Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   I    February 11, 2023 at 18:07    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23215  MAT 1:2  Abraham a voe tad da Izaak. Izaak a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Juda ha d'e vreudeur.
23243  MAT 2:5  Int a lavaras dezhañ: E Betlehem Judea; rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed:
23244  MAT 2:6  Ha te, Betlehem, douar Judea, n'out ket an disterañ e-touez kêripennañ Judea; rak ac'hanout eo, e teuio ur penn a reno va fobl Israel.
23246  MAT 2:8  Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It, ha goulennit gant preder pelec'h emañ ar bugel bihan-se; ha pa ho po e gavet, roit din da anavezout, evit ma'z in me ivez d'e azeuliñ.
23258  MAT 2:20  Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, ha distro da vro-Israel, rak ar re a glaske ar bugel evit e lazhañ, a zo marv.
23259  MAT 2:21  Hemañ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel hag e vamm, hag a zeuas e bro-Israel.
23264  MAT 3:3  Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù.
23292  MAT 4:14  evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia:
23300  MAT 4:22  Int, raktal, o lezel o bag hag o zad, a heulias anezhañ.
23398  MAT 7:13  It e-barzh dre an nor strizh. Rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d'ar gollidigezh, ha kalz a dud a dremen dre eno;
23424  MAT 8:10  Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet, hag a lavaras d'ar re en heulie: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
23425  MAT 8:11  Evel-se e lavaran deoc'h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neñvoù, gant Abraham, Izaak ha Jakob,
23431  MAT 8:17  evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac'hagnoù, ha douget en deus hor c'hleñvedoù.
23446  MAT 8:32  Eñ a lavaras dezho: Kit. Int, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h; ha setu an holl vandenn en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag e varvjont en doureier.
23472  MAT 9:24  e lavaras dezho: It kuit, rak ar plac'h yaouank-mañ n'eo ket marv, met kousket a ra. Hag int a rae goap outañ
23481  MAT 9:33  Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas; hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n'eo bet gwelet kement all en Israel.
23490  MAT 10:4  Simon ar C'hananead, ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas.
23492  MAT 10:6  met, it kentoc'h etrezek deñved kollet ti Israel.
23509  MAT 10:23  Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec'hit d'un all; me a lavar deoc'h e gwirionez, n'ho po ket echuet da vont dre holl gêriIsrael, ma vo deuet Mab an den.
23532  MAT 11:4  Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh a glevit hag ar pezh a welit:
23575  MAT 12:17  evit ma vefe peurc'hraet a pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed:
23622  MAT 13:14  Evito eo peurc'hraet an diougan-mañ lavaret gant Izaia: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn, ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad, ha ne welot ket.
23709  MAT 15:7  Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret:
23726  MAT 15:24  Respont a reas hag e lavaras: N'on bet kaset nemet etrezek an deñved kollet eus ti Israel.
23733  MAT 15:31  en hevelep doare ma voe souezhet an dud pa weljont ar re vut o komz, ar re gamm o kerzhout, ar re dall o welout, ar re vac'hagnet yac'haet; hag e roent gloar da Zoue Israel.
23759  MAT 16:18  Ha me a lavar dit: Te a zo Pêr, ha war ar roc'h-mañ e savin va Iliz, ha dorilec'h ar marv ne drec'hint ket anezhi.
23813  MAT 18:17  Ma ne selaou ket anezho, lavar d'an Iliz, ha ma ne selaou ket kennebeut an Iliz, ra vo evidout evel ur pagan hag ur publikan.
23838  MAT 19:7  Int a lavaras dezhañ: Perak eta en deus Moizez lezet reiñ d'ar wreg ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit?
23859  MAT 19:28  Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez penaos, c'hwi hag hoc'h eus va heuliet, en eil c'hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c'hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.
23865  MAT 20:4  Lavarout a reas dezho: It ivez da'm gwinieg, hag e roin deoc'h ar pezh a zo reizh. Hag ez ejont.
23868  MAT 20:7  Respont a rejont dezhañ: Dre n'en deus den ebet gopret ac'hanomp. It ivez da'm gwinieg, emezañ, hag e roin deoc'h ar pezh a zo reizh.
23883  MAT 20:22  Jezuz a respontas: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ [ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti]? Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell.
23897  MAT 21:2  o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h; kavout a reot kerkent un azenez stag hag un azen yaouank ganti; distagit int, ha degasit int din.
23920  MAT 21:25  Badeziant Yann, a-belec'h e teue? Eus an neñv, pe eus an dud? Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ?
23926  MAT 21:31  Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall ho tiaraogo e rouantelezh Doue.
23950  MAT 22:9  It eta er c'hroazhentoù, ha galvit d'an eured an holl re a gavot.
23962  MAT 22:21  Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. Neuze e lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.
23973  MAT 22:32  Me eo Doue Abraham, Doue Izaak, ha Doue Jakob? Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev.
23983  MAT 22:42  o lavarout: Petra a soñjit eus ar C'hrist? Da biv eo mab? Int a lavaras dezhañ: Da Zavid.
24137  MAT 26:14  Neuze unan eus an daouzek, anvet Judaz Iskariod, a yeas da gavout ar veleien vras,
24138  MAT 26:15  hag a lavaras: Petra a roit din, ha me en lakaio etre ho taouarn? Int a reas marc'had gantañ eus tregont pezh arc'hant.
24141  MAT 26:18  Eñ a lavaras: It e kêr da gavout an den-mañ-'n den, ha lavarit dezhañ: Ar Mestr a lavar: Va amzer a zo tost; ober a rin ar Pask ez ti gant va diskibien.
24207  MAT 27:9  Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Jeremia, ar profed: Kemeret o deus an tregont pezh arc'hant, gwerzh an hini a zo bet lakaet e briz, eus an hini a zo bet lakaet e briz gant bugale Israel,
24219  MAT 27:21  Ar gouarnour, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Pehini an daou a fell deoc'h e laoskfen deoc'h? Int a lavaras: Barabbaz.
24235  MAT 27:37  Lakaat a rejont a-us d'e benn abeg e gondaonidigezh, dre ar skrid: HEMAÑ EO JEZUZ ROUE AR YUZEVIEN.
24240  MAT 27:42  Saveteet en deus ar re all, ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan! Mar deo roue Israel, ra ziskenno bremañ eus ar groaz, hag e kredimp ennañ!
24279  MAT 28:15  Int, o vezañ kemeret an arc'hant, a reas evel ma oa bet lavaret dezho. Hag ar vrud-se a zo bet en em skuilhet e-touez ar Yuzevien, betek hiziv.
24283  MAT 28:19  It eta, grit diskibien eus an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,
24365  MRK 3:8  eus Jeruzalem, eus Idumea, hag eus an tu all d'ar Jordan. Hag ar re a oa diwar-dro Tir ha Sidon, o vezañ klevet komz eus an traoù bras a reas, a zeuas e niver bras war-zu ennañ.
24376  MRK 3:19  ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas. Neuze e tistrojont d'an ti;
24514  MRK 6:38  Hag e lavaras dezho: Pet bara hoc'h eus? It, ha sellit. P'o devoe gwelet, e lavarjont: Pemp ha daou besk.
24538  MRK 7:6  Eñ a respontas dezho: Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret: Ar bobl-mañ a enor ac'hanon a vuzelloù, met o c'halonoù a zo gwall bell diouzhin.
24585  MRK 8:16  Int a soñje etrezo, o lavarout: Abalamour n'hon eus ket a vara eo.
24588  MRK 8:19  Pa dorris pemp bara evit pemp mil den, pet panerad leun a dammoù chomet a zilerc'h ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Daouzek.
24589  MRK 8:20  Ha pa dorris ar seizh bara evit ar pevar mil den, pet panerad leun a dammoù ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Seizh.
24641  MRK 9:34  Int a dave; rak en em stourmet o devoa en hent war an hini a vije ar brasañ.
24661  MRK 10:4  Int a lavaras: Moizez a lez reiñ ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit.
24694  MRK 10:37  Int a lavaras dezhañ: Ro deomp da vezañ azezet e-barzh da c'hloar, unan a-zehou dit hag egile a-gleiz.
24696  MRK 10:39  Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec'h evot an hanaf am eus da evañ, hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti;
24711  MRK 11:2  o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h; ha kerkent ha ma viot aet enni, e kavot un azen yaouank stag, ma n'eus bet c'hoazh pignet den warnañ; distagit eñ, ha degasit din.
24715  MRK 11:6  Int a respontas evel m'en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho; hag e voent lezet da vont.
24740  MRK 11:31  Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ?
24758  MRK 12:16  Hag e tegasjont dezhañ unan. Neuze e lavaras dezho: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar.
24768  MRK 12:26  Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet e levr Moizez, penaos Doue a lavaras dezhañ er vodenn loskus: Me eo Doue Abraham, Doue Izaak, ha Doue Jakob?
24771  MRK 12:29  Jezuz a respontas dezhañ: Ar c'hentañ eus an holl c'hourc'hemennoù eo: Selaou Israel, an Aotrou hon Doue eo an Aotrou hepken.
24833  MRK 14:10  Neuze Judaz Iskariod, unan eus an daouzek, a yeas da gavout ar veleien vras evit lakaat Jezuz etre o daouarn.
24836  MRK 14:13  Neuze e kasas daou eus e ziskibien hag e lavaras dezho: It e kêr, hag e kavot dirazoc'h un den o tougen ur podad dour, it war e lerc'h.
24908  MRK 15:13  Int a grias a-nevez: Ouzh ar groaz!
24921  MRK 15:26  Abeg e gondaonidigezh a oa lakaet dre ar skrid-mañ: ROUE AR YUZEVIEN.
24927  MRK 15:32  Ra ziskenno ar C'hrist, roue Israel, bremañ eus ar groaz, abalamour deomp d'e welout, ha ma kredimp! Hag ar re a oa staget ouzh ar groaz gantañ, a lavare ivez dismegañsoù dezhañ.
24950  MRK 16:8  Int a yeas kuit hag a dec'has diouzh ar bez, rak souezhet e oant ha leuniet a aon. Ne lavarjont netra da zen, rak spontet e oant.
24957  MRK 16:15  Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl, ha prezegit an Aviel da bep krouadur.
24978  LUK 1:16  distreiñ a raio kalz eus bugale Israel d'an Aotrou o Doue,
25016  LUK 1:54  Sikouret en deus Israel e servijer, o kaout soñj eus e drugarez,
25030  LUK 1:68  Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre ma'z eo deuet da welout ha da zasprenañ e bobl,
25042  LUK 1:80  Ar bugel bihan a greske hag en em greñvae er spered; hag e chomas el lec'hidistro betek an deiz ma tlee bezañ diskouezet da Israel.
25067  LUK 2:25  Bez' e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon; an den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel, hag ar Spered-Santel a oa warnañ.
25074  LUK 2:32  ar sklêrijenn a dle sklaerian holl dud, ha gloar da bobl Israel.
25076  LUK 2:34  Simeon o bennigas, hag a lavaras da Vari, e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh,
25095  LUK 3:1  Ar bemzekvet bloavezh eus impalaerded Tiberius Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarner Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha Trakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen,
25098  LUK 3:4  evel ma'z eo skrivet e levr lavariar profed Izaia: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenait e wenodennoù.
25128  LUK 3:34  mab Jakob, mab Izaak, mab Abraham, mab Tara, mab Nac'hor,
25149  LUK 4:17  Neuze e voe roet dezhañ levr ar profed Izaia, hag o vezañ displeget al levr, e kavas al lec'h ma oa skrivet ennañ:
25157  LUK 4:25  Me a lavar deoc'h e gwirionez: bez' e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz, kement ken e voe un naonegezh vras dre an holl vro.
25159  LUK 4:27  Bez' e oa ivez kalz a dud lovr en Israel en amzer Elizea ar profed; koulskoude hini anezho ne oa glanaet, nemet Naaman ar Siriad.
25226  LUK 6:11  Int a voe leuniet a fulor, hag en em guzulient war ar pezh a c'helljent ober da Jezuz.
25231  LUK 6:16  Jud kar da Jakez; ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas.
25273  LUK 7:9  Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a voe souezhet, hag, o tistreiñ, a lavaras d'ar bobl en heulie: Me a lavar deoc'h penaos ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
25286  LUK 7:22  Neuze en ur respont, e lavaras dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc'h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a vale, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'helou mat a zo prezeget d'ar beorien.
25339  LUK 8:25  Neuze e lavaras dezho: Pelec'h emañ ho feiz? Int, leuniet a zoujañs hag a spont, a lavare etrezo: Piv eta eo hemañ, a c'hourc'hemenn memes d'an aveliha d'an dour, hag e sentont outañ?
25345  LUK 8:31  Int a bede anezhañ na c'hourc'hemennje ket dezho mont en donder.
25389  LUK 9:19  Int a respontas: Darn a lavar out Yann-Vadezour; ha darn all, Elia; ha darn all, unan bennak eus ar brofeded adsavet a varv.
25435  LUK 10:3  It, setu e kasan ac'hanoc'h evel oaned e-touez bleizi.
25615  LUK 13:28  Eno e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c'hwi taolet er-maez.
25619  LUK 13:32  Eñ a lavaras dezho: It, ha lavarit d'al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaoulien hag ec'h echuan da reiñ ar yec'hed d'ar re glañv, hiziv ha warc'hoazh, ha d'an trede deiz e vo peurc'hraet ganin.
25626  LUK 14:4  Int a davas. Neuze, o kemer an hini klañv, en yac'haas hag en kasas kuit.
25733  LUK 17:13  Int, o sevel o mouezh, a grias: Jezuz, mestr, az pez truez ouzhimp!
25734  LUK 17:14  O vezañ o gwelet, e lavaras dezho: It, hag en em ziskouezit d'ar veleien. Hag e c'hoarvezas pa oant o vont kuit, e voent naetaet.
25825  LUK 19:25  Int a lavaras dezhañ: Aotrou, dija en deus dek minenn.
25830  LUK 19:30  o lavarout: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h, ha pa viot aet enni, e kavot un azenig stag, ma n'eus bet c'hoazh pignet den warnañ; distagit eñ, ha degasit din.