23438 | MAT 8:24 | Neuze e savas ur barrad gwall-amzer bras war ar mor, en hevelep doare ma oa ar vag goloet gant ar c'hoummoù-mor. Hag eñ a gouske. |
23445 | MAT 8:31 | Hag an diaoulien en pedas o lavarout: Mar kasez ac'hanomp kuit, lez ac'hanomp da vont er vandenn voc'h-se. |
24486 | MRK 6:10 | Lavarout a reas ivez dezho: En ti bennak ma'z it, chomit eno betek ma'z eot kuit eus al lec'h-se. |
24681 | MRK 10:24 | An diskibien a voe souezhet eus ar c'homzoù-se. Met Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Va bugale, pegen diaes eo d'ar re a laka o fiziañs er madoù mont e rouantelezh Doue! |
25259 | LUK 6:44 | Rak pep gwezenn a anavezer diouzh he frouezh hec'h-unan. Ne zastumer ket a fiez diwar ar spern, nag a rezin diwar an drez. |
25302 | LUK 7:38 | hag oc'h en em zerc'hel a-dreñv, ouzh treid Jezuz, o ouelañ, en em lakaas da zourañ e dreid gant he daeroù, ha d'o zorchañ gant blev he fenn; pokat a rae d'e dreid, hag ec'h eoulie anezho gant ar c'hwezh-vat. |
25715 | LUK 16:26 | Ouzhpenn-se, bez' ez eus ur poull bras etre c'hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d'ar re a zo amañ tremen aze, ne c'hellfent ket, kennebeut ha d'ar re a zo aze dont d'hor c'havout-ni. |
26321 | JHN 5:42 | met gouzout a ran n'emañ ket karantez Doue ennoc'h hoc'h-unan. |
26336 | JHN 6:10 | Koulskoude Jezuz a lavaras: Grit d'an dud azezañ. Bez' e oa kalz a c'heot el lec'h-se. Ar wersed eta a azezas, en niver a war-dro pemp mil. |
26379 | JHN 6:53 | Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: Ma ne zebrit ket kig Mab an den, ha ma n'evit ket e wad, n'ho po ket ar vuhez ennoc'h hoc'h-unan. |
26592 | JHN 10:42 | Ha kalz a gredas ennañ el lec'h-se. |