Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   P    February 24, 2023 at 23:46    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23240  MAT 2:2  Pelec'h emañ an hini a zo ganet da roue d'ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol, ha deuet omp d'e azeuliñ.
23241  MAT 2:3  Pa glevas ar roue Herodez kement-se, e voe trubuilhet, hag holl Jeruzalem gantañ.
23248  MAT 2:10  Pa weljont ar steredenn, e voe karget o c'halonoù gant levenez.
23271  MAT 3:10  Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan.
23296  MAT 4:18  Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas daou vreur, Simon a c'halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
23322  MAT 5:19  Piv bennak eta a dorro an disterañ eus ar gourc'hemennoù-mañ, hag a zesko evel-se d'an dud, a vo galvet ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù; met piv bennak o miro hag o desko d'ar re all, hennezh a vo galvet bras e rouantelezh an neñvoù.
23334  MAT 5:31  Lavaret eo bet ivez: Piv bennak a gaso kuit e wreg, ra roio dezhi ur skrid a dorr-dimeziñ.
23353  MAT 6:2  Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac'hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit bezañ meulet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.
23356  MAT 6:5  Pa bedit, na vezit ket evel ar bilpouzed; rak int a gar pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.
23358  MAT 6:7  Pa bedit, n'en em servijit ket a adlavarioù ven, evel ar baganed; rak krediñ a reont ez eo dre galz a gomzoù e vint selaouet.
23367  MAT 6:16  Pa yunit, na gemerit ket ur min trist, evel ar bilpouzed; rak dispenn a reont o dremm, evit diskouez d'an dud e yunont. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.
23378  MAT 6:27  Piv ac'hanoc'h a c'hell, gant e holl enkrez, astenn e vuhez eus un ilinad?
23379  MAT 6:28  Perak ivez oc'h nec'het diwar-benn ho dilhad? Sellit penaos e kresk lili ar parkeier: ne labouront ket, ne nezont ket;
23382  MAT 6:31  Na vezit ket nec'het, o lavarout: Petra a zebrimp? Petra a evimp? Gant petra en em wiskimp?
23388  MAT 7:3  Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo ez lagad da-unan?
23389  MAT 7:4  Pe, penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, pa'z ac'h eus un treust ez hini?
23390  MAT 7:5  Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn eus lagad da vreur.
23394  MAT 7:9  Piv ac'hanoc'h a roio ur maen d'e vab, pa c'houlenn digantañ bara?
23395  MAT 7:10  Pe, mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer?
23404  MAT 7:19  Pep gwezenn na zoug ket frouezh mat, a zo troc'het ha taolet en tan.
23413  MAT 7:28  P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ, ar bobl a oa souezhet gant e gelennadurezh,
23415  MAT 8:1  Pa voe diskennet eus ar menez, ul lod bras a dud a heulias anezhañ.
23419  MAT 8:5  Pa voe antreet Jezuz e Kafarnaoum, ur c'hantener a zeuas d'e gavout,
23428  MAT 8:14  Jezuz, o vezañ deuet da di Pêr, a welas mamm-gaer Pêr en he gwele, klañv gant an derzhienn.
23437  MAT 8:23  Pignat a reas en ur vag, hag e ziskibien en heulias.
23440  MAT 8:26  Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c'hourc'hemennas an avelioù hag ar mor, hag e voe ur sioulder bras.
23441  MAT 8:27  An dud-se a voe souezhet, hag a lavare: Piv eo hemañ, ma sent memes an avelioù hag ar mor outañ?
23442  MAT 8:28  Pa voe tremenet en tu all, e bro ar C'hergezeniz, daou zen dalc'het gant diaoulien, o tont eus ar bezioù, a zeuas d'e gavout. Ken dañjerus e oant, ma ne c'helle den tremen dre an hent-se.
23443  MAT 8:29  Ha setu e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz, Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?
23452  MAT 9:4  Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc'h eus soñjoù fall en ho kalonoù?
23453  MAT 9:5  Petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha bale?
23457  MAT 9:9  Pa'z eas Jezuz ac'hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Deus war va lerc'h. Eñ, o vezañ savet, en heulias.
23459  MAT 9:11  Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr ho mestr gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
23471  MAT 9:23  Pa voe erruet Jezuz e ti ar penn, ha pa welas ar fleüterien hag un toullad dud oc'h ober trouz,
23476  MAT 9:28  Pa voe deuet en ti, an dud dall-mañ a zeuas d'e gavout; eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi a gred e c'hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo.
23481  MAT 9:33  Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas; hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n'eo bet gwelet kement all en Israel.
23486  MAT 9:38  Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.
23488  MAT 10:2  Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur;
23494  MAT 10:8  Pareit ar re glañv, glanait ar re lovr, adsavit ar re varv da vev, kasit kuit an diaoulien; resevet hoc'h eus evit netra, roit evit netra.
23509  MAT 10:23  Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec'hit d'un all; me a lavar deoc'h e gwirionez, n'ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel, ma vo deuet Mab an den.
23518  MAT 10:32  Piv bennak eta a anzavo ac'hanon dirak an dud, ec'h anzavin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù;
23529  MAT 11:1  P'en devoe Jezuz echuet da reiñ e gemennoù d'e zaouzek diskibl, ez eas ac'hane da gelenn ha da brezeg e kêrioù ar vro.
23535  MAT 11:7  Evel ma'z aent kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel?
23555  MAT 11:27  Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut, nemet ar Mab, hag an hini e fell d'ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
23562  MAT 12:4  Penaos ez eas e ti Doue, hag e tebras baraoù a ginnig, a oa arabat dezhañ o debriñ, kennebeut d'ar re a oa gantañ, met d'ar veleien hepken?
23563  MAT 12:5  Pe, n'hoc'h eus ket lennet er lezenn penaos en deizioù sabad, ar veleien a dorr ar sabad en templ, hag ez int divlam?
23569  MAT 12:11  Eñ a respontas dezho: Pehini ac'hanoc'h, ma n'en deus nemet un dañvad, ha mar kouezh en ur poull e deiz ar sabad, ne zeufe ket d'e dennañ ha d'e sevel?
23570  MAT 12:12  Pegement e dalv muioc'h un den eget un dañvad! Dre-se, e c'heller ober vat e deizioù ar sabad.
23583  MAT 12:25  Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, ha pep kêr pe pep ti dizunanet gantañ e-unan ne c'hello ket padout.
23587  MAT 12:29  Pe, penaos e c'hell unan bennak mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se; neuze hepken e preizho e di.
23590  MAT 12:32  Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ; met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ, nag er c'hantved-mañ, nag er c'hantved da zont.
23591  MAT 12:33  Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh; rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh.
23601  MAT 12:43  Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket;
23606  MAT 12:48  Met Jezuz a respontas d'an hini en devoa lavaret-se dezhañ: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur?
23618  MAT 13:10  E ziskibien a dostaas, hag a lavaras dezhañ: Perak e komzez outo dre barabolennoù?
23627  MAT 13:19  Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.
23634  MAT 13:26  Pa voe kresket ar geot, ha deuet e frouezh, neuze en em ziskouezas ivez an dreog.
23635  MAT 13:27  Mevelien mestr an ti a zeuas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha ne'c'h eus ket hadet had mat ez park? Penaos eta ez eus dreog ennañ?
23652  MAT 13:44  Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh un teñzor kuzhet en ur park. Pa gav un den anezhañ, en kuzh; hag en e laouenañ, ez a da werzhañ kement en deus, hag e pren ar park-se.
23656  MAT 13:48  Pa'z eo leun, e tenner anezhi war an aod; goude bezañ azezet, e lakaont ar re vat e listri, hag e taolont kuit ar re fall.
23679  MAT 14:13  Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac'hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec'h distro. Ar bobl o vezañ klevet-se en heulias war droad adalek ar gêrioù.
23689  MAT 14:23  P'en devoe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ, a-du; an abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan.
23692  MAT 14:26  Pa welas an diskibien anezhañ, o vale war ar mor, o devoa spont hag e lavarjont: Un teuz eo! Hag e krijont gant ar spont.
23694  MAT 14:28  Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, mar deo te, gourc'hemenn ac'hanon da vont da'z kavout war an doureier.
23695  MAT 14:29  Eñ a lavaras dezhañ: Deus! Pêr a ziskennas eus ar vag hag a gerzhas war an doureier, evit mont da gavout Jezuz.
23700  MAT 14:34  P'o devoe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared.
23702  MAT 14:36  Pediñ a rejont anezhañ d'o lezel da stekiñ hepken ouzh bevenn e zilhad. Ha kement hini a stokas, a voe yac'haet.
23704  MAT 15:2  Perak e torr da ziskibien hengoun a re gozh? Rak ne walc'hont ket o daouarn pa zebront o fredoù.
23706  MAT 15:4  Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv;
23709  MAT 15:7  Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret:
23715  MAT 15:13  Eñ a respontas: Pep plantenn n'eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet.
23717  MAT 15:15  Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Displeg deomp ar barabolenn-se.
23735  MAT 15:33  An diskibien a lavaras: Penaos e c'hellfemp kavout, el lec'h distro-mañ, bara a-walc'h da bredañ kement a dud.
23736  MAT 15:34  Jezuz a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh, hag un nebeut peskedigoù.
23744  MAT 16:3  ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo teñval-ruz. Pilpouzed, c'hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c'hellit ket anavezout sinoù an amzerioù!
23749  MAT 16:8  Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se etrezoc'h, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n'hoc'h eus ket kemeret a vara ganeoc'h?
23752  MAT 16:11  Penaos eta ne gomprenit ket n'eo ket eus bara em eus komzet, pa em eus lavaret deoc'h: En em virit eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz?
23754  MAT 16:13  Jezuz, o vezañ deuet e douar Kezarea-Filip, a c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on, me, Mab an den?
23757  MAT 16:16  Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev.
23759  MAT 16:18  Ha me a lavar dit: Te a zo Pêr, ha war ar roc'h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec'h ar marv ne drec'hint ket anezhi.
23763  MAT 16:22  Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren, o lavarout: Doue ra viro, Aotrou! Kement-se ne c'hoarvezo ket ganit.
23767  MAT 16:26  Rak petra a dalvfe da un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?
23770  MAT 17:1  C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez, ha Yann e vreur, hag o c'hasas a-du war ur menez uhel;
23773  MAT 17:4  Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Aotrou, mat eo deomp chom amañ; mar fell dit, e raimp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia.
23775  MAT 17:6  Pa glevjont ar vouezh-se, an diskibien a gouezhas war o genou, hag o devoe ur spont bras.
23779  MAT 17:10  An diskibien a reas ar goulenn-mañ outañ: Perak eta e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ?
23788  MAT 17:19  Neuze an diskibien a dostaas ouzh Jezuz hag a lavaras dezhañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit an diaoul-se?
23793  MAT 17:24  Pa erruont e Kafarnaoum, ar re a save an didrakm a dostaas ouzh Pêr hag a lavaras dezhañ: Ho mestr, ha ne bae ket an didrakm?
23794  MAT 17:25  Ya, emezañ. Pa voe aet en ti, Jezuz a ziarbennas anezhañ hag a lavaras: Petra a gav dit Simon? Digant piv e kemer, rouaned an douar, an truajoù pe ar gwirioù? Digant o mibien, pe digant an diavaezidi?
23797  MAT 18:1  D'an eur-se, an diskibien a dostaas ouzh Jezuz, hag a lavaras: Piv eta eo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù?
23800  MAT 18:4  Piv bennak eta en em izelaio evel ar bugel bihan-se, a vo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù.
23808  MAT 18:12  Petra a soñj deoc'h? Mar en deus un den kant dañvad, hag e teufe unan anezho da vezañ dianket, ha ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all war ar menezioù, evit mont da glask an hini a zo dianket?
23817  MAT 18:21  Neuze Pêr a dostaas outañ hag a lavaras: Aotrou, pet gwech e pardonin da'm breur pa bec'ho em enep? Bez' e vo betek seizh gwech?
23820  MAT 18:24  P'en em lakaas da gontañ, e voe degaset dezhañ unan a dlee dek mil talant.
23832  MAT 19:1  P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-se, ez eas kuit eus Galilea, hag e teuas e kostezioù Judea, en tu all d'ar Jordan.
23838  MAT 19:7  Int a lavaras dezhañ: Perak eta en deus Moizez lezet reiñ d'ar wreg ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit?
23848  MAT 19:17  Eñ a respontas dezhañ: Perak e c'houlennez ouzhin diwar-benn ar mad? Unan hepken a zo mat, [Doue]. Mar fell dit mont er vuhez, mir ar gourc'hemennoù. Pere? emezañ.