23214 | MAT 1:1 | Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham. |
23215 | MAT 1:2 | Abraham a voe tad da Izaak. Izaak a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Juda ha d'e vreudeur. |
23217 | MAT 1:4 | Aram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Naason. Naason a voe tad da Salmon. |
23218 | MAT 1:5 | Salmon, eus Rahab, a voe tad da Vooz. Booz, eus Rut, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese. |
23219 | MAT 1:6 | Jese a voe tad d'ar roue David. Ar roue David a voe tad da Salomon, eus an hini a oa bet gwreg da Uri. |
23220 | MAT 1:7 | Salomon a voe tad da Roboam. Roboam a voe tad da Abia. Abia a voe tad da Asa. |
23224 | MAT 1:11 | Jozia a voe tad da Jekonia ha d'e vreudeur, da vare an ermaeziadeg e Babilon. |
23225 | MAT 1:12 | Ha goude ma voent bet kaset da Vabilon, Jekonia a voe tad da Salatiel. Salatiel a voe tad da Zorobabel. |
23226 | MAT 1:13 | Zorobabel a voe tad da Abiud. Abiud a voe tad da Eliakim. Eliakim a voe tad da Azor. |
23228 | MAT 1:15 | Eliud a voe tad da Eleazar. Eleazar a voe tad da Vatan. Vatan a voe tad da Jakob. |
23229 | MAT 1:16 | Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, ma'z eo bet ganet anezhi Jezuz, galvet Krist. |
23230 | MAT 1:17 | Bez' ez eus eta en holl: eus Abraham betek David, pevarzek rummad; eus David betek an ermaeziadeg e Babilon, pevarzek rummad; hag eus an ermaeziadeg e Babilon betek ar C'hrist, pevarzek rummad. |
23231 | MAT 1:18 | Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn. Goude ma oa prometet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel. |
23233 | MAT 1:20 | Evel ma soñje kement-se, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ, dre e gousk, o lavarout: Jozef, mab David, na'z pez ket aon da gemer ganit Mari, da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel, |
23234 | MAT 1:21 | hag e c'hano ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv, rak eñ a saveteo e bobl eus e bec'hedoù. |
23235 | MAT 1:22 | Kement-se holl a c'hoarvezas, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre gomz ar profed: |
23236 | MAT 1:23 | Setu, ar werc'hez a vo brazez, hag a c'hano ur mab a vo galvet Emmanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp. |
23238 | MAT 1:25 | Hogen n'anavezas ket anezhi betek ma voe gwilioudet eus he mab [kentañ-ganet], hag e roas dezhañ Jezuz da anv. |
23239 | MAT 2:1 | Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem, en ur lavarout: |
23241 | MAT 2:3 | Pa glevas ar roue Herodez kement-se, e voe trubuilhet, hag holl Jeruzalem gantañ. |
23242 | MAT 2:4 | O vezañ dastumet an holl veleien vras ha skribed ar bobl, e c'houlennas diganto pelec'h e tlee bezañ ganet ar C'hrist. |
23243 | MAT 2:5 | Int a lavaras dezhañ: E Betlehem Judea; rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed: |
23244 | MAT 2:6 | Ha te, Betlehem, douar Judea, n'out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Judea; rak ac'hanout eo, e teuio ur penn a reno va fobl Israel. |
23246 | MAT 2:8 | Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It, ha goulennit gant preder pelec'h emañ ar bugel bihan-se; ha pa ho po e gavet, roit din da anavezout, evit ma'z in me ivez d'e azeuliñ. |
23247 | MAT 2:9 | Ar re-mañ, goude bezañ klevet ar roue, a yeas kuit; ha setu, ar steredenn o devoa gwelet er sav-heol, a yae en o raok, betek ma teuas ha ma chomas a-us d'ul lec'h ma oa ar bugel bihan. |
23249 | MAT 2:11 | O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ec'h azeuljont anezhañ; ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir. |
23250 | MAT 2:12 | O vezañ bet aliet gant Doue, dre un huñvre, ne zistrojont ket da gavout Herodez; mont a rejont d'o bro dre un hent all. |
23251 | MAT 2:13 | Goude ma oant aet kuit, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef, dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel hag e vamm, tec'h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit; rak Herodez a glasko ar bugel evit e lakaat d'ar marv. |
23252 | MAT 2:14 | Eñ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm e-pad an noz, hag en em dennas en Ejipt. |
23253 | MAT 2:15 | Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc'hraet ar pezh en devoa an Aotrou lavaret dre ar profed: Galvet em eus va mab eus Ejipt. |
23254 | MAT 2:16 | Neuze Herodez, o welout o devoa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras, hag a gasas da lazhañ an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc'h, e Betlehem hag en e vro a-bezh, hervez an amzer en devoa goulennet gant preder digant ar vajed. |
23255 | MAT 2:17 | Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Jeremia: |
23256 | MAT 2:18 | Garmoù a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù, gouelvan ha klemmvanoù bras: Rachel o ouelañ he bugale; ne fellas ket dezhi bezañ dic'hlac'haret, abalamour n'emaint mui. |
23258 | MAT 2:20 | Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, ha distro da vro-Israel, rak ar re a glaske ar bugel evit e lazhañ, a zo marv. |
23259 | MAT 2:21 | Hemañ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel hag e vamm, hag a zeuas e bro-Israel. |
23260 | MAT 2:22 | Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec'h e dad Herodez, en devoe aon da vont di; o vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea. |
23261 | MAT 2:23 | Chom a reas en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad. |
23267 | MAT 3:6 | hag, oc'h anzav o fec'hedoù, e oant badezet gantañ er stêr Jordan. |
23268 | MAT 3:7 | Eñ eta, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d'e vadeziant, a lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc'h tec'hel diouzh ar gounnar da zont? |
23270 | MAT 3:9 | ha na lavarit ket ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus ar vein-se bugale da Abraham. |
23274 | MAT 3:13 | Neuze, Jezuz a zeuas eus Galilea d'ar Jordan, da gavout Yann, evit bezañ badezet gantañ. |
23275 | MAT 3:14 | Met Yann ne felle ket dezhañ e ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da'm c'havout? |
23276 | MAT 3:15 | Jezuz, en ur respont, a lavaras dezhañ: Na harz ket-se bremañ; rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze eñ a lezas d'ober. |
23277 | MAT 3:16 | Ha goude ma oa bet badezet Jezuz, e savas raktal eus an dour; ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ. |
23278 | MAT 3:17 | Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. |
23279 | MAT 4:1 | Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul. |
23281 | MAT 4:3 | An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ bara. |
23284 | MAT 4:6 | hag a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol d'an traoñ, rak skrivet eo: Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit, ha: dougen a raint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak. |
23286 | MAT 4:8 | An diaoul en kasas c'hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar, |
23290 | MAT 4:12 | Met pa glevas Jezuz e oa bet lakaet Yann er prizon, en em dennas e Galilea. |
23291 | MAT 4:13 | O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek, war harzoù Zabulon ha Neftali, |
23292 | MAT 4:14 | evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia: |
23293 | MAT 4:15 | Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro a zo war hent ar mor, en tu all d'ar Jordan, Galilea ar baganed, |
23294 | MAT 4:16 | ar bobl a oa azezet en deñvalijenn, he deus gwelet ur sklêrijenn vras; hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv. |
23295 | MAT 4:17 | Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da brezeg, ha da lavarout: Ho pet keuz rak rouantelezh an neñvoù a zo tost. |