Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   Word],    February 24, 2023 at 23:46    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23325  MAT 5:22  Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur [hep abeg], a vo dleet dezhañ ar varnedigezh; an hini a lavaro d'e vreur: Raka! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant ar sanedrin; hag an hini a lavaro d'e vreur: Diskiant! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant tan ar gehenn.
23461  MAT 9:13  Met it, ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c'homzoù-mañ: Trugarez a fell din, ha neket aberzhoù, rak n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien.
23593  MAT 12:35  An den mat a denn traoù mat eus e deñzor mat [en e galon], hag an den fall a denn traoù fall eus e deñzor fall [en e galon].
23881  MAT 20:20  Neuze mamm mibien Zebedea a dostaas ouzh Jezuz [gant he mibien], hag en em stouas evit ober ur goulenn digantañ.
24266  MAT 28:2  Ha setu e c'hoarvezas ur c'hren-douar, rak un ael eus an Aotrou a ziskennas eus an neñv, a zeuas da ruilhañ ar maen [a zirak ar bez], hag a azezas warnañ.
24346  MRK 2:17  Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv; n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien.
25082  LUK 2:40  Hag ar bugel a greske hag en em nerzhe [e spered], o vezañ leuniet a furnez; ha gras Doue a oa warnañ.
25137  LUK 4:5  Neuze an diaoul en kasas [war ur menez uhel], a reas dezhañ gwelout en un taol holl rouantelezhioù ar bed,
25362  LUK 8:48  Jezuz a lavaras dezhi: Va merc'h, [kemer fiziañs], da feiz he deus da yac'haet; kae e peoc'h.
25476  LUK 11:2  Hag e lavaras dezho: Pa bedot, lavarit: [Hon] Tad [hag a zo en neñv], ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, [ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv,]
25622  LUK 13:35  Setu, ho ti a ya da chom [hep den], ha me a lavar deoc'h, ne'm gwelot mui, betek ma lavarot: Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou.
25723  LUK 17:3  Lakait evezh ouzhoc'h. Mar en deus da vreur pec'het [a-enep dit], tamall anezhañ; ha mar en deus keuz, pardon dezhañ.