23217 | MAT 1:4 | Aram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Naason. Naason a voe tad da Salmon. |
23245 | MAT 2:7 | Neuze Herodez, o vezañ galvet ar majed e-kuzh, a c'houlennas gant preder diganto e pe amzer e oa en em ziskouezet ar steredenn dezho. |
23254 | MAT 2:16 | Neuze Herodez, o welout o devoa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras, hag a gasas da lazhañ an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc'h, e Betlehem hag en e vro a-bezh, hervez an amzer en devoa goulennet gant preder digant ar vajed. |
23255 | MAT 2:17 | Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Jeremia: |
23261 | MAT 2:23 | Chom a reas en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad. |
23270 | MAT 3:9 | ha na lavarit ket ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus ar vein-se bugale da Abraham. |
23274 | MAT 3:13 | Neuze, Jezuz a zeuas eus Galilea d'ar Jordan, da gavout Yann, evit bezañ badezet gantañ. |
23276 | MAT 3:15 | Jezuz, en ur respont, a lavaras dezhañ: Na harz ket-se bremañ; rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze eñ a lezas d'ober. |
23279 | MAT 4:1 | Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul. |
23283 | MAT 4:5 | Neuze an diaoul en kasas er gêr santel, a lakaas anezhañ war lein an templ, |
23285 | MAT 4:7 | Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo ivez: Na dempti ket an Aotrou da Zoue. |
23289 | MAT 4:11 | Neuze an diaoul en lezas; ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ. |
23291 | MAT 4:13 | O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek, war harzoù Zabulon ha Neftali, |
23293 | MAT 4:15 | Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro a zo war hent ar mor, en tu all d'ar Jordan, Galilea ar baganed, |
23316 | MAT 5:13 | C'hwi a zo holen an douar; met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo e roet en-dro dezhañ? N'eo mui mat, nemet da vezañ taolet er-maez, ha da vezañ mac'het gant treid an dud. |
23320 | MAT 5:17 | Na soñjit ket e vefen deuet evit diskar al lezenn pe ar brofeded; n'on ket deuet evit diskar, met evit peurober. |
23324 | MAT 5:21 | Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne lazhi ket; rak piv bennak a lazho, a vo dleet dezhañ ar varnedigezh. |
23330 | MAT 5:27 | Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret [d'ar re gozh]: Ne ri ket avoultriezh. |
23336 | MAT 5:33 | Klevet hoc'h eus c'hoazh penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne doui ket e gaou, met mirout a ri al leoù az po graet da Zoue. |
23337 | MAT 5:34 | Met me a lavar deoc'h: Na douit ket a-grenn, na dre an neñv, rak tron Doue eo, |
23339 | MAT 5:36 | Na dou ket kennebeut dre da benn, rak ne c'hellez ket ober da ur vlevenn bezañ gwenn pe du. |
23342 | MAT 5:39 | Met me a lavar deoc'h: Na enebit ket ouzh an hini drouk; d'an hini a sko ac'hanout war ar jod dehou, tro eben outañ. |
23359 | MAT 6:8 | Na vezit ket eta heñvel outo; rak ho Tad a oar petra hoc'h eus ezhomm, a-raok ma c'houlennit digantañ. |
23370 | MAT 6:19 | Na zastumit ket teñzorioù deoc'h war an douar, e-lec'h ma'z int distrujet gant ar preñved ha gant ar mergl, hag e-lec'h ma toull al laeron ha ma skrapont; |
23375 | MAT 6:24 | Den ebet ne c'hell servijañ daou vestr; rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon. |
23376 | MAT 6:25 | Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez, petra a zebrot ha petra a evot, nag evit ho korf, gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n'eo ket muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf, muioc'h eget an dilhad? |
23382 | MAT 6:31 | Na vezit ket nec'het, o lavarout: Petra a zebrimp? Petra a evimp? Gant petra en em wiskimp? |
23385 | MAT 6:34 | Na vezit ket eta nec'het gant an deiz war-lerc'h; an deiz war-lerc'h a gemero preder anezhañ e-unan. Da bep devezh eo a-walc'h e boan. |
23386 | MAT 7:1 | Na varnit ket, evit na viot ket barnet; |
23391 | MAT 7:6 | Na roit ket an traoù santel d'ar chas, ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc'h, gant aon n'o mac'hfent, hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac'hanoc'h. |
23408 | MAT 7:23 | Neuze, me a lavaro sklaer dezho: Biskoazh ne'm eus hoc'h anavezet; en em dennit diouzhin, c'hwi en em ro d'ar fallentez. |
23418 | MAT 8:4 | Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen; met kae hag en em ziskouez d'ar beleg, ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho. |
23427 | MAT 8:13 | Neuze Jezuz a lavaras d'ar c'hantener: Kae, ha ra vo graet dit hervez da feiz. Hag en eur-se memes, e vevel a voe yac'haet. |
23438 | MAT 8:24 | Neuze e savas ur barrad gwall-amzer bras war ar mor, en hevelep doare ma oa ar vag goloet gant ar c'hoummoù-mor. Hag eñ a gouske. |
23440 | MAT 8:26 | Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c'hourc'hemennas an avelioù hag ar mor, hag e voe ur sioulder bras. |
23449 | MAT 9:1 | Neuze, o vezañ aet en ur vag, e treuzas ar mor, hag e teuas en e gêr. |
23451 | MAT 9:3 | Neuze ur re eus ar skribed a soñje en o c'halonoù: Hemañ a wallgomz. |
23460 | MAT 9:12 | Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv. |
23462 | MAT 9:14 | Neuze diskibien Yann a zeuas d'e gavout, o lavarout: A-belec'h e teu, ma yun alies ar farizianed ha ni, ha da ziskibien-te ne yunont ket? |
23465 | MAT 9:17 | Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin en em skuilhfe, hag ar seier-lêr a vefe kollet; met ar gwin nevez a zle bezañ lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan. |
23477 | MAT 9:29 | Neuze e stokas ouzh o daoulagad, en ur lavarout: Ra vo graet deoc'h hervez ho feiz. |
23485 | MAT 9:37 | Neuze e lavaras d'e ziskibien: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. |
23487 | MAT 10:1 | Neuze e c'halvas e zaouzek diskibl, hag e roas dezho ar galloud da gas kuit ar speredoù hudur, ha da yac'haat pep kleñved ha pep mac'hagn. |
23491 | MAT 10:5 | Jezuz a gasas an daouzek den-se, goude bezañ roet dezho ar gourc'hemennoù war-lerc'h: N'it ket etrezek ar baganed, ha n'it ket e kêrioù ar Samaritaned; |
23495 | MAT 10:9 | Na gemerit nag aour, nag arc'hant, na moneiz en ho kouriz, |
23512 | MAT 10:26 | N'ho pet ket aon eta rak int, rak n'eus netra goloet na vo dizoloet, ha netra kuzhet na zle bezañ anavezet. |
23514 | MAT 10:28 | N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha ne c'hellont ket lazhañ an ene; doujit kentoc'h an hini a c'hell lakaat an ene hag ar c'horf er gehenn. |
23517 | MAT 10:31 | N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned. |
23520 | MAT 10:34 | Na soñjit ket e vefen deuet da zegas ar peoc'h war an douar; n'on ket deuet da zegas ar peoc'h, met ar c'hleze. |
23545 | MAT 11:17 | o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt, ha n'hoc'h eus ket dañset; ni hon eus kanet hirvoudoù deoc'h, ha n'hoc'h eus ket douget kañv. |
23548 | MAT 11:20 | Neuze en em lakaas d'ober rebechoù d'ar c'hêrioù en devoa graet enno an darn vuiañ eus e virakloù, abalamour ma n'o devoa ket bet keuz. |
23561 | MAT 12:3 | Eñ a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David, p'en devoa naon, eñ hag ar re a oa gantañ? |
23571 | MAT 12:13 | Neuze e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ, hag e teuas yac'h evel egile. |
23580 | MAT 12:22 | Neuze e voe degaset dezhañ un den dalc'het gant un diaoul, dall ha mut, hag e yac'haas anezhañ, en hevelep doare ma komze ha ma wele. |
23596 | MAT 12:38 | Neuze ur re bennak eus ar skribed hag eus ar farizianed a gemeras ar gomz hag a lavaras: Mestr, ni hor befe c'hoant da welout ur mirakl graet ganit. |
23599 | MAT 12:41 | Tud Niniv a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour m'o deus keuz dre brezegenn Jona, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Jona. |
23603 | MAT 12:45 | Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, hag ez eont hag e chomont ennañ; ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ. Evel-se e c'hoarvezo gant ar rummad fall-mañ. |
23637 | MAT 13:29 | Nann, emezañ dezho, gant aon o tennañ an dreog, na ziwriziennfec'h ivez an ed. |
23644 | MAT 13:36 | Neuze Jezuz, o vezañ kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park. |
23651 | MAT 13:43 | Neuze an dud reizh a lugerno evel an heol e rouantelezh o Zad. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout. |
23666 | MAT 13:58 | Ne reas ket kalz a virakloù el lec'h-se, abalamour d'o diskredoni. |
23670 | MAT 14:4 | rak Yann a lavare dezhañ: N'eo ket aotreet dit he c'haout evit gwreg. |
23680 | MAT 14:14 | Neuze Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud; truez en devoe outo, hag e yac'haas o c'hlañvourien. |
23682 | MAT 14:16 | Jezuz a lavaras dezho: N'o deus ket ezhomm da vont kuit, roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. |
23683 | MAT 14:17 | Lavarout a rejont dezhañ: N'hon eus amañ nemet pemp bara ha daou besk. |
23685 | MAT 14:19 | Ober a reas d'ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e rentas grasoù. Neuze e torras ar baraoù, hag e roas anezho d'e ziskibien, evit m'o rojent d'ar bobl. |
23703 | MAT 15:1 | Neuze skribed ha farizianed a zeuas eus Jeruzalem da gavout Jezuz, hag a lavaras dezhañ: |
23712 | MAT 15:10 | Neuze, o vezañ galvet ar bobl, e lavaras dezho: Selaouit, ha komprenit. |
23713 | MAT 15:11 | N'eo ket ar pezh a ya er genou a hudura an den, met ar pezh a zeu er-maez eus ar genou eo, a hudura an den. |
23714 | MAT 15:12 | Neuze e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Gouzout a rez penaos ar farizianed, o klevout ar pezh ac'h eus lavaret, o deus kavet tamall ennañ? |
23719 | MAT 15:17 | Ne gomprenit ket penaos kement a ya er genou, a ziskenn er c'hof, hag a vez taolet el lec'h distro? |
23726 | MAT 15:24 | Respont a reas hag e lavaras: N'on bet kaset nemet etrezek an deñved kollet eus ti Israel. |
23728 | MAT 15:26 | Respont a reas: N'eo ket mat kemer bara ar vugale, hag e deurel d'ar chas bihan. |
23730 | MAT 15:28 | Neuze Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c'hoantaez. Hag en eur-se memes, he merc'h a voe yac'haet. |
23732 | MAT 15:30 | Neuze ul lod bras a dud a dostaas outañ, ha ganto re gamm, re dall, re vut, re vac'hagnet, ha kalz a re glañv, hag e lakajont anezho ouzh e dreid; eñ o yac'haas, |
23734 | MAT 15:32 | Jezuz, o vezañ galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh ar bobl-mañ; rak tri deiz a zo emaint em c'hichen, ha n'o deus netra da zebriñ. Ne fell ket din o c'has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent. |
23737 | MAT 15:35 | Neuze e reas d'ar bobl azezañ war an douar; |
23753 | MAT 16:12 | Neuze e komprenjont penaos n'en devoa ket lavaret: En em virit eus goell ar bara, met eus kelennadurezh ar farizianed hag ar sadukeiz. |
23761 | MAT 16:20 | Neuze e tifennas gwall start outo lavarout da zen e oa eñ ar C'hrist. |
23765 | MAT 16:24 | Neuze Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon. |
23778 | MAT 17:9 | Evel ma tiskennent eus ar menez, Jezuz a roas dezho ar gourc'hemenn-mañ: Na gomzit da zen eus ar welidigezh-mañ, ken na vo adsavet Mab an den a-douez ar re varv. |
23782 | MAT 17:13 | Neuze an diskibien a gomprenas e komze outo diwar-benn Yann-Vadezour. |
23788 | MAT 17:19 | Neuze an diskibien a dostaas ouzh Jezuz hag a lavaras dezhañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit an diaoul-se? |
23817 | MAT 18:21 | Neuze Pêr a dostaas outañ hag a lavaras: Aotrou, pet gwech e pardonin da'm breur pa bec'ho em enep? Bez' e vo betek seizh gwech? |
23818 | MAT 18:22 | Jezuz a lavaras dezhañ: Ne lavaran ket dit betek seizh gwech, met betek seizh gwech dek ha tri-ugent. |
23828 | MAT 18:32 | Neuze ar mestr a reas gervel ar servijer-se hag a lavaras dezhañ: Servijer drouk, pardonet em boa dit da holl zle dre ma ez poa va fedet; |
23844 | MAT 19:13 | Neuze e voe degaset dezhañ bugale vihan, evit ma lakaje e zaouarn warno, ha ma pedje evito. Met an diskibien o fellae. |
23849 | MAT 19:18 | Jezuz a respontas: Ne lazhi ket; Ne ri ket avoultriezh; Ne laeri ket; Ne lavari ket a falstesteni; |
23881 | MAT 20:20 | Neuze mamm mibien Zebedea a dostaas ouzh Jezuz [gant he mibien], hag en em stouas evit ober ur goulenn digantañ. |
23883 | MAT 20:22 | Jezuz a respontas: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ [ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti]? Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell. |
23887 | MAT 20:26 | Ne vo ket evel-se en ho touez; met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer. |
23906 | MAT 21:11 | Ar bobl a respontas: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea. |
23922 | MAT 21:27 | Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Hag eñ a lavaras dezho d'e dro: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. |
23924 | MAT 21:29 | Eñ a respontas: Ne din ket. Goude-se, e teuas keuz dezhañ, hag ez eas. |
23949 | MAT 22:8 | Neuze e lavaras d'e vevelien: An eured a zo prest, met ar re a oa bet pedet dezhi ne oant ket din anezhi. |