23216 | MAT 1:3 | Juda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Ezrom. Ezrom a voe tad da Aram. |
23417 | MAT 8:3 | Jezuz a astennas e zorn, en stokas, hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu, e lorgnez a voe glanaet. |
23489 | MAT 10:3 | Filip ha Bartolome; Tomaz ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde; |
23636 | MAT 13:28 | Eñ a respontas dezho: Un enebour din en deus graet kement-se. Ar vevelien a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit ec'h afemp d'e dennañ? |
23669 | MAT 14:3 | Rak Herodez en devoa kaset da gemer Yann, hag en devoa e ereet ha lakaet er prizon, abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, |
23754 | MAT 16:13 | Jezuz, o vezañ deuet e douar Kezarea-Filip, a c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on, me, Mab an den? |
24013 | MAT 23:26 | Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet. |
24325 | MRK 1:41 | Jezuz, o kaout truez outañ, a astennas e zorn, en stokas, hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. |
24375 | MRK 3:18 | Andrev, Filip, Bartolome, Mazhev, Tomaz, Jakez mab Alfe, Tadde, Simon ar C'hananeat, |
24493 | MRK 6:17 | Rak Herodez en devoa kaset da gemer Yann, hag en devoa graet e eren er prizon, abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, dre m'en devoa he dimezet. |
24596 | MRK 8:27 | Jezuz a yeas, gant e ziskibien, e bourc'hioù Kezarea-Filip; ha, war an hent, e c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on-me? |
24904 | MRK 15:9 | Pilat a respontas dezho: Fellout a ra deoc'h e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien? |
25078 | LUK 2:36 | Bez' e oa ivez eno Anna ar brofedez, merc'h Fanuel, eus meuriad Aser; oadet bras e oa, hag he devoa bevet gant he fried seizh vloaz, abaoe he gwerc'hded. |
25095 | LUK 3:1 | Ar bemzekvet bloavezh eus impalaerded Tiberius Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarner Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha Trakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen, |
25113 | LUK 3:19 | Met Herodez an tetrark, o vezañ bet tamallet gant Yann diwar-benn Herodiaz, gwreg [Filip] e vreur, ha diwar-benn an holl draoù fall en devoa graet, |
25127 | LUK 3:33 | mab Aminadab, mab Aram, [mab Joram,] mab Ezrom, mab Farez, mab Juda, |
25129 | LUK 3:35 | mab Seruk, mab mab Ragav, mab Faleg, mab Eber, mab Sala, |
25189 | LUK 5:13 | Jezuz, oc'h astenn e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha kerkent al lovrentez a guitaas anezhañ. |
25229 | LUK 6:14 | Simon, ma roas an anv a Bêr dezhañ; Andrev e vreur; Jakez ha Yann; Filip ha Bartolome; |
26156 | JHN 1:43 | An deiz war-lerc'h, Jezuz a c'hoantaas mont e Galilea, hag e kavas Filip; lavarout a reas dezhañ: Heul ac'hanon. |
26157 | JHN 1:44 | Filip a oa eus Betsaida, kêr Andrev ha Pêr. |
26158 | JHN 1:45 | Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz, mab Jozef, eus Nazared. |
26159 | JHN 1:46 | Natanael a lavaras dezhañ: Hag eus Nazared e c'hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezhañ: Deus ha gwel. |
26161 | JHN 1:48 | Natanael a lavaras dezhañ: A-belec'h ec'h anavezez ac'hanon? Jezuz a respontas dezhañ: A-raok ma c'halvas Filip ac'hanout, pa oas dindan ar wezenn-fiez, e welen ac'hanout. |
26285 | JHN 5:6 | Jezuz, o welout anezhañ gourvezet hag oc'h anavezout e oa dija klañv abaoe pell amzer, a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit bezañ yac'haet? |
26318 | JHN 5:39 | Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac'hanon. |
26331 | JHN 6:5 | Jezuz eta, o vezañ savet e zaoulagad, hag o welout ul lod bras a dud o tont d'e gavout, a lavaras da Filip: Pelec'h e prenimp bara evit m'o devo an dud-mañ da zebriñ? |
26333 | JHN 6:7 | Filip a respontas dezhañ: Daou c'hant diner a vara ne vefe ket a-walc'h evit reiñ un tammig da bep hini. |
26670 | JHN 12:21 | Dont a rejont da gavout Filip eus Betsaida e Galilea; hag, o pediñ anezhañ, e lavarjont dezhañ: Aotrou, ni a garfe gwelout Jezuz. |
26671 | JHN 12:22 | Filip a zeuas hag a lavaras da Andrev, hag Andrev ha Filip en lavaras da Jezuz. |
26745 | JHN 14:8 | Filip a lavaras dezhañ: Aotrou, diskouez deomp an Tad, hag eo a-walc'h deomp. |
26746 | JHN 14:9 | Jezuz a lavaras dezhañ: Keit all a zo abaoe ma'z on ganeoc'h, ha te ne'c'h eus ket va anavezet! Filip, an hini en deus va gwelet, en deus gwelet an Tad. Penaos eta e lavarez: Diskouez deomp an Tad? |
26753 | JHN 14:16 | Ha me a bedo an Tad, hag eñ a roio deoc'h ur Frealzer all, evit chom da viken ganeoc'h, |
26763 | JHN 14:26 | Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc'h an holl draoù, hag a zegaso soñj deoc'h e kement am eus lavaret deoc'h. |
26794 | JHN 15:26 | Met pa vo deuet ar Frealzer, a zegasin deoc'h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, eñ a roio testeni ac'hanon. |
26802 | JHN 16:7 | Koulskoude, me a lavar deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit; rak ma ne dan ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d'ho kavout; met mar dan kuit, me a gaso anezhañ deoc'h. |
26893 | JHN 18:39 | Met, bez' hoc'h eus ur c'hiz en ho touez, ma laoskfen deoc'h unan bennak gant ar Pask. Fellout a ra deoc'h eta e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien? |