Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   C    February 11, 2023 at 18:07    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23230  MAT 1:17  Bez' ez eus eta en holl: eus Abraham betek David, pevarzek rummad; eus David betek an ermaeziadeg e Babilon, pevarzek rummad; hag eus an ermaeziadeg e Babilon betek ar C'hrist, pevarzek rummad.
23242  MAT 2:4  O vezañ dastumet an holl veleien vras ha skribed ar bobl, e c'houlennas diganto pelec'h e tlee bezañ ganet ar C'hrist.
23261  MAT 2:23  Chom a reas en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.
23301  MAT 4:23  Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl.
23316  MAT 5:13  C'hwi a zo holen an douar; met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo e roet en-dro dezhañ? N'eo mui mat, nemet da vezañ taolet er-maez, ha da vezañ mac'het gant treid an dud.
23317  MAT 5:14  C'hwi a zo sklêrijenn ar bed; ur gêr savet war ur menez ne c'hell ket bezañ kuzhet;
23360  MAT 6:9  C'hwi eta, pedit evel-henn: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv,
23442  MAT 8:28  Pa voe tremenet en tu all, e bro ar C'hergezeniz, daou zen dalc'het gant diaoulien, o tont eus ar bezioù, a zeuas d'e gavout. Ken dañjerus e oant, ma ne c'helle den tremen dre an hent-se.
23490  MAT 10:4  Simon ar C'hananead, ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas.
23530  MAT 11:2  Yann, o vezañ klevet en e brizon komz diwar-benn oberoù ar C'hrist, a gasas [daou eus] e ziskibien da lavarout dezhañ:
23600  MAT 12:42  Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour ma teuas eus pellder an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Salomon.
23622  MAT 13:14  Evito eo peurc'hraet an diougan-mañ lavaret gant Izaia: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn, ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad, ha ne welot ket.
23671  MAT 14:5  C'hoant en devoa d'e lakaat da vervel, met aon en devoa rak ar bobl, dre ma oa kemeret Yann ganto evit ur profed.
23700  MAT 14:34  P'o devoe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared.
23708  MAT 15:6  n'eo ket dalc'het da enoriñ e dad pe e vamm. C'hwi a gas da netra ger Doue gant ho hengoun.
23718  MAT 15:16  Ha Jezuz a lavaras: C'hwi ivez, bez' oc'h c'hoazh hep skiant?
23757  MAT 16:16  Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev.
23761  MAT 16:20  Neuze e tifennas gwall start outo lavarout da zen e oa eñ ar C'hrist.
23770  MAT 17:1  C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez, ha Yann e vreur, hag o c'hasas a-du war ur menez uhel;
23791  MAT 17:22  E-pad ma'z aent dre C'halilea, Jezuz a lavaras dezho: Mab an den a zle bezañ lakaet etre daouarn an dud;
23835  MAT 19:4  Eñ a respontas: Ha n'hoc'h eus ket lennet penaos ar C'houer, er penn-kentañ, a reas gwaz ha plac'h,
23983  MAT 22:42  o lavarout: Petra a soñjit eus ar C'hrist? Da biv eo mab? Int a lavaras dezhañ: Da Zavid.
23995  MAT 23:8  Met c'hwi, na rit ket ho kervel mestr, rak unan hepken eo ho Mestr, [ar C'hrist,] ha c'hwi holl a zo breudeur.
23997  MAT 23:10  Na rit ket ho kervel renerien, rak unan hepken eo ho Rener, ar C'hrist
24031  MAT 24:5  Rak meur a hini a zeuio dindan va anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist; hag e tromplint kalz a dud.
24049  MAT 24:23  Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo amañ, pe aze, na gredit ket.
24068  MAT 24:42  Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket da bet eur e teuio hoc'h Aotrou.
24090  MAT 25:13  Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h nag an deiz nag an eur [ma teuio Mab an den en-dro].
24186  MAT 26:63  Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran, en anv an Doue bev, da lavarout deomp mar dout ar C'hrist, Mab Doue.
24312  MRK 1:28  Hag ar vrud anezhañ en em skuilhas kerkent en holl vro en-dro da C'halilea.
24323  MRK 1:39  Hag e prezege en o sinagogennoù, dre an holl C'halilea, hag e kase kuit an diaoulien.
24352  MRK 2:23  C'hoarvezout a reas, evel ma tremene Jezuz dre barkeier ed un deiz sabad, penaos e ziskibien, en ur vale, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù.
24375  MRK 3:18  Andrev, Filip, Bartolome, Mazhev, Tomaz, Jakez mab Alfe, Tadde, Simon ar C'hananeat,
24434  MRK 5:1  Erruout a rejont en tu all d'ar mor, e bro ar C'hadareniz.
24436  MRK 5:3  Chom a rae er bezioù, ha den ne c'helle e zerc'hel ereet, na zoken gant chadennoù;
24438  MRK 5:5  Chom a rae dalc'hmat, noz ha deiz, war ar menezioù hag er bezioù, o krial hag oc'h en em vloñsañ gant mein.
24487  MRK 6:11  Ha pa en em gavo tud n'ho tegemerint ket, ha n'ho selaouint ket, en ur vont ac'hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. [Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da Sodom ha da C'homora e deiz ar varn, eget d'ar gêr-se.]
24501  MRK 6:25  Hag o vezañ deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn, hag e lavaras: C'hoantaat a ran e rofes din, war ur plad, raktal, penn Yann-Vadezour.
24529  MRK 6:53  P'o devoe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared, hag e touarjont eno.
24598  MRK 8:29  Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? Pêr a respontas dezhañ: Te eo ar C'hrist.
24609  MRK 9:2  C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag o c'hasas o-unan a-du war ur menez uhel; hag e voe treuzneuziet dirazo.
24648  MRK 9:41  Ha piv bennak a roio deoc'h ur werennad dour em anv, abalamour ma'z oc'h d'ar C'hrist, me a lavar deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr;
24777  MRK 12:35  Evel ma kelenne Jezuz en templ, e lavaras: Perak e lavar ar skribed eo ar C'hrist Mab David?
24792  MRK 13:6  Rak kalz a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist; hag e tallint meur a hini.
24807  MRK 13:21  Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo amañ, pe aze, na gredit ket.
24821  MRK 13:35  Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio mestr an ti, pe d'an abardaez, pe da hanternoz, pe da gan ar c'hilhog, pe diouzh ar beure,
24823  MRK 13:37  Dre-se, ar pezh a lavaran, a lavaran deoc'h holl: Chomit dihun.
24884  MRK 14:61  Met Jezuz a davas ha ne respontas netra. Ar beleg-meur a reas c'hoazh outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te ar C'hrist, Mab an Hini a zo benniget?
24927  MRK 15:32  Ra ziskenno ar C'hrist, roue Israel, bremañ eus ar groaz, abalamour deomp d'e welout, ha ma kredimp! Hag ar re a oa staget ouzh ar groaz gantañ, a lavare ivez dismegañsoù dezhañ.
24962  MRK 16:20  Hag int, o vezañ aet, a brezegas dre holl, an Aotrou o kenober ganto, hag o reiñ kred da C'her Doue dre ar mirakloù o heulie.
24988  LUK 1:26  Er c'hwec'hvet miz, Doue a gasas an ael Gabriel en ur gêr a C'halilea galvet Nazared,
25011  LUK 1:49  rak an Holl-C'halloudek en deus graet traoù bras din; e anv a zo santel,
25053  LUK 2:11  rak ganet eo hiziv deoc'h, e kêr David, ur Salver, hag a zo ar C'hrist, an Aotrou.
25079  LUK 2:37  Chomet e oa intañvez, oadet a bevar bloaz ha pevar ugent pe war-dro, n'ae ket er-maez eus an templ, o servijañ Doue noz-deiz er yunoù hag er pedennoù.
25109  LUK 3:15  Evel ma oa ar bobl o c'hortoz, ha ma c'houlenne an holl en o c'halon hag eñ ne oa ket Yann ar C'hrist,
25146  LUK 4:14  Jezuz a zistroas da C'halilea, dindan galloud ar Spered, hag ar vrud anezhañ a redas dre an holl vro tro-war-dro.
25173  LUK 4:41  An diaoulien ivez a yae er-maez eus kalz, o krial hag o lavarout: Te eo [ar C'hrist,] Mab Doue; met eñ o gourdrouze, ha ne leze ket anezho da lavarout e ouient e oa ar C'hrist
25216  LUK 6:1  C'hoarvezout a reas, e-pad an eil-kentañ sabad, ma tremene Jezuz dre barkeier ed; e ziskibien a ziframme tañvouezennoù, hag, o vezañ o gwasket en o daouarn, e tebrent anezho.
25221  LUK 6:6  C'hoarvezout a reas ivez, un deiz sabad all, ma'z eas er sinagogenn, ha ma kelenne enni; hag e oa eno un den, ma oa disec'het e zorn dehou.
25317  LUK 8:3  Janed, gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all, en sikoure gant o madoù.
25340  LUK 8:26  Dont a rejont neuze da vro ar C'hadareniz, a zo dirak Galilea.
25351  LUK 8:37  Holl dud bro ar C'hadareniz en pedas da bellaat diouto, rak kroget e oa ur spont vras enno. Mont a reas eta er vag evit distreiñ.
25388  LUK 9:18  C'hoarvezout a reas, evel ma pede e-unan, ha ma oa an diskibien gantañ, e c'houlennas outo: Piv a lavar an dud on-me?
25439  LUK 10:7  Chomit en ti-se, o tebriñ hag oc'h evañ ar pezh a vo roet deoc'h; rak al labourer a zo din eus e c'hopr. Na dremenit ket eus un ti da un ti all.
25505  LUK 11:31  Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour ma teuas eus pellder an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Salomon.
25513  LUK 11:39  An Aotrou a lavaras dezhañ: C'hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a fallentez.
25522  LUK 11:48  C'hwi a zo eta an testoù hag ar c'henoberourien eus ar pezh o deus graet ho tadoù, rak int o deus lazhet ar brofeded, ha c'hwi a sav o bezioù.
25568  LUK 12:40  C'hwi eta ivez, bezit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket.
25588  LUK 13:1  En amzer-se, hiniennoù eus an dud en em gave eno, a lavaras da Jezuz ar pezh a oa c'hoarvezet da C'halileiz en devoa Pilat mesket o gwad gant hini o aberzhoù.
25589  LUK 13:2  Ha Jezuz, o respont, a lavaras dezho: Ha krediñ a rit e oa ar C'halileiz-se brasoc'h pec'herien eget an holl C'halileiz all, abalamour m'o deus gouzañvet kement-se?
25601  LUK 13:14  Met penn ar sinagogenn, droug ennañ eus m'en devoe Jezuz yac'haet un deiz sabad, a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar bobl: C'hwec'h devezh a zo evit labourat; deuit eta en deizioù-se evit bezañ yac'haet, ha neket devezh ar sabad.
25730  LUK 17:10  C'hwi ivez, pa ho po graet kement a zo gourc'hemennet deoc'h, lavarit: Mevelien didalvoudek omp, abalamour n'hon eus graet nemet ar pezh a oa ret deomp ober.
25831  LUK 19:31  Ha mar goulenn unan bennak ouzhoc'h: Perak e tistagit anezhañ? C'hwi a lavaro dezhañ: abalamour m'en deus an Aotrou ezhomm anezhañ.
25889  LUK 20:41  Neuze e lavaras dezho: Perak e lavarer eo ar C'hrist Mab David?
25901  LUK 21:6  C'hwi a sell ouzh an traoù-se! Deizioù a zeuio ma ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.
25903  LUK 21:8  Hag e lavaras: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h; rak kalz a zeuio em anv, o lavarout: Me eo [ar C'hrist], hag an amzer a dosta. N'it ket eta war o lerc'h.
25911  LUK 21:16  C'hwi a vo gwerzhet gant ho kerent, gant ho preudeur, gant ho nesañ ha gant ho mignoned, hag e lakaint kalz ac'hanoc'h d'ar marv.
25912  LUK 21:17  C'hwi a vo kasaet gant an holl, abalamour da'm anv.
25948  LUK 22:15  Hag e lavaras dezho: C'hoantaet kalz em eus debriñ ar Pask-mañ ganeoc'h, a-raok ma c'houzañvin.
25961  LUK 22:28  C'hwi eo ar re a zo chomet ganin em amprouadurioù,
26000  LUK 22:67  lavarout a rejont dezhañ: Mar dout ar C'hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket,
26003  LUK 22:70  Neuze e lavarjont holl: Te eo eta Mab Doue? Eñ a respontas dezho: C'hwi a lavar hoc'h-unan, bez' ez on.
26006  LUK 23:2  Hag en em lakajont d'e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar bobl hag o tifenn paeañ ar gwir da Gezar, o lavarout eo ar C'hrist, ar roue.
26039  LUK 23:35  Ar bobl en em zalc'he eno, hag a selle. Mistri ar vro hag ar bobl a rae goap anezhañ, o lavarout: Saveteet en deus ar re all, ra en em saveteo e-unan, mar deo ar C'hrist, an hini dibabet gant Doue!
26043  LUK 23:39  Unan eus an dorfedourien a oa kroazstaget a zismegañse ivez anezhañ, o lavarout: Mar dout ar C'hrist, en em savete da-unan, ha ni ivez.
26086  LUK 24:26  Ha ne oa ket ret d'ar C'hrist gouzañv an traoù-se, ha mont en e c'hloar?
26089  LUK 24:29  Int a reas dezhañ chom ganto, o lavarout dezhañ: Chom ganeomp, rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto.
26106  LUK 24:46  Hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, [hag evel-se e oa ret,] e c'houzañvje ar C'hrist, hag e savje a varv d'an trede deiz,
26108  LUK 24:48  C'hwi eo an testoù eus an traoù-se,
26133  JHN 1:20  Disklêriañ a reas ha ne nac'has ket, disklêriañ a reas: N'on ket-me ar C'hrist.
26138  JHN 1:25  Goulenn a rejont outañ: Perak e vadezez, ma n'out nag ar C'hrist, nag Elia, nag ar profed?
26154  JHN 1:41  Andrev a gavas da gentañ Simon e vreur, hag a lavaras dezhañ: Ni hon eus kavet ar Mesiaz (da lavarout eo ar C'hrist, an Eouliet).
26184  JHN 2:20  Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: C'hwec'h vloaz ha daou-ugent e oar bet o sevel an templ-mañ, ha te en adsavfe e tri devezh?
26217  JHN 3:28  C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhañ.
26247  JHN 4:22  C'hwi a azeul ar pezh n'anavezit ket; evidomp-ni, ni a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silividigezh a zeu eus ar Yuzevien.
26254  JHN 4:29  Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet; ne vefe ket eñ ar C'hrist?
26267  JHN 4:42  Hag e lavarent d'ar wreg: N'eo ket abalamour da'z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan, hag ec'h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed[, ar C'hrist].
26270  JHN 4:45  Pa oa erru e Galilea, e voe degemeret mat gant ar C'halileiz o devoa gwelet kement en devoa graet e Jeruzalem deiz ar gouel; rak int ivez a oa aet d'ar gouel.
26272  JHN 4:47  An den-mañ, o vezañ anavezet penaos Jezuz a oa deuet eus Judea da C'halilea, a yeas d'e gavout hag a bedas anezhañ da ziskenn evit yac'haat e vab, rak mont a rae da vervel.
26279  JHN 4:54  Jezuz a reas an eil mirakl-se en e zistro eus Judea da C'halilea.