'an eured.
23953  MAT 22:12  Lavarout a reas dezhañ: Va mignon, penaos out deuet amañ hep kaout un dilhad eured? Eñ a chomas mut.
23958  MAT 22:17  Lavar deomp eta petra a soñjez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar, pe n'eo ket?
24003  MAT 23:16  Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz.
24005  MAT 23:18  Lavarout a rit c'hoazh: Mar tou unan bennak dre an aoter, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz.
24019  MAT 23:32  Leuniañ a rit eta muzul ho tadoù.
24029  MAT 24:3  Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ, a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo kement-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?
24105  MAT 25:28  Lamit eta e dalant digantañ, hag roit eñ d'an hini en deus dek talant.
24110  MAT 25:33  Lakaat a raio an deñved a-zehou dezhañ, hag ar bouc'hed a-gleiz.
24148  MAT 26:25  Judaz, an hini en gwerzhe, o komz, a lavaras: Ha me eo, Mestr? Eñ a lavaras dezhañ: Lavaret ec'h eus.
24175  MAT 26:52  Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Laka da gleze en e lec'h; rak an holl re a gemero ar c'hleze, a varvo dre ar c'hleze.
24233  MAT 27:35  Goude bezañ e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad, ouzh o zeurel d'ar sord, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Lodennet o deus va dilhad, ha taolet o deus va sae d'ar sord.
24235  MAT 27:37  Lakaat a rejont a-us d'e benn abeg e gondaonidigezh, dre ar skrid: HEMAÑ EO JEZUZ ROUE AR YUZEVIEN.
24247  MAT 27:49  Met ar re all a lavare: Lez; gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e saveteiñ.
24277  MAT 28:13  o lavarout: Lavarit: Deuet eo e ziskibien e-pad an noz ha laeret o deus e gorf e-keit ha ma oamp kousket.
24343  MRK 2:14  En ur dremen, e welas Levi, mab Alfe, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Deus war va lerc'h. Eñ, o vezañ savet, en heulias.
24413  MRK 4:21  Lavarout a reas dezho c'hoazh: Degas a reer ur c'houlaouenn evit he lakaat dindan ar boezell, pe dindan ar gwele? N'eo ket evit he lakaat war ur c'hantolor?
24416  MRK 4:24  Lavarout a reas dezho c'hoazh: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc'h gant ar memes muzul ho po muzuliet d'ar re all, ha c'hoazh e vo roet ouzhpenn deoc'h-hu [c'hwi a selaou].
24418  MRK 4:26  Lavarout a reas c'hoazh: Bez' emañ diwar-benn rouantelezh Doue evel ma taolfe un den had en douar;
24422  MRK 4:30  Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp?
24442  MRK 5:9  Ha Jezuz a c'houlennas digantañ: Pe anv ac'h eus? Eñ a respontas: Va anv a zo Lejion; rak kalz omp.
24486  MRK 6:10  Lavarout a reas ivez dezho: En ti bennak ma'z it, chomit eno betek ma'z eot kuit eus al lec'h-se.
24541  MRK 7:9  Lavarout a reas dezho c'hoazh: Gwall-vat e torrit gourc'hemenn Doue evit mirout an hengoun;
24552  MRK 7:20  Lavarout a rae eta: Ar pezh a zeu eus an den, eo ar pezh a hudara anezhañ.
24559  MRK 7:27  Jezuz a lavaras dezhi: Lez da gentañ ar vugale da gaout o gwalc'h; rak n'eo ket mat kemer bara ar vugale, hag e deurel d'ar chas bihan.
24608  MRK 9:1  Lavarout a reas dezho ivez: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ, ha ne varvint ket, ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue o tont gant galloud.
24671  MRK 10:14  Ha Jezuz o welout-se, a yeas droug ennañ, hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont da'm c'havout, ha na zifennit ket outo; rak rouantelezh Doue a zo d'an neb a zo heñvel outo.
24712  MRK 11:3  Mar lavar unan bennak deoc'h: Perak e rit an dra-se? Lavarit: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. Ha raktal en lezo da vont.
24790  MRK 13:4  Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo kement-se, ha pehini e vo ar sin eus o oberiañs nesañ?
24829  MRK 14:6  Met Jezuz a lavaras: Lezit anezhi; perak e rit poan dezhi? Un dra vat he deus graet em c'heñver.
24923  MRK 15:28  [Evel-se ar gomz-mañ eus ar Skritur a voe peurc'hraet: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien.]
24931  MRK 15:36  Unan anezho a redas, a leunias ur spoueenn a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn, hag he roas dezhañ da evañ, en ur lavarout: Lezit; gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e ziskenn.
25015  LUK 1:53  Leuniet en deus a vadoù a re o devoa naon, ha kaset en deus kuit ar re binvidik er goullo.
25095  LUK 3:1  Ar bemzekvet bloavezh eus impalaerded Tiberius Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarner Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha Trakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen,
25101  LUK 3:7  Lavarout a rae eta d'ar bobl a zeue evit bezañ badezet gantañ: Lignez a naered-wiber, piv en deus desket deoc'h tec'hout diouzh ar gounnar da zont?
25118  LUK 3:24  mab Matat, mab Levi, mab Melki, mab Jannai, mab Jozef,
25123  LUK 3:29  mab Joze, mab Eliezer, mab Jorim, mab Mazat, mab Levi,
25130  LUK 3:36  mab Kainam, mab Arpaksad, mab Sem, mab Noe, mab Lamec'h,
25144  LUK 4:12  Jezuz a respontas dezhañ: Lavaret eo: Na dempti ket an Aotrou da Zoue.
25203  LUK 5:27  Goude-se, e teuas hag e welas ur publikan anvet Levi, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Deus war va lerc'h.
25205  LUK 5:29  Levi a reas ur fest vras en e di, hag un niver bras a bublikaned hag a dud all a oa ouzh taol ganto.
25209  LUK 5:33  Lavarout a rejont ivez dezhañ: Perak e yun alies diskibien Yann hag e reont pedennoù, kenkoulz evel re ar farizianed, e-lec'h da re-te a zebr hag a ev?
25212  LUK 5:36  Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Den ne laka un tamm eus ur gwiskamant nevez war ur gwiskamant kozh, rak e freuzfe an hini nevez, hag an tamm kemeret eus an hini nevez n'en em rafe ket gant an hini kozh.
25254  LUK 6:39  Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Daoust hag un den dall a c'hell ren un den dall? Ha ne gouezhint ket o daou er poull?
25304  LUK 7:40  Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Simon, bez' em eus un dra bennak da lavarout dit. Eñ a lavaras dezhañ: Lavar anezhañ, Mestr.
25306  LUK 7:42  Evel n'o devoa ket peadra da baeañ, eñ a bardonas o dle dezho o-daou. Lavar din eta pehini anezho o-daou en karo ar muiañ.
25332  LUK 8:18  Lakait evezh eta penaos e selaouit; rak roet e vo d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, a vo lamet digantañ memes ar pezh a gred en deus.
25344  LUK 8:30  Jezuz a c'houlennas outañ: Pe anv ac'h eus? Hag e respontas: Lejion. Rak kalz a ziaoulien a oa aet ennañ.
25373  LUK 9:3  Lavarout a reas dezho: Na zougit netra evit an hent, na bazh, na sac'h, na bara, nag arc'hant, ha n'ho pet ket daou wiskamant.
25384  LUK 9:14  Rak bez' e oant war-dro pemp mil den. Neuze e lavaras d'e ziskibien: Lakait anezho da azezañ a renkoù a hanter-kant.
25429  LUK 9:59  Lavarout a reas da unan all: Heul ac'hanon. Hag hemañ a lavaras: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad.
25430  LUK 9:60  Jezuz a lavaras dezhañ: Lez ar re varv da sebeliañ o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue.
25464  LUK 10:32  Ul Leviad, o vezañ ivez deuet er memes lec'h, hag o welout anezhañ, a yeas e-biou.
25472  LUK 10:40  Marta a oa prederiet gant al labour en ti; o vezañ deuet, e lavaras: Aotrou, ha n'evezhiez ket penaos va c'hoar am lez da servijañ va-unan? Lavar dezhi eta va sikour.
25489  LUK 11:15  Lod anezho a lavaras: Dre Veelzebul, priñs an diaoulien eo e kas an diaoulien kuit.
25536  LUK 12:8  Lavarout a ran deoc'h: Piv bennak a anzavo ac'hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue;
25582  LUK 12:54  Lavarout a reas c'hoazh d'ar bobl: Pa welit ur goumoulenn o sevel diouzh tu ar c'huzh-heol, e lavarit raktal: Dont a raio glav, hag e teu.
25593  LUK 13:6  Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ: Un den en devoa ur wezenn-fiez plantet en e winieg, hag e teuas da glask frouezh enni, met ne gavas ket.
25605  LUK 13:18  Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra eo heñvel rouantelezh Doue, pe ouzh petra e hañvalin anezhi?
25607  LUK 13:20  Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue?
25629  LUK 14:7  Lavarout a reas ivez d'ar re a oa pedet ur barabolenn, o welout penaos e klaskent al lec'hioù kentañ; hag e lavaras dezho:
25668  LUK 15:11  Lavarout a reas dezho c'hoazh: Un den en devoa daou vab.
25709  LUK 16:20  Bez' e oa ivez ur paour, anvet Lazar, hag a oa gourvezet ouzh e zor, goloet a c'houlioù;
25712  LUK 16:23  o vezañ e lec'h ar marv, er poanioù, e savas e zaoulagad, hag e welas eus pell Abraham, ha Lazar en e askre;
25713  LUK 16:24  o krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin, ha kas Lazar, evit ma trempo en dour penn e viz, ha ma freskaio din va zeod, rak gwall-boaniet on er flamm-mañ.
25714  LUK 16:25  Abraham a respontas: Va mab, az pez soñj penaos ec'h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez, ha Lazar n'en deus bet nemet poanioù; bremañ eñ a zo diboaniet, ha te a zo er poanioù.
25716  LUK 16:27  Ar pinvidik a lavaras: Da bediñ a ran eta, tad Abraham, da gas Lazar da di va zad, rak pemp breur am eus,
25723  LUK 17:3  Lakait evezh ouzhoc'h. Mar en deus da vreur pec'het [a-enep dit], tamall anezhañ; ha mar en deus keuz, pardon dezhañ.
25748  LUK 17:28  Kement-se a erruas c'hoazh en amzer Lot; an dud a zebre, a eve, a brene, a werzhe, a blante hag a save tiez;
25749  LUK 17:29  met en deiz ma'z eas Lot kuit eus Sodom, e teuas glav tan ha soufr eus an neñv hag o distrujas holl.
25752  LUK 17:32  Ho pet soñj eus gwreg Lot.
25766  LUK 18:9  Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ, diwar-benn tud a grede enno o-unan e oant tud reizh, hag a zisprize ar re all:
25773  LUK 18:16  Jezuz, o c'hervel anezho d'e gavout, a lavaras: Lezit ar vugale vihan da zont da'm c'havout, ha na zifennit ket outo; rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo heñvel outo.
25794  LUK 18:37  Lavaret e voe dezhañ e tremene Jezuz a Nazared.
25812  LUK 19:12  Lavarout a reas neuze: Un den a lignez uhel a yeas d'ur vro bell evit kemer ur rouantelezh dezhañ, ha distreiñ goude.
25813  LUK 19:13  O vezañ galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn, hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout, betek ma tistroin.
25824  LUK 19:24  Hag e lavaras d'ar re a oa eno: Lamit digantañ ar vinenn-se, ha roit hi d'an hini en deus dek minenn.
25850  LUK 20:2  hag a lavaras dezhañ: Lavar deomp dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?
25905  LUK 21:10  Lavarout a reas dezho ivez: Ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all;
25909  LUK 21:14  Lakait eta en ho kalon na dleit ket soñjal a-raok en ho tifenn,