Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   M    February 24, 2023 at 23:46    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23214  MAT 1:1  Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham.
23223  MAT 1:10  Ezekia a voe tad da Vanase. Manase a voe tad da Amon. Amon a voe tad da Jozia.
23229  MAT 1:16  Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, ma'z eo bet ganet anezhi Jezuz, galvet Krist.
23231  MAT 1:18  Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn. Goude ma oa prometet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel.
23233  MAT 1:20  Evel ma soñje kement-se, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ, dre e gousk, o lavarout: Jozef, mab David, na'z pez ket aon da gemer ganit Mari, da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel,
23249  MAT 2:11  O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ec'h azeuljont anezhañ; ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.
23260  MAT 2:22  Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec'h e dad Herodez, en devoe aon da vont di; o vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea.
23264  MAT 3:3  Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù.
23272  MAT 3:11  Me ho padez en dour, evit ar geuzidigezh; met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
23275  MAT 3:14  Met Yann ne felle ket dezhañ e ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da'm c'havout?
23278  MAT 3:17  Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemeo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.
23281  MAT 4:3  An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ bara.
23282  MAT 4:4  Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, met gant pep ger a zeu eus genou Doue.
23284  MAT 4:6  hag a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol d'an traoñ, rak skrivet eo: Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit, ha: dougen a raint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.
23290  MAT 4:12  Met pa glevas Jezuz e oa bet lakaet Yann er prizon, en em dennas e Galilea.
23325  MAT 5:22  Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur [hep abeg], a vo dleet dezhañ ar varnedigezh; an hini a lavaro d'e vreur: Raka! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant ar sanedrin; hag an hini a lavaro d'e vreur: Diskiant! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant tan ar gehenn.
23326  MAT 5:23  Mar degasez eta da brof d'an aoter, hag e teu soñj dit eno en deus da vreur un dra bennak en da enep,
23331  MAT 5:28  Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c'hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.
23332  MAT 5:29  Ma ra da lagad dehou lakaat ac'hanout da gouezhañ, diframm anezhañ, ha taol anezhañ pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.
23335  MAT 5:32  Met me a lavar deoc'h, piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, a laka anezhi da vezañ avoultrerez, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh.
23337  MAT 5:34  Met me a lavar deoc'h: Na douit ket a-grenn, na dre an neñv, rak tron Doue eo,
23340  MAT 5:37  Met ra vo ho komz, ya, ya, nann, nann; ar pezh a lavarer ouzhpenn a zeu eus an droug.
23342  MAT 5:39  Met me a lavar deoc'h: Na enebit ket ouzh an hini drouk; d'an hini a sko ac'hanout war ar jod dehou, tro eben outañ.
23343  MAT 5:40  Mar fell da unan bennak prosezañ ouzhit ha kemer da vantell, laosk ivez gantañ da doneg.
23344  MAT 5:41  Mar fell da unan bennak ober dit mont gantañ e-pad ur mil, gra daou vil gantañ.
23347  MAT 5:44  Met me a lavar deoc'h-hu: Karit hoc'h enebourien, bennigit ar re a villig ac'hanoc'h, grit vad d'ar re a gasa ac'hanoc'h, ha pedit evit ar re ho kwallgas hag hoc'h heskin,
23353  MAT 6:2  Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac'hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit bezañ meulet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.
23354  MAT 6:3  Met pa rez aluzen, gra na ouezo ket da zorn kleiz ar pezh a ra da zorn dehou,
23356  MAT 6:5  Pa bedit, na vezit ket evel ar bilpouzed; rak int a gar pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.
23357  MAT 6:6  Met te, pa bedez, kae ez kambr, hag, o vezañ serret an nor, ped da Dad a zo e-kuzh; da Dad a wel e-kuzh hag en rento dit [dirak an holl].
23366  MAT 6:15  Met ma ne bardonit ket d'an dud o mankoù, ho Tad ne bardono ket kennebeut deoc'h ho re.
23367  MAT 6:16  Pa yunit, na gemerit ket ur min trist, evel ar bilpouzed; rak dispenn a reont o dremm, evit diskouez d'an dud e yunont. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.
23368  MAT 6:17  Met te, pa yunez, laka c'hwez-vat war da benn, ha gwalc'h da zremm,
23374  MAT 6:23  met mar deo fall da lagad, da holl gorf a vo en deñvalijenn. Mar deo eta teñval ar sklêrijenn a zo ennout, pegen bras e vo an deñvalijenn-se!
23375  MAT 6:24  Den ebet ne c'hell servijañ daou vestr; rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
23381  MAT 6:30  Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h, tud a nebeud a feiz?
23396  MAT 7:11  Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d'ar re o goulenn digantañ!
23407  MAT 7:22  Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n'hon eus ket profedet ez anv? Ha n'hon eus ket kaset kuit an diaoulien ez anv? Ha n'hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv?
23411  MAT 7:26  Met an hini a glev ar c'homzoù-ma lavaran, ha ne sent ket outo, a zo heñvel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh.
23418  MAT 8:4  Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mda zen; met kae hag en em ziskouez d'ar beleg, ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
23421  MAT 8:7  Jezuz a lavaras dezhañ: Mont a rin, hag e yac'hain anezhañ.
23424  MAT 8:10  Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet, hag a lavaras d'ar re en heulie: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
23432  MAT 8:18  Met Jezuz, o welout kalz a dud war e dro, a c'hourc'hemennas tremen en tu all.
23434  MAT 8:20  Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù, ha laboused an neñv neizhioù; met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn.
23443  MAT 8:29  Ha setu e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz, Mab Doue? Ha deuet out amevit hor poaniañ a-raok an amzer?
23445  MAT 8:31  Hag an diaoulien en pedas o lavarout: Mar kasez ac'hanomp kuit, lez ac'hanomp da vont er vandenn voc'h-se.
23452  MAT 9:4  Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc'h eus soñjoù fall en ho kalonoù?
23454  MAT 9:6  Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, -e lavaras d'an den seizet-: Sav, kemer da wele, ha kae da'z ti.
23457  MAT 9:9  Pa'z eas Jezuz ac'hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Deus war va lerc'h. Eñ, o vezañ savet, en heulias.
23461  MAT 9:13  Met it, ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c'homzoù-mañ: Trugarez a fell din, ha neket aberzhoù, rak n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien.
23463  MAT 9:15  Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont en em c'hlac'hariñ e-pad ma'z emar pried ganto? Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint.
23469  MAT 9:21  Rak hi a lavare enni hec'h-unan: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac'haet.
23475  MAT 9:27  Evel ma'z ae Jezuz pelloc'h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David!
23479  MAT 9:31  Met int, o vezañ aet er-maez, a gasas ar vrud anezhañ dre an holl vro.
23482  MAT 9:34  Met ar farizianed a lavare: Kas a ra kuit an diaoulien dre briñs an diaoulien.
23486  MAT 9:38  Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.
23489  MAT 10:3  Filip ha Bartolome; Tomaz ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
23501  MAT 10:15  Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn, eget d'ar gêr-se.
23505  MAT 10:19  Met pa viot lakaet etre o daouarn, n'en em lakait ket en poan eus an doare ma komzot, nag eus ar pezh a lavarot, rak roet e vo deoc'h en eur-se ar pezh ho po da lavarout.
23509  MAT 10:23  Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec'hit d'un all; me a lavar deoc'h e gwirionez, n'ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel, ma vo deuet Mab an den.
23511  MAT 10:25  A-walc'h eo d'an diskibl bezañ evel e vestr, ha d'ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc'h ne c'halvint ket tud e diegezh.
23536  MAT 11:8  Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer a zo e tiez ar rouaned.
23537  MAT 11:9  Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed.
23539  MAT 11:11  Me a lavar deoc'h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus bet savet hini brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù a zo brasoc'h egetañ.
23547  MAT 11:19  Mab an den a zo deuet, o tebriñ hag oc'h evañ, hag e lavaront: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'an dud a vuhez fall. Met ar furnez a zo bet reishaet gant he bugale.
23555  MAT 11:27  Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut, nemet ar Mab, hag an hini e fell d'ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
23564  MAT 12:6  Met, me a lavar deoc'h, bez' ez eus amun dra bennak brasoc'h eget an templ.
23565  MAT 12:7  Mar goufec'h ar pezh a dalv kement-mañ: Kemer a ran plijadur en drugarez ha neket en aberzhoù, n'ho pefe ket kondaonet tud didamall.
23566  MAT 12:8  Rak Mab an den a zo mestr war ar sabad.
23573  MAT 12:15  Met Jezuz, o c'houzout kement-se, en em dennas ac'hane; kalz a dud a yeas war e lerc'h, hag eñ a yac'haas an holl re glañv.
23581  MAT 12:23  An holl bobl, souezhet bras, a lavare: Ha n'eo ket hemMab David?
23582  MAT 12:24  Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaoulien nemet dre Veelzebul, priñs an diaoulien.
23584  MAT 12:26  Mar deu Satan da gas Satan kuit, emeta dizunanet gantañ e-unan; penaos e pado e rouantelezh?
23585  MAT 12:27  Mar kasan kuit an diaoulien dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.
23586  MAT 12:28  Met mar kasan kuit an diaoulien dre Spered Doue, eo eta gwir penaos eo rouantelezh Doue deuet betek ennoc'h.
23590  MAT 12:32  Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ; met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ, nag er c'hantved-mañ, nag er c'hantved da zont.
23594  MAT 12:36  Me a lavar deoc'h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret;
23596  MAT 12:38  Neuze ur re bennak eus ar skribed hag eus ar farizianed a gemeras ar gomz hag a lavaras: Mestr, ni hor befe c'hoant da welout ur mirakl graet ganit.
23598  MAT 12:40  Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.
23606  MAT 12:48  Met Jezuz a respontas d'an hini en devoa lavaret-se dezhañ: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur?
23633  MAT 13:25  Met, e-pad ma oa kousket an dud, e enebour a zeuas, a hadas dreog e-touez an ed, hag a yeas kuit.
23635  MAT 13:27  Mevelien mestr an ti a zeuas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha ne'c'h eus ket hadet had mat ez park? Penaos eta ez eus dreog ennañ?
23645  MAT 13:37  Eñ a respontas dezho: An hini a had an had mat, eo Mab an den;
23649  MAT 13:41  Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl skouerioù fall hag ar re a ra an droug,
23663  MAT 13:55  Ha n'eo ket mab ar c'halvez? Ha n'eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n'int ket e vreudeur?
23665  MAT 13:57  Hag e kavent tamall ennañ. Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro hag en e di e-unan.
23672  MAT 14:6  Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc'h Herodiaz a zañsas dirak an dud, hag a blijas da Herodez,
23696  MAT 14:30  Met, pa welas e oa kreñv an avel, en devoa aon; hag evel ma tonae en dour, e krias, o lavarout: Aotrou, va savete!
23699  MAT 14:33  Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue.
23711  MAT 15:9  Met e ven eo ec'h enoront ac'hanon, pa zeskont kredennoù a zo gourc'hemennoù tud.
23720  MAT 15:18  Met ar pezh a zeu er-maez eus ar genou, a zeu eus ar galon; ha se eo ar pezh a hudura an den.
23724  MAT 15:22  Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias, o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc'h a zo gwall-boaniet gant an diaoul.
23727  MAT 15:25  Met hi a zeuas, hag en em stouas dirazañ, o lavarout: Aotrou, sikour ac'hanon!
23741  MAT 15:39  Goude bezañ kaset kuit ar bobl, e pignas er vag, hag e teuas da vro Magadan.