Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   Word-Word;    February 24, 2023 at 23:46    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23246  MAT 2:8  Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It, ha goulennit gant preder pelec'h emañ ar bugel bihan-se; ha pa ho po e gavet, roit din da anavezout, evit ma'z in me ivez d'e azeuliñ.
23355  MAT 6:4  evit ma vo da aluzen graet e-kuzh; da Dad a wel e-kuzh hag en rento dit [dirak an holl].
23357  MAT 6:6  Met te, pa bedez, kae ez kambr, hag, o vezañ serret an nor, ped da Dad a zo e-kuzh; da Dad a wel e-kuzh hag en rento dit [dirak an holl].
23369  MAT 6:18  evit na vo ket gwelet gant an dud e yunez, met hepken gant da'z Tad a zo e-kuzh; da Dad a wel e-kuzh hag en rento dit [dirak an holl].
23410  MAT 7:25  Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se; n'eo ket kouezhet, abalamour ma oa diazezet war ar roc'h.
23412  MAT 7:27  Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se; kouezhet eo, ha bras eo bet e ziskar.
23539  MAT 11:11  Me a lavar deoc'h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus bet savet hini brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù a zo brasoc'h egetañ.
23584  MAT 12:26  Mar deu Satan da gas Satan kuit, emañ eta dizunanet gantañ e-unan; penaos e pado e rouantelezh?
23587  MAT 12:29  Pe, penaos e c'hell unan bennak mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se; neuze hepken e preizho e di.
23620  MAT 13:12  Rak roet e vo d'an neb en deus, hag en devo a-fonn; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus.
23654  MAT 13:46  Kavet en deus ur berlezenn brizius-meurbet; mont a reas da werzhañ kement en devoa, hag en deus he frenet.
23689  MAT 14:23  P'en devoe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ, a-du; an abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan.
23734  MAT 15:32  Jezuz, o vezañ galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh ar bobl-mañ; rak tri deiz a zo emaint em c'hichen, ha n'o deus netra da zebriñ. Ne fell ket din o c'has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent.
23755  MAT 16:14  Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; darn all, Jeremia, pe unan ar brofeded.
23811  MAT 18:15  Mar en deus pec'het da vreur a-enep dit, kae ha tamall anezhañ etre te hag eñ e-unan; mar selaou ac'hanout, ez po gounezet da vreur.
24033  MAT 24:7  Rak ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all; hag e vo e meur a lec'h, naonegezhioù, [bosennoù] ha krenoù-douar;
24222  MAT 27:24  Pilat, o welout penaos ne c'houneze netra, met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc'has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ; soñjit-se.
24253  MAT 27:55  Bez' e oa ivez meur a wreg a selle a-bell; heuliet o devoa Jezuz adalek Galilea, ouzh e servijañ.
24384  MRK 3:27  Den ne c'hell mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se; neuze e preizho e di.
24571  MRK 8:2  Truez am eus ouzh ar bobl-mañ; rak tri deiz a zo bremañ ne'm c'huitaont ket, ha n'o deus netra da zebriñ.
24596  MRK 8:27  Jezuz a yeas, gant e ziskibien, e bourc'hioù Kezarea-Filip; ha, war an hent, e c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on-me?
24597  MRK 8:28  Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; ha darn all, unan ar brofeded.
24646  MRK 9:39  Met Jezuz a lavaras: Na zifennit ket-se; rak n'eus den a rafe mirakloù em anv, hag a c'hellfe kerkent droukkomz ac'hanon.
24786  MRK 12:44  Rak holl o deus lakaet eus ar pezh o devoa a-re; met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement he devoa, kement holl a oa chomet ganti evit bevañ.
24797  MRK 13:11  Pa gasint ac'hanoc'h evit ho lakaat etre o daouarn, na vezit ket en poan a-raok eus ar pezh ho po da lavarout, ha na brederit ket anezhañ; met lavarit ar pezh a vo roet deoc'h war an eur-se; rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met ar Spered-Santel.
24889  MRK 14:66  Pêr a oa e traoñ ar porzh, hag e teuas eno unan eus mitizhien ar beleg-meur;
25038  LUK 1:76  Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhelañ-Meurbet; rak te a gerzho dirak dremm an Aotrou, evit kempenn e hentoù,
25134  LUK 4:2  eno e voe temptet gant an diaoul e-pad daou-ugent devezh, ha ne zebras netra e-pad an deizioù-se; goude ma voent tremenet, en devoa naon.
25155  LUK 4:23  Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c'hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac'ha da-unan; gra ivez amañ, e-barzh da vro, kement hon eus klevet lavarout ac'h eus graet e Kafarnaoum.
25292  LUK 7:28  Me a lavar deoc'h penaos e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus profed ebet brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihanañ e rouantelezh Doue a zo brasoc'h egetañ.
25343  LUK 8:29  Rak Jezuz a c'hourc'hemenne d'ar spered hudur mont kuit eus an den-se; en em gemeret e oa anezhañ abaoe pell a oa; e eren a raed gant chadennoù hag e ziwall a raed gant hualoù, met eñ a dorre an ereoù, hag e oa kaset gant an diaoul el lec'hioù distro.
25389  LUK 9:19  Int a respontas: Darn a lavar out Yann-Vadezour; ha darn all, Elia; ha darn all, unan bennak eus ar brofeded adsavet a varv.
25415  LUK 9:45  Met ne gomprenent ket ar gomz-se; teñval e oa evito, ha ne gomprenent enni netra, met ne gredent goulenn netra outañ war gement-se.
25672  LUK 15:15  O vezañ aet, en em lakaas e servij unan eus tud ar vro-se; kaset e voe gantañ en e zouaroù da vesa ar moc'h.
25689  LUK 15:32  Met ret mat e oa en em laouenaat hag en em sederaat, rak da vreur amañ a oa marv, hag deuet eo d'ar vuhez en-dro; kollet e oa, met adkavet eo.
25780  LUK 18:23  Pa en devoe klevet kement-se, e teuas gwall-drist; rak pinvidik bras e oa.
25791  LUK 18:34  Met ne gomprenent netra e kement-se; ar c'homzoù-se a oa kuzhet evito, ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho.
25822  LUK 19:22  Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan; gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec'h na'm eus lakaet netra hag a ved e-lec'h na'm eus ket hadet.
25861  LUK 20:13  Mestr ar winieg a lavaras neuze: Petra a rin? Kas a rin va mab karet-mat; marteze, [pa en gwelint,] e toujint anezhañ.
25899  LUK 21:4  Rak holl o deus lakaet, e profoù, eus ar pezh o devoa a-re; met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement holl he devoa evit bevañ.
25904  LUK 21:9  Pa glevot komz eus brezelioù, hag eus dispac'hioù, na spontit ket, rak ret eo e teufe an traoù-se a-raok; met ne vo ket kerkent ar fin.
25959  LUK 22:26  Met c'hwi, na rit ket evel-se; ra vo ar brasañ en ho touez evel ar bihanañ, hag an hini a ren evel an hini a servij.
26171  JHN 2:7  Jezuz a lavaras dezho: Leugnit a zour al listri-se; hag e kargjont anezho leun-barr.
26307  JHN 5:28  Na vezit ket eta souezhet a gement-se; rak dont a ra an eur ma klevo e vouezh an holl re a zo er bezioù, ha ma'z aint er-maez:
26348  JHN 6:22  An deiz war-lerc'h, ar bobl, hag a oa chomet en tu all d'ar mor, a welas ne oa bet eno bag ebet, nemet an hini ma oa aet e ziskibien enni, ha penaos Jezuz ne oa ket aet e-barzh ganto, met penaos e ziskibien a oa aet kuit o-unan;
26405  JHN 7:8  Evidoc'h-c'hwi, pignit d'ar gouel-mañ; evidon-me, ne bignin ket c'hoazh dezhañ, rak va amzer n'eo ket c'hoazh deuet.
26415  JHN 7:18  An hini a gomz anezhañ e-unan, a glask e c'hloar e-unan; met an hini a glask gloar an hini en deus e gaset, a dle bezañ kredet, ha n'eus ket a zireizhder ennañ.
26463  JHN 8:13  Ar farizianed a lavaras dezhañ: Te a ro testeni ac'hanout da-unan; da desteni n'eo ket gwirion.
26468  JHN 8:18  Me eo a ro testeni ac'hanon va-unan; hag an Tad en deus va c'haset a ro ivez testeni ac'hanon.
26473  JHN 8:23  Hag eñ a lavaras dezho: C'hwi a zo eus traoñ, me a zo eus krec'h. C'hwi a zo eus ar bed-mañ; me n'on ket eus ar bed-mañ.
26566  JHN 10:16  Deñved all am eus ha n'int ket eus an tropell-mañ; ret eo din ivez degas anezho; hag e klevint va mouezh, ha ne vo nemet ur bagad, hag ur mesaer hepken.
26568  JHN 10:18  Den ne lam anezhi diganin, me a ro anezhi ac'hanon va-unan; ar galloud am eus d'he c'huitaat, hag ar galloud d'he adkemer; an urzh-se am eus bet digant va Zad.
26665  JHN 12:16  E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se; met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn, hag e oant bet c'hoarvezet gantañ.
26680  JHN 12:31  Bremañ en em ra barnedigezh ar bed-mañ; bremañ priñs ar bed-mañ a vo taolet er-maez.
26747  JHN 14:10  Ha ne gredez ket on-me en Tad, hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc'h, n'o lavaran ket ac'hanon va-unan; met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù a ran.
26827  JHN 16:32  Setu, an eur a zeu, hag deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez, ha penaos e lezot ac'hanon va-unan; met me n'on ket va-unan, abalamour va Zad a zo ganin.
26890  JHN 18:36  Jezuz a respontas dezhañ: Va rouantelezh n'eo ket eus ar bed-mañ; mar bije bet va rouantelezh eus ar bed-mañ, va mevelien o dije stourmet evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien; met bremañ va rouantelezh n'eo ket ac'han.