24316 | MRK 1:32 | War an abardaez, pa voe kuzhet an heol, e tegasjont dezhañ an holl dud klañv, hag ar re a oa dalc'het gant diaoulien. |
24537 | MRK 7:5 | War gement-se ar farizianed hag ar skribed a c'houlennas outañ: A-belec'h e teu, ma ne heul ket da ziskibien-te hengoun ar re gozh, ha ma kemeront o fred hep bezañ gwalc'het o daouarn? |
25398 | LUK 9:28 | War-dro eizh devezh goude ar c'homzoù-se, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Yann ha Jakez, hag a bignas war ur menez evit pediñ. |
25529 | LUK 12:1 | War gement-se, ar bobl o vezañ en em zastumet dre vilieroù, ken ma kerzhent an eil war egile, Jezuz en em lakaas da lavarout d'e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh. |
25992 | LUK 22:59 | War-dro un eur goude, unan all a destenias o lavarout: A dra sur, hemañ a oa ivez gantañ, rak Galileat eo ivez. |
26252 | JHN 4:27 | War gement-se, e ziskibien a erruas, hag e oant souezhet dre ma komze gant ur wreg; koulskoude hini anezho ne lavaras dezhañ: Petra a c'houlennez? Pe, perak e komzez ganti? |
26411 | JHN 7:14 | War-dro hanter ar gouel, Jezuz a bignas en templ, hag a gelenne. |
26628 | JHN 11:36 | War gement-se ar Yuzevien a lavaras: Gwelit penaos e kare anezhañ. |