Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   T    February 24, 2023 at 23:46    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23216  MAT 1:3  Juda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Ezrom. Ezrom a voe tad da Aram.
23319  MAT 5:16  Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù, ha ma teuint da reiñ gloar d'ho Tad a zo en neñvoù.
23348  MAT 5:45  evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù; rak eñ a ra d'e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re direizh.
23351  MAT 5:48  Bezit eta parfet, evel ma'z eo parfet ho Tad a zo en neñvoù.
23352  MAT 6:1  Lakait evezh na rafec'h ho madoberoù dirak an dud, evit bezañ gwelet ganto; rak n'ho po ket a c'hopr digant ho Tad a zo en neñvoù.
23359  MAT 6:8  Na vezit ket eta heñvel outo; rak ho Tad a oar petra hoc'h eus ezhomm, a-raok ma c'houlennit digantañ.
23360  MAT 6:9  C'hwi eta, pedit evel-henn: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv,
23365  MAT 6:14  Rak, mar pardonit d'an dud o mankoù, ho Tad neñvel a bardono ivez deoc'h.
23366  MAT 6:15  Met ma ne bardonit ket d'an dud o mankoù, ho Tad ne bardono ket kennebeut deoc'h ho re.
23369  MAT 6:18  evit na vo ket gwelet gant an dud e yunez, met hepken gant da'z Tad a zo e-kuzh; da Dad a wel e-kuzh hag en rento dit [dirak an holl].
23377  MAT 6:26  Sellit ouzh laboused an neñv: ne hadont ha ne vedont ket, ne zastumont netra er solieroù, hag ho Tad neñvel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc'h egeto?
23383  MAT 6:32  Rak ar baganed eo ar re a glask an holl draoù-se. Ho Tad neñvel a oar hoc'h eus ezhomm anezho.
23396  MAT 7:11  Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d'ar re o goulenn digantañ!
23461  MAT 9:13  Met it, ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c'homzoù-mañ: Trugarez a fell din, ha neket aberzhoù, rak n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien.
23489  MAT 10:3  Filip ha Bartolome; Tomaz ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
23506  MAT 10:20  Rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met Spered ho Tad eo, a gomzo ennoc'h.
23515  MAT 10:29  Ha ne werzher ket daou c'holvan evit ur gwenneg? Koulskoude, ne gouezh ket unan anezho war an douar hep bolontez ho Tad.
23549  MAT 11:21  Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu.
23553  MAT 11:25  En amzer-se, Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o diskuliet d'ar vugale!
23554  MAT 11:26  Ya, o Tad, da veuliñ a ran dre ma ec'h eus c'hoantaet evel-se.
23555  MAT 11:27  Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut, nemet ar Mab, hag an hini e fell d'ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
23599  MAT 12:41  Tud Niniv a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour m'o deus keuz dre brezegenn Jona, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Jona.
23638  MAT 13:30  Lezit o-daou da greskiñ betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d'ar vederien: Tennit da gentan dreog hag en endrammit evit e zeviñ, met dastumit an ed em solier.
23699  MAT 14:33  Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue.
23701  MAT 14:35  Tud al lec'h-mañ, o vezañ anavezet Jezuz, a gasas kannaded en holl vro tro-war-dro, hag e voe degaset dezhañ an holl dud klañv.
23723  MAT 15:21  Jezuz, o vezañ aet ac'hano, en em dennas da gostezioù Tir ha Sidon.
23734  MAT 15:32  Jezuz, o vezañ galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh ar bobl-mañ; rak tri deiz a zo emaint em c'hichen, ha n'o deus netra da zebriñ. Ne fell ket din o c'has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent.
23757  MAT 16:16  Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev.
23759  MAT 16:18  Ha me a lavar dit: Te a zo Pêr, ha war ar roc'h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec'h ar marv ne drec'hint ket anezhi.
23810  MAT 18:14  Evel-se, n'eo ket bolontez ho Tad a zo en neñvoù, en em gollfe unan eus ar re vihan-mañ.
23909  MAT 21:14  Tud dall ha tud kamm a dostaas outen templ, hag o yac'haas.
23911  MAT 21:16  a lavaras dezhañ: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho, ha n'hoc'h eus biskoazh lennet ar c'homzoù-mañ: Tennet ec'h eus meuleudi eus genou ar vugale hag ar re a zo ouzh ar vronn?
23996  MAT 23:9  Na c'halvit den war an douar ho tad, rak unan hepken eo ho Tad, an hini a zo en neñvoù.
24004  MAT 23:17  Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour, pe an templ a santela an aour-se?
24006  MAT 23:19  Tud dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof, pe an aoter a santela ar prof-se?
24018  MAT 23:31  Testa rit evel-se, a-enep deoc'h hoc'h-unan, penaos oc'h mibien ar re o deus lazhet ar brofeded.
24062  MAT 24:36  Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n'o anavez, nag aeled an neñv, nag ar Mab, met an Tad hepken.
24118  MAT 25:41  Neuze e lavaro d'ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec'hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled;
24161  MAT 26:38  Neuze e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv; chomit amañ ha beilhit ganin.
24188  MAT 26:65  Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, en ur lavarout: Touet en deus! Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? Klevet hoc'h eus e ledoued;
24192  MAT 26:69  Koulskoude, Pêr a oa azezet en diavaez, er porzh; ur vatezh a dostaas outen ur lavarout: Te ivez, te a oa gant Jezuz ar Galilead.
24209  MAT 27:11  Jezuz a voe lakaet dirak ar gouarnour; ar gouarnour a reas ar goulenn-mañ outañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
24238  MAT 27:40  hag o lavarout: He! Te, an hini a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, en em savete da-unan! Mar dout Mab Doue, diskenn eus ar groaz!
24283  MAT 28:19  It eta, grit diskibien eus an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,
24295  MRK 1:11  Ur vouezh a zeuas eus an neñvoù, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
24309  MRK 1:25  Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se.
24365  MRK 3:8  eus Jeruzalem, eus Idumea, hag eus an tu all d'ar Jordan. Hag ar re a oa diwar-dro Tir ha Sidon, o vezañ klevet komz eus an traoù bras a reas, a zeuas e niver bras war-zu ennañ.
24368  MRK 3:11  Ha pa wele an speredoù hudur anezhañ, e taoulinent dirazañ hag e krient: Te eo Mab Doue!
24375  MRK 3:18  Andrev, Filip, Bartolome, Mazhev, Tomaz, Jakez mab Alfe, Tadde, Simon ar C'hananeat,
24379  MRK 3:22  Hag ar skribed, a oa diskennet eus Jeruzalem, a lavare: Trec'het eo gant Beelzebul; kas a ra kuit an diaoulien dre briñs an diaoulien.
24427  MRK 4:35  En deiz-se, pa voe deuet an noz, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d'an dour.
24431  MRK 4:39  Eñ, o vezañ dihunet, a c'hourc'hemennas an avelioù, hag a lavaras d'ar mor: Tav, bez sioul. An avel a davas, hag e voe ur sioulder bras.
24464  MRK 5:31  E ziskibien a lavaras dezhañ: Te a wel e wask ar bobl ac'hanout hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin?
24474  MRK 5:41  O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talitha koumi, da lavarout eo: Plac'h yaouank, me a lavar dit, sav.
24556  MRK 7:24  Hag, o vont ac'hano, ez eas da gostezioù Tir ha Sidon; o vezañ aet en un ti, e felle dezhañ na ouije den kement-se, met ne c'hellas ket chom kuzhet.
24563  MRK 7:31  Jezuz, o vezañ kuitaet kostezioù Tir ha Sidon, a zeuas tost da vor Galilea, o treuziñ bro Dekapoliz.
24571  MRK 8:2  Truez am eus ouzh ar bobl-mañ; rak tri deiz a zo bremañ ne'm c'huitaont ket, ha n'o deus netra da zebriñ.
24598  MRK 8:29  Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? Pêr a respontas dezhañ: Te eo ar C'hrist.
24703  MRK 10:46  Goude e teujont da Jeriko; hag evel ma'z eas kuit ac'hano gant e ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime, an dall, a oa azezet war gostez an hent, o c'houlenn an aluzen.
24734  MRK 11:25  Met pa'z eot evit pediñ, pardonit, mar hoc'h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit dezhañ, abalamour d'ho Tad a zo en neñvoù da bardoniñ deoc'h ivez ho pec'hedoù.
24735  MRK 11:26  Rak ma ne bardonit ket, ho Tad a zo en neñvoù ne bardono ket deoc'h kennebeut ho pec'hedoù.
24818  MRK 13:32  Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n'o anavez, nag an aeled a zo en neñv, nag ar Mab, met an Tad hepken.
24857  MRK 14:34  Hag e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv; chomit amañ ha beilhit.
24859  MRK 14:36  Hag e lavare: Abba! Tad! An holl draoù a c'hellez; pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude neket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
24890  MRK 14:67  hag o welout Pêr oc'h en em dommañ, e sellas outhag e lavaras: Te ivez, te a oa gant Jezuz a Nazared.
24897  MRK 15:2  Pilat a c'houlennas outañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
24924  MRK 15:29  Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn, hag o lavarout: He! Te, an hini a ziskar an templ hag en adsav e tri deiz,
24965  LUK 1:3  kredet em eus ivez, Teofil mat-meurbet, e tleen o skrivañ dit dre urzh, goude bezañ graet un enklask pizh warno holl, gant evezh,
25004  LUK 1:42  Hag o sevel he mouezh, e krias: Te a zo benniget e-touez ar gwragez, ha benniget eo frouezh da gof.
25095  LUK 3:1  Ar bemzekvet bloavezh eus impalaerded Tiberius Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarner Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha Trakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen,
25116  LUK 3:22  hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c'horf, evel hini ur goulm; hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
25128  LUK 3:34  mab Jakob, mab Izaak, mab Abraham, mab Tara, mab Nac'hor,
25167  LUK 4:35  Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ, o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se. An diaoul, o vezañ e stlapet er c'hreiz, a yeas kuit anezhañ, hep ober droug ebet dezhañ.
25173  LUK 4:41  An diaoulien ivez a yae er-maez eus kalz, o krial hag o lavarout: Te eo [ar C'hrist,] Mab Doue; met eñ o gourdrouze, ha ne leze ket anezho da lavarout e ouient e oa ar C'hrist
25230  LUK 6:15  Mazhev ha Tomaz; Jakez mab Alfe, ha Simon anvet Gredus;
25232  LUK 6:17  O vezañ neuze diskennet ganto, e chomas en ur blaenenn gant e vandenn diskibien, hag ul lod bras a dud eus Judea, eus Jeruzalem, hag eus ar vro arvorek Tir ha Sidon. Deuet e oant evit e glevout hag evit bezañ yac'haet eus o c'hleñvedoù.
25251  LUK 6:36  Bezit eta trugarezus, evel ma'z eo ivez ho Tad trugarezus.
25309  LUK 7:45  Te, ne'c'h eus ket roet ur pok din; met hi, abaoe ma'z on deuet en ti, n'he deus ket paouezet da bokat da'm zreid.
25310  LUK 7:46  Te, ne'c'h eus ket skuilhet a eoul war va fenn; met hi, he deus skuilhet eoul a c'hwezh-vat war va zreid.
25336  LUK 8:22  Dont a reas un deiz, ma'z eas en ur vag gant e ziskibien, hag e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d'al lenn. Hag ez ejont.
25390  LUK 9:20  Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? Pêr a respontas: Te eo Krist Doue.
25396  LUK 9:26  Rak piv bennak en devo mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, Mab an den en devo mezh anezhañ pa zeuio en e c'hloar hag e hini an Tad hag an aelez santel.
25445  LUK 10:13  Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu.
25453  LUK 10:21  En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o disklêriet d'ar vugale! Ya, o Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec'h eus e gavet mat.
25454  LUK 10:22  Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad, nemet ar Mab, hag an hini a fell d'ar Mab e zisklêriañ dezhañ.
25476  LUK 11:2  Hag e lavaras dezho: Pa bedot, lavarit: [Hon] Tad [hag a zo en neñv], ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, [ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv,]
25487  LUK 11:13  Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d'ar re en goulenn digantañ!
25506  LUK 11:32  Tud Niniv a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour m'o deus bet keuz dre brezegenn Jona, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Jona.
25514  LUK 11:40  Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n'en deus ket graet ivez an diabarzh?
25558  LUK 12:30  Rak tud ar bed eo, a glask an holl draoù-se. Ho Tad a oar hoc'h eus ezhomm anezho.
25560  LUK 12:32  Na'z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc'h ar rouantelezh.
25583  LUK 12:55  Ha pa c'hwezh avel ar c'hreisteiz, e lavarit: Tomm e vo, hag e teu da vezañ tomm.
25713  LUK 16:24  o krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin, ha kas Lazar, evit ma trempo en dour penn e viz, ha ma freskaio din va zeod, rak gwall-boaniet on er flamm-mañ.
25727  LUK 17:7  Piv ac'hanoc'h, mar en deus ur mevel oc'h arat, pe o vesa al loened, a lavaro dezhañ kerkent ha ma tistroio eus ar parkeier: Tost amañ, hag en em laka ouzh taol?
25962  LUK 22:29  ha me a reizh deoc'h ar rouantelezh, evel ma en deus an Tad reizhet din,
25965  LUK 22:32  Met pedet em eus evidout evit na zesfailho ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.
25975  LUK 22:42  o lavarout: Tad, mar fell dit pellaat an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, ra ne vo ket graet va bolontez, met da hini.