23244 | MAT 2:6 | Ha te, Betlehem, douar Judea, n'out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Judea; rak ac'hanout eo, e teuio ur penn a reno va fobl Israel. |
23261 | MAT 2:23 | Chom a reas en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad. |
23265 | MAT 3:4 | Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez. |
23267 | MAT 3:6 | hag, oc'h anzav o fec'hedoù, e oant badezet gantañ er stêr Jordan. |
23283 | MAT 4:5 | Neuze an diaoul en kasas er gêr santel, a lakaas anezhañ war lein an templ, |
23291 | MAT 4:13 | O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek, war harzoù Zabulon ha Neftali, |
23294 | MAT 4:16 | ar bobl a oa azezet en deñvalijenn, he deus gwelet ur sklêrijenn vras; hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv. |
23296 | MAT 4:18 | Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas daou vreur, Simon a c'halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant. |
23308 | MAT 5:5 | Eürus ar re a zo hegarat, rak int a resevo an douar da hêrezh! |
23317 | MAT 5:14 | C'hwi a zo sklêrijenn ar bed; ur gêr savet war ur menez ne c'hell ket bezañ kuzhet; |
23318 | MAT 5:15 | ha ne vez ket enaouet ur c'houlaouenn evit he lakaat dindan ar boezell, met evit he lakaat war ur c'hantolor, hag e sklêrijenno holl dud an ti. |
23319 | MAT 5:16 | Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù, ha ma teuint da reiñ gloar d'ho Tad a zo en neñvoù. |
23338 | MAT 5:35 | na dre an douar, rak skabell e dreid eo, na dre Jeruzalem, rak kêr ar Roue bras eo. |
23373 | MAT 6:22 | Al lagad eo lamp ar c'horf; mar deo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo sklêrijennet; |
23374 | MAT 6:23 | met mar deo fall da lagad, da holl gorf a vo en deñvalijenn. Mar deo eta teñval ar sklêrijenn a zo ennout, pegen bras e vo an deñvalijenn-se! |
23410 | MAT 7:25 | Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se; n'eo ket kouezhet, abalamour ma oa diazezet war ar roc'h. |
23412 | MAT 7:27 | Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se; kouezhet eo, ha bras eo bet e ziskar. |
23428 | MAT 8:14 | Jezuz, o vezañ deuet da di Pêr, a welas mamm-gaer Pêr en he gwele, klañv gant an derzhienn. |
23447 | MAT 8:33 | Ar re o mesae a dec'has kuit, hag, o vezañ deuet e kêr, e lavarjont an holl draoù-se hag ar pezh a oa c'hoarvezet gant ar re a oa dalc'het gant an diaoulien. |
23448 | MAT 8:34 | Ha setu holl dud kêr a yeas a-raok Jezuz; o vezañ e welet, e pedjont anezhañ da bellaat diouzh o bro. |
23449 | MAT 9:1 | Neuze, o vezañ aet en ur vag, e treuzas ar mor, hag e teuas en e gêr. |
23465 | MAT 9:17 | Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin en em skuilhfe, hag ar seier-lêr a vefe kollet; met ar gwin nevez a zle bezañ lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan. |
23483 | MAT 9:35 | Jezuz a yae tro-war-dro er c'hêrioù hag er bourc'hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o pareañ pep kleñved ha pep mac'hagn e-touez ar bobl. |
23488 | MAT 10:2 | Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur; |
23491 | MAT 10:5 | Jezuz a gasas an daouzek den-se, goude bezañ roet dezho ar gourc'hemennoù war-lerc'h: N'it ket etrezek ar baganed, ha n'it ket e kêrioù ar Samaritaned; |
23497 | MAT 10:11 | E peseurt kêr bennak pe bourc'h bennak ma'z eot, goulennit piv a zo din d'ho tegemer, ha chomit eno betek ma'z eot kuit. |
23500 | MAT 10:14 | Ha p'en em gavo tud n'ho tegemerint ket, ha ne selaouint ket ho komzoù, pa'z eot kuit eus an ti-se pe eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid. |
23501 | MAT 10:15 | Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn, eget d'ar gêr-se. |
23509 | MAT 10:23 | Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec'hit d'un all; me a lavar deoc'h e gwirionez, n'ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel, ma vo deuet Mab an den. |
23513 | MAT 10:27 | Ar pezh a lavaran deoc'h en deñvalijenn, lavarit-eñ er sklêrijenn, hag ar pezh a lavaran deoc'h e pleg ho skouarn, prezegit-eñ war an toennoù. |
23529 | MAT 11:1 | P'en devoe Jezuz echuet da reiñ e gemennoù d'e zaouzek diskibl, ez eas ac'hane da gelenn ha da brezeg e kêrioù ar vro. |
23544 | MAT 11:16 | Ouzh petra e keñverin ar rummad-mañ? Heñvel eo ouzh bugale azezet war al leurgêrioù, hag a gri da vugale all, |
23548 | MAT 11:20 | Neuze en em lakaas d'ober rebechoù d'ar c'hêrioù en devoa graet enno an darn vuiañ eus e virakloù, abalamour ma n'o devoa ket bet keuz. |
23574 | MAT 12:16 | Gourc'hemenn a rae start dezho na zisklêrjent ket anezhañ, |
23583 | MAT 12:25 | Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, ha pep kêr pe pep ti dizunanet gantañ e-unan ne c'hello ket padout. |
23643 | MAT 13:35 | evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Digeriñ a rin va genou gant parabolennoù, disklêriañ a rin traoù kuzhet abaoe krouidigezh ar bed. |
23679 | MAT 14:13 | Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac'hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec'h distro. Ar bobl o vezañ klevet-se en heulias war droad adalek ar gêrioù. |
23694 | MAT 14:28 | Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, mar deo te, gourc'hemenn ac'hanon da vont da'z kavout war an doureier. |
23695 | MAT 14:29 | Eñ a lavaras dezhañ: Deus! Pêr a ziskennas eus ar vag hag a gerzhas war an doureier, evit mont da gavout Jezuz. |
23717 | MAT 15:15 | Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Displeg deomp ar barabolenn-se. |
23757 | MAT 16:16 | Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev. |
23759 | MAT 16:18 | Ha me a lavar dit: Te a zo Pêr, ha war ar roc'h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec'h ar marv ne drec'hint ket anezhi. |
23762 | MAT 16:21 | Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d'e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras, ha ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv d'an trede deiz. |
23763 | MAT 16:22 | Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren, o lavarout: Doue ra viro, Aotrou! Kement-se ne c'hoarvezo ket ganit. |
23764 | MAT 16:23 | Met Jezuz, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur skouer fall out din, rak da soñjezonoù n'emaint ket war an traoù a sell ouzh Doue, met war an traoù a sell ouzh an dud. |
23770 | MAT 17:1 | C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez, ha Yann e vreur, hag o c'hasas a-du war ur menez uhel; |
23773 | MAT 17:4 | Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Aotrou, mat eo deomp chom amañ; mar fell dit, e raimp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia. |
23793 | MAT 17:24 | Pa erruont e Kafarnaoum, ar re a save an didrakm a dostaas ouzh Pêr hag a lavaras dezhañ: Ho mestr, ha ne bae ket an didrakm? |
23817 | MAT 18:21 | Neuze Pêr a dostaas outañ hag a lavaras: Aotrou, pet gwech e pardonin da'm breur pa bec'ho em enep? Bez' e vo betek seizh gwech? |
23858 | MAT 19:27 | Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet; petra a vo evidomp? |
23905 | MAT 21:10 | Pa voe aet e Jeruzalem, holl gêr a voe mantret, hag e lavarent: Piv eo hemañ? |
23912 | MAT 21:17 | Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit eus kêr, evit mont da Vetania, e-lec'h ma tremenas an noz. |
23913 | MAT 21:18 | Da vintin, evel ma tistroe e kêr, en devoe naon. |
23948 | MAT 22:7 | Ar roue a yeas droug ennañ, hag o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se, hag e tevas o c'hêr. |
24021 | MAT 23:34 | Setu perak e kasan deoc'h profeded, tud fur ha skribed; lazhañ hag stagañ ouzh ar groaz a reot darn, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù, hag argas a reot anezho eus an eil kêr d'eben, |
24055 | MAT 24:29 | Raktal goude an deizioù a c'hlac'har-mañ, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet. |
24141 | MAT 26:18 | Eñ a lavaras: It e kêr da gavout an den-mañ-'n den, ha lavarit dezhañ: Ar Mestr a lavar: Va amzer a zo tost; ober a rin ar Pask ez ti gant va diskibien. |
24156 | MAT 26:33 | Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Pa vefes un abeg da gouezhañ evit an holl, evidon-me ne vi biken. |
24158 | MAT 26:35 | Pêr a respontas dezhañ: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag an holl ziskibien a lavare ar memes tra. |
24160 | MAT 26:37 | Kemer a reas gantañ Pêr ha daou vab Zebedea, hag e voe leuniet a dristidigezh hag a anken. |
24163 | MAT 26:40 | Hag e tistroas da gavout e ziskibien, o c'havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Ha n'hoc'h eus ket gallet beilhañ un eur ganin? |
24181 | MAT 26:58 | Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag, o vezañ aet e-barzh, ec'h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec'h echufe kement-se. |
24192 | MAT 26:69 | Koulskoude, Pêr a oa azezet en diavaez, er porzh; ur vatezh a dostaas outañ en ur lavarout: Te ivez, te a oa gant Jezuz ar Galilead. |
24196 | MAT 26:73 | Ur pennad goude, ar re a oa eno a dostaas hag a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak da anavezout a reer diouzh da yezh. |
24198 | MAT 26:75 | ha Pêr en devoe soñj eus ar gomz en devoa Jezuz lavaret: A-raok ma kano ar c'hilhog, ez po va dinac'het teir gwech. Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c'hwervder. |
24251 | MAT 27:53 | hag, o vezañ aet er-maez eus o bezioù goude adsavidigezh Jezuz a varv, ez ejont er gêr santel hag en em ziskouezjont da galz. |
24272 | MAT 28:8 | Mont a rejont raktal er-maez eus ar bez, gant spont ha levenez vras, hag e redjont da zisklêriañ kement-mañ d'an diskibien. |
24275 | MAT 28:11 | Pa voent aet kuit, setu, lod eus ar warded a zeuas e kêr hag a zisklêrias d'ar veleien vras kement a oa c'hoarvezet. |
24289 | MRK 1:5 | An holl Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d'e gavout, hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc'h anzav o fec'hedoù. |
24290 | MRK 1:6 | Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez. |
24317 | MRK 1:33 | Holl dud kêr a oa dastumet dirak dor an ti. |
24329 | MRK 1:45 | Met an den-mañ, o vezañ aet kuit, en em lakaas da zisklêriañ uhel an dra ha da skuilhañ ar vrud aze, en hevelep doare na c'helle mui Jezuz mont e kêr dirak an holl; met en em zerc'hel a rae er-maez el lec'hioù distro, hag a bep tu e teued d'e gavout. |
24351 | MRK 2:22 | Den kennebeut ne lak gwin nevez e seier-lêr kozh; rak ar gwin [nevez] a dorrfe ar seier, ar gwin en em skuilhfe, hag ar seier-lêr a vefe kollet; met ar gwin nevez a zle bezañ lakaet e seier nevez. |
24369 | MRK 3:12 | Met eñ a c'hourc'hemenne start dezho na zisklêrjent ket anezhañ. |
24373 | MRK 3:16 | Bez' e oant: Simon, ma roas an anv a Bêr dezhañ; |
24414 | MRK 4:22 | Rak n'eus netra kuzhet na zle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na vo gwelet gant an holl. |
24425 | MRK 4:33 | Disklêriañ a reas dezho ger Doue dre galz a barabolennoù en doare-mañ, hervez ma c'hellent e glevout. |
24447 | MRK 5:14 | Ar re a vesae ar moc'h a dec'has kuit da lavarout kement-se e kêr ha war ar maez. An dud a zeuas da welout ar pezh a oa erruet; |
24470 | MRK 5:37 | Ha ne lezas den da heuliañ anezhañ, nemet Pêr, Jakez, ha Yann, breur Jakez. |
24487 | MRK 6:11 | Ha pa en em gavo tud n'ho tegemerint ket, ha n'ho selaouint ket, en ur vont ac'hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. [Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da Sodom ha da C'homora e deiz ar varn, eget d'ar gêr-se.] |
24509 | MRK 6:33 | Met ar bobl a welas anezho o vont kuit, ha kalz en anavezas; hag o redek, war droad, eus an holl gêrioù, ec'h errujont a-raok dezho, [hag en em zastumjont en e gichen.] |
24512 | MRK 6:36 | kas anezho kuit, evit ma'z aint er c'hêrioùigoù hag er bourc'hioù war-dro, ha ma prenint boued, rak n'o deus netra da zebriñ. |
24532 | MRK 6:56 | E pelec'h bennak ma'z ae, er bourc'hioù, pe er c'hêrioù, pe war ar maez, e lakaent an dud klañv war al leurgêrioù hag e pedent anezhañ d'o lezel da stekiñ, da vihanañ, ouzh bord e sae; hag an holl re a stoke outañ, a oa yac'haet. |
24598 | MRK 8:29 | Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? Pêr a respontas dezhañ: Te eo ar C'hrist. |
24600 | MRK 8:31 | Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, ha bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras, ha gant ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv tri deiz goude. |
24601 | MRK 8:32 | Hag e lavare ar c'homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren. |
24602 | MRK 8:33 | Met Jezuz, o tistreiñ hag o sellout ouzh e ziskibien, a c'hourdrouzas Pêr hag a lavaras dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak da soñjoù n'emaint ket en traoù a sell ouzh Doue, met er re a sell ouzh an dud. |
24609 | MRK 9:2 | C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag o c'hasas o-unan a-du war ur menez uhel; hag e voe treuzneuziet dirazo. |
24612 | MRK 9:5 | Neuze Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ; greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia. |
24685 | MRK 10:28 | Neuze Pêr en em lakaas da lavarout dezhañ: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet. |
24689 | MRK 10:32 | Bez' e oant en hent, o pignat da Jeruzalem, Jezuz a valee a-raok dezho; spouronet e oant hag o devoa aon o heuliañ anezhañ. Jezuz, o kemer adarre a-du an daouzek diskibl, en em lakaas da zisklêriañ dezho ar pezh a dlee c'hoarvezout gantañ: |
24728 | MRK 11:19 | An abardaez o vezañ deuet, Jezuz a yeas er-maez eus kêr. |
24730 | MRK 11:21 | Neuze Pêr, o kaout soñj eus ar pezh a oa c'hoarvezet, a lavaras dezhañ: Mestr, setu, ar wezenn-fiez ac'h eus milliget a zo sec'het. |
24789 | MRK 13:3 | Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a reas a-du ar goulenn-mañ outañ: |
24810 | MRK 13:24 | En deizioù-se, goude ar glac'har-mañ, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, |