Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   O    February 24, 2023 at 23:46    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23218  MAT 1:5  Salmon, eus Rahab, a voe tad da Vooz. Booz, eus Rut, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.
23221  MAT 1:8  Asa a voe tad da Jozafat. Jozafat a voe tad da Joram. Joram a voe tad da Ozia.
23222  MAT 1:9  Ozia a voe tad da Joatam. Joatam a voe tad da Achaz. Achaz a voe tad da Ezekia.
23242  MAT 2:4  O vezañ dastumet an holl veleien vras ha skribed ar bobl, e c'houlennas diganto pelec'h e tlee bezañ ganet ar C'hrist.
23249  MAT 2:11  O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ec'h azeuljont anezhañ; ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.
23250  MAT 2:12  O vezañ bet aliet gant Doue, dre un huñvre, ne zistrojont ket da gavout Herodez; mont a rejont d'o bro dre un hent all.
23291  MAT 4:13  O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek, war harzoù Zabulon ha Neftali,
23304  MAT 5:1  O welout ar bobl-se, Jezuz a bignas war ur menez, hag, o vezañ azezet, e ziskibien a dostaas outañ.
23305  MAT 5:2  O tigeriñ e c'henou, e kelenne anezho, en ur lavarout:
23401  MAT 7:16  O anavezout a reot diouzh o frouezh. Ha dastum a reer rezin diwar spern, pe fiez diwar askol?
23405  MAT 7:20  O anavezout a reot eta diouzh o frouezh.
23429  MAT 8:15  O vezañ stoket ouzh he dorn, raktal an derzhienn a yeas kuit diouti; hi a savas hag a servijas anezho.
23484  MAT 9:36  O welout an holl dud-se, en devoe truez outo, abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep pastor.
23544  MAT 11:16  Ouzh petra e keñverin ar rummad-mañ? Heñvel eo ouzh bugale azezet war al leurgêrioù, hag a gri da vugale all,
23567  MAT 12:9  O vezañ aet ac'hane, Jezuz a yeas er sinagogenn.
23662  MAT 13:54  O vezañ deuet en e vro, e kelenne anezho er sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A belec'h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se?
23685  MAT 14:19  Ober a reas d'ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e rentas grasoù. Neuze e torras ar baraoù, hag e roas anezho d'e ziskibien, evit m'o rojent d'ar bobl.
23731  MAT 15:29  Jezuz, o vezañ aet ac'hano, a zeuas tost da vor Galilea. O vezañ pignet war ur menez, ec'h azezas eno.
23783  MAT 17:14  O vezañ deuet etrezek ar bobl, un den a dostaas outañ hag en em daolas d'an daoulin dirazañ, o lavarout:
23786  MAT 17:17  O rummad diskredik ha fall, a respontas Jezuz, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degasit eñ amañ din.
23823  MAT 18:27  O kaout truez outañ, mestr ar servijer-se, en lezas da vont, hag a bardonas dezhañ e zle.
23863  MAT 20:2  Ober a reas marc'had ganto eus un diner dre zevezh, hag o c'hasas d'e winieg.
23867  MAT 20:6  O vezañ aet er-maez war-dro an unnekvet eur, e kavas re all a oa dilabour war ar blasenn, hag e lavaras dezho: Perak en em zalc'hit amañ a-hed an deiz hep ober netra?
23872  MAT 20:11  Ouzh e gemer, e c'hrozmolent a-enep ar penn-tiegezh,
23895  MAT 20:34  O kaout truez outo, Jezuz a stokas ouzh o daoulagad, ha raktal e kavjont ar gweled, hag e heuilhjont anezhañ.
23896  MAT 21:1  Evel ma tostaent ouzh Jeruzalem, ha ma voent e Betfage, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien,
23914  MAT 21:19  O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi; met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac'hanout! Raktal, ar wezenn-fiez a sec'has.
23992  MAT 23:5  O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se eo, o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad;
24029  MAT 24:3  Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ, a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo kement-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?
24153  MAT 26:30  Goude m'o devoe kanet ar c'hantikoù, ez ejont da Venez an Olived.
24162  MAT 26:39  O vont un tamm a-raokoc'h, en em daolas war e c'henou d'an douar, hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin, mar gell-se bezañ! Koulskoude neket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
24166  MAT 26:43  O vezañ distroet, o c'havas adarre kousket, rak o daoulagad a oa pounneraet.
24167  MAT 26:44  O c'huitaat a reas adarre, hag e pedas evit an trede gwech, o lavarout ar memes komzoù.
24200  MAT 27:2  O vezañ e ereet, en degasjont hag en lakajont etre daouarn Poñs-Pilat, ar gouarnour.
24226  MAT 27:28  O vezañ e ziwisket, e lakajont warnañ ur vantell ruz-skarlek.
24227  MAT 27:29  O vezañ gweet ur gurunenn spern, e lakajont anezhi war e benn, gant ur gorzenn en e zorn dehou, hag o plegañ o glin dirazañ, e raent goap anezhañ, o lavarout: Me a salud ac'hanout, roue ar Yuzevien.
24231  MAT 27:33  O vezañ erruet en ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo lec'h ar c'hlopenn,
24235  MAT 27:37  Lakaat a rejont a-us d'e benn abeg e gondaonidigezh, dre ar skrid: HEMAÑ EO JEZUZ ROUE AR YUZEVIEN.
24321  MRK 1:37  O vezañ e gavet, e lavarjont dezhañ: An holl a glask ac'hanout.
24422  MRK 4:30  Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp?
24471  MRK 5:38  O vezañ erruet e ti penn ar sinagogenn, e welas e raed ennañ un drouz vras, ha tud a ouele, hag a laoske kriadennoù kreñv.
24474  MRK 5:41  O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talitha koumi, da lavarout eo: Plac'h yaouank, me a lavar dit, sav.
24488  MRK 6:12  O vezañ aet eta, e prezegjont d'an dud kaout keuz.
24500  MRK 6:24  O vezañ aet er-maez, hi a lavaras d'he mamm: Petra a c'houlennin? Hag he mamm a lavaras dezhi: Penn Yann-Vadezour.
24565  MRK 7:33  O vezañ e dennet eus ar bobl a-du, e lakaas e vizied en e zivskouarn; hag o vezañ kemeret eus e grañch, e stokas e deod,
24587  MRK 8:18  O kaout daoulagad, ne welit ket? O kaout divskouarn, ne glevit ket? Ha n'hoc'h eus ket a soñj?
24621  MRK 9:14  O vezañ deuet etrezek an diskibien all, e welas kalz a bobl en-dro dezho, ha skribed a stourme outo.
24626  MRK 9:19  Neuze Jezuz a lavaras dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc'h? Betek pegeit e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degasit eñ din.
24642  MRK 9:35  O vezañ azezet, e c'halvas an daouzek hag e lavaras dezho: Mar c'hoanta unan bennak bezañ ar c'hentañ, e vo an diwezhañ eus an holl, ha servijer an holl.
24704  MRK 10:47  O vezañ klevet e oa Jezuz a Nazared a dremene, en em lakaas da grial ha da lavarout: Jezuz, mab David, az pez truez ouzhin!
24707  MRK 10:50  O teurel e vantell, e savas hag e teuas da gavout Jezuz.
24710  MRK 11:1  Evel ma tostaent ouzh Jeruzalem, ouzh Betfage, hag ouzh Betania, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien,
24722  MRK 11:13  O welout a-bell ur wezenn-fiez he devoa delioù, ez eas evit gwelout hag-eñ e kavje un dra bennak enni; hag o vezañ tostaet, ne gavas nemet delioù, rak ne oa ket mare ar fiez.
24756  MRK 12:14  O vezañ eta deuet d'e gavout, e lavarjont dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha ne rez van a zen ebet; rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud, met kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar, pe n'eo ket?
24789  MRK 13:3  Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a reas a-du ar goulenn-mañ outañ:
24849  MRK 14:26  Goude m'o devoe kanet ar c'hantikoù, ez ejont da Venez an Olived.
24858  MRK 14:35  O vont un tamm a-raokoc'h, en em stouas d'an douar, da bediñ ma c'hellje an eur-se pellaat dioutañ.
24863  MRK 14:40  O vezañ distroet, o c'havas adarre kousket, rak o daoulagad a oa pounneraet; ha ne ouient petra da lavarout dezhañ.
24908  MRK 15:13  Int a grias a-nevez: Ouzh ar groaz!
24909  MRK 15:14  Pilat a lavaras dezho: Met peseurt droug en deus graet? Hag e krijont c'hoazh kreñvoc'h: Ouzh ar groaz!
24921  MRK 15:26  Abeg e gondaonidigezh a oa lakaet dre ar skrid-mañ: ROUE AR YUZEVIEN.
24940  MRK 15:45  O vezañ anavezet kement-se, gant ar c'hantener, e roas ar c'horf da Jozef.
24946  MRK 16:4  O vezañ sellet, e weljont ar maen a oa bet lamet; ha gwall vras e oa.
24991  LUK 1:29  O vezañ gwelet an ael, e voe trubuilhet gant e gomzoù, hag e soñje enni ec'h-unan petra a c'helle ar salud-se bezañ.
25021  LUK 1:59  O vezañ deuet an eizhvet deiz evit amdroc'hañ ar bugel, e c'halvjont anezhañ Zakaria, eus anv e dad.
25027  LUK 1:65  O holl amezeien a voe leuniet a spont, hag an holl draoù-mañ en em vrude dre holl venezioù Judea.
25059  LUK 2:17  O vezañ e welet, e tisklêrjont ar pezh a oa bet lavaret dezho diwar-benn ar bugel bihan-se.
25080  LUK 2:38  O vezañ deuet d'an eur-mañ, e veule ivez an Aotrou, hag e komze diwar-benn Jezuz ouzh an holl dud eus Jeruzalem a c'hortoze an daspren.
25126  LUK 3:32  mab Jese, mab Obed, mab Booz, mab Salmon, mab Naason,
25171  LUK 4:39  O vezañ eta aet a-us dezhi, e c'hourc'hemennas d'an derzhienn paouez, hag an derzhienn a yeas kuit diouti; kerkent, hi a savas hag a servijas anezho.
25182  LUK 5:6  O vezañ en graet, e tapjont un niver bras a besked; evel ma torre o rouedoù,
25196  LUK 5:20  Eñ, o welout o feiz, a lavaras dezhañ: O den, da bec'hedoù a zo pardonet dit.
25225  LUK 6:10  Neuze, o sellout ouzh an holl re a oa en-dro dezhañ, e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Ober a reas, hag e zorn a zeuas yac'h [evel egile].
25232  LUK 6:17  O vezañ neuze diskennet ganto, e chomas en ur blaenenn gant e vandenn diskibien, hag ul lod bras a dud eus Judea, eus Jeruzalem, hag eus ar vro arvorek Tir ha Sidon. Deuet e oant evit e glevout hag evit bezañ yac'haet eus o c'hleñvedoù.
25278  LUK 7:14  O vezañ tostaet, e stokas an arched, hag ar re en douge a arsavas; hag e lavaras: Den yaouank, me en lavar dit, sav!
25295  LUK 7:31  Neuze an Aotrou a lavaras: Ouzh piv e keñverin tud ar rummad-mañ? Ouzh piv int heñvel?
25322  LUK 8:8  Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag, o vezañ savet, e roas frouezh, kant evit unan. O lavarout an traoù-mañ, e krie: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
25349  LUK 8:35  Neuze an dud a zeuas evit gwelout ar pezh a oa c'hoarvezet. O vezañ deuet da gavout Jezuz, e kavjont an den ma oa aet kuit an diaoulien anezhañ, azezet ouzh treid Jezuz, gwisket hag en e skiant vat; hag e voent leuniet a spont.
25371  LUK 9:1  O vezañ dastumet e zaouzek diskibl, Jezuz a roas dezho nerzh ha galloud war an holl diaoulien, ha da yac'haat ar c'hleñvedoù.
25376  LUK 9:6  O vezañ aet kuit, ez ajent eus bourc'h e bourc'h, o prezeg an Aviel, hag o yac'haat ar re glañv e pep lec'h.
25380  LUK 9:10  An ebestel o vezañ distroet, a lavaras da Jezuz kement o devoa graet. O vezañ o c'hemeret a-du, en em dennas ganto en ul lec'h distro, tost ouzh ur gêr anvet Betsaida.
25411  LUK 9:41  Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degas amañ da vab.
25466  LUK 10:34  O tostaat, e lienas e c'houlioù, hag e lakaas warno eoul ha gwin. Goude e lakaas anezhañ war e varc'h, en kasas da un ostaleri, hag e kemeras preder anezhañ.
25542  LUK 12:14  Eñ a lavaras dezhañ: O den, piv en deus va lakaet ho parner, pe evit ober ho lodennoù?
25605  LUK 13:18  Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra eo heñvel rouantelezh Doue, pe ouzh petra e hañvalin anezhi?
25607  LUK 13:20  Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue?
25672  LUK 15:15  O vezañ aet, en em lakaas e servij unan eus tud ar vro-se; kaset e voe gantañ en e zouaroù da vesa ar moc'h.
25674  LUK 15:17  O vezañ eta deuet ennañ e-unan, e lavaras: Pegement a vevelien a zo gopraet gant va zad hag o deus bara e-leizh, ha me a varv gant an naon!
25715  LUK 16:26  Ouzhpenn-se, bez' ez eus ur poull bras etre c'hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d'ar re a zo amañ tremen aze, ne c'hellfent ket, kennebeut ha d'ar re a zo aze dont d'hor c'havout-ni.
25734  LUK 17:14  O vezañ o gwelet, e lavaras dezho: It, hag en em ziskouezit d'ar veleien. Hag e c'hoarvezas pa oant o vont kuit, e voent naetaet.
25757  LUK 17:37  O respont, e lavarjont dezhañ: Pelec'h e vo, Aotrou? Eñ a lavaras dezho: E-lec'h ma vo ar c'horf, en em zastumo an erered.
25768  LUK 18:11  Ar farizian, oc'h en em zerc'hel en e sav, a bede evel-hen ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n'on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, nag ivez evel ar publikan-se.
25770  LUK 18:13  Met ar publikan, oc'h en em zerc'hel pell, ne grede ket memes sevel e zaoulagad d'an neñv; met skeiñ a rae war boull e galon, o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin, ur pec'her on!
25813  LUK 19:13  O vezañ galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn, hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout, betek ma tistroin.
25829  LUK 19:29  O vezañ tostaet ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost d'ar menez anvet Menez an Olived, e kasas daou eus e ziskibien,
25837  LUK 19:37  Ha pa oa o tostaat d'an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliñ Doue a vouezh uhel evit an holl virakloù o devoa gwelet.
25842  LUK 19:42  O! Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanañ en deiz-mañ a zo roet dit, an traoù a sell ouzh da beoc'h! Met bremañ, kuzhet int da'z taoulagad.
25864  LUK 20:16  Dont a raio, hag e tistrujo ar winierien-se, hag e roio ar winieg da re all. O vezañ klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c'hoarvezo ket-se!