Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   Y    February 11, 2023 at 18:07    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23240  MAT 2:2  Pelec'h emañ an hini a zo ganet da roue d'ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol, ha deuet omp d'e azeuliñ.
23262  MAT 3:1  En deizioù-se, e teuas Yann-Vadezour o prezeg e lec'h distro Judea, hag o lavarout:
23265  MAT 3:4  Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
23274  MAT 3:13  Neuze, Jezuz a zeuas eus Galilea d'ar Jordan, da gavout Yann, evit bezañ badezet gantañ.
23275  MAT 3:14  Met Yann ne felle ket dezhañ e ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da'm c'havout?
23290  MAT 4:12  Met pa glevas Jezuz e oa bet lakaet Yann er prizon, en em dennas e Galilea.
23299  MAT 4:21  Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho.
23462  MAT 9:14  Neuze diskibien Yann a zeuas d'e gavout, o lavarout: A-belec'h e teu, ma yun alies ar farizianed ha ni, ha da ziskibien-te ne yunont ket?
23476  MAT 9:28  Pa voe deuet en ti, an dud dall-mañ a zeuas d'e gavout; eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi a gred e c'hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo.
23488  MAT 10:2  Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur;
23530  MAT 11:2  Yann, o vezañ klevet en e brizon komz diwar-benn oberoù ar C'hrist, a gasas [daou eus] e ziskibien da lavarout dezhañ:
23532  MAT 11:4  Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh a glevit hag ar pezh a welit:
23535  MAT 11:7  Evel ma'z aent kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel?
23537  MAT 11:9  Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed.
23539  MAT 11:11  Me a lavar deoc'h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus bet savet hini brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù a zo brasoc'h egetañ.
23540  MAT 11:12  Adalek amzer Yann betek vremañ, rouantelezh an neñvoù a zo kemeret dre nerzh, hag ar re daer eo he c'hemer.
23541  MAT 11:13  Rak an holl brofeded hag al lezenn o deus diouganet betek Yann;
23546  MAT 11:18  Rak Yann a zo deuet, hep debriñ nag evañ, hag e lavaront: Un diaoul a zo ennañ.
23554  MAT 11:26  Ya, o Tad, da veuliñ a ran dre ma ec'h eus c'hoantaet evel-se.
23659  MAT 13:51  Ha komprenet mat hoc'h eus an holl draoù-se? Ya, a respontjont.
23668  MAT 14:2  Yann-Vadezour eo! Adsavet eo a-douez ar re varv, ha dre-se eo en em ra mirakloù drezañ.
23669  MAT 14:3  Rak Herodez en devoa kaset da gemer Yann, hag en devoa e ereet ha lakaet er prizon, abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur,
23670  MAT 14:4  rak Yann a lavare dezhañ: N'eo ket aotreet dit he c'haout evit gwreg.
23671  MAT 14:5  C'hoant en devoa d'e lakaat da vervel, met aon en devoa rak ar bobl, dre ma oa kemeret Yann ganto evit ur profed.
23674  MAT 14:8  Aliet gant he mamm, e lavaras: Ro din amañ, war ur plad, penn Yann-Vadezour.
23676  MAT 14:10  hag e kasas da zibennañ Yann er prizon.
23678  MAT 14:12  Diskibien Yann a zeuas hag a gemeras e gorf, hag e sebeilhjont anezhañ.; hag ez ejont d'e lavarout da Jezuz.
23755  MAT 16:14  Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; darn all, Jeremia, pe unan ar brofeded.
23770  MAT 17:1  C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez, ha Yann e vreur, hag o c'hasas a-du war ur menez uhel;
23782  MAT 17:13  Neuze an diskibien a gomprenas e komze outo diwar-benn Yann-Vadezour.
23794  MAT 17:25  Ya, emezañ. Pa voe aet en ti, Jezuz a ziarbennas anezhañ hag a lavaras: Petra a gav dit Simon? Digant piv e kemer, rouaned an douar, an truajoù pe ar gwirioù? Digant o mibien, pe digant an diavaezidi?
23911  MAT 21:16  a lavaras dezhañ: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho, ha n'hoc'h eus biskoazh lennet ar c'homzoù-mañ: Tennet ec'h eus meuleudi eus genou ar vugale hag ar re a zo ouzh ar vronn?
23920  MAT 21:25  Badeziant Yann, a-belec'h e teue? Eus an neñv, pe eus an dud? Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ?
23921  MAT 21:26  Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed.
23927  MAT 21:32  Rak Yann a zo deuet d'ho kavout dre hent ar reizhder, ha n'hoc'h eus ket kredet ennañ. Met ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall o deus kredet ennañ. Ha c'hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n'hoc'h eus ket bet keuz evit krediñ ennañ.
24209  MAT 27:11  Jezuz a voe lakaet dirak ar gouarnour; ar gouarnour a reas ar goulenn-mañ outañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
24227  MAT 27:29  O vezañ gweet ur gurunenn spern, e lakajont anezhi war e benn, gant ur gorzenn en e zorn dehou, hag o plegañ o glin dirazañ, e raent goap anezhañ, o lavarout: Me a salud ac'hanout, roue ar Yuzevien.
24235  MAT 27:37  Lakaat a rejont a-us d'e benn abeg e gondaonidigezh, dre ar skrid: HEMAÑ EO JEZUZ ROUE AR YUZEVIEN.
24279  MAT 28:15  Int, o vezañ kemeret an arc'hant, a reas evel ma oa bet lavaret dezho. Hag ar vrud-se a zo bet en em skuilhet e-touez ar Yuzevien, betek hiziv.
24288  MRK 1:4  Yann a zeuas o badeziñ el lec'h distro, hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù.
24290  MRK 1:6  Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
24293  MRK 1:9  Erruout a reas, en amzer-se, ma teuas Jezuz eus Nazared e Galilea, hag e voe badezet gant Yann er Jordan.
24298  MRK 1:14  Met goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a yeas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue,
24303  MRK 1:19  Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas en ur vag Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, o fichañ o rouedoù.
24313  MRK 1:29  Kerkent goude, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev.
24347  MRK 2:18  Diskibien Yann ha re ar farizianed a yune alies, hag e teujont hag e lavarjont dezhañ: A-belec'h e teu, ma yun diskibien Yann ha re ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket?
24374  MRK 3:17  Jakez mab Zebedea, ha Yann breur Jakez, ma roas an anv a Voanergez dezho, da lavarout eo, mibien ar c'hurun;
24470  MRK 5:37  Ha ne lezas den da heuliañ anezhañ, nemet Pêr, Jakez, ha Yann, breur Jakez.
24490  MRK 6:14  Ar roue Herodez a glevas komz eus Jezuz, rak e anv a oa dija brudet bras; hag e lavaras: Ar Yann-se, an hini a vadeze, a zo adsavet a-douez ar re varv; setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ.
24492  MRK 6:16  Herodez eta, o klevout kement-se, a lavaras: Yann eo, an hini am eus graet dibennañ; adsavet eo a varv.
24493  MRK 6:17  Rak Herodez en devoa kaset da gemer Yann, hag en devoa graet e eren er prizon, abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, dre m'en devoa he dimezet.
24494  MRK 6:18  Ha Yann a lavare da Herodez: N'eo ket grataet dit kaout gwreg da vreur.
24496  MRK 6:20  rak Herodez a zouje Yann, oc'h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel; prederius e oa en e geñver; ober a rae memes kalz a draoù eus e alioù, hag en selaoue gant plijadur.
24500  MRK 6:24  O vezañ aet er-maez, hi a lavaras d'he mamm: Petra a c'houlennin? Hag he mamm a lavaras dezhi: Penn Yann-Vadezour.
24501  MRK 6:25  Hag o vezañ deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn, hag e lavaras: C'hoantaat a ran e rofes din, war ur plad, raktal, penn Yann-Vadezour.
24503  MRK 6:27  Hag e kasas raktal unan eus e warded, hag e c'hourc'hemennas dezhañ degas penn Yann. Ar gward a yeas hag a droc'has e benn er prizon,
24505  MRK 6:29  Diskibien Yann o vezañ klevet kement-se, a zeuas hag a gemeras e gorf, hag e lakajont anezhañ en ur bez.
24535  MRK 7:3  (Rak ar farizianed hag an holl Yuzevien ne zebront ket hep gwalc'hiñ o daouarn betek an ilin, o terc'hel hengoun ar re gozh;
24597  MRK 8:28  Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; ha darn all, unan ar brofeded.
24609  MRK 9:2  C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag o c'hasas o-unan a-du war ur menez uhel; hag e voe treuzneuziet dirazo.
24645  MRK 9:38  Neuze Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, ni hon eus gwelet unan o kas kuit an diaoulien ez anv, hag hon eus difennet-se outañ, abalamour na heul ket ac'hanomp.
24692  MRK 10:35  Neuze Jakez ha Yann, mibien Zebedea, a zeuas hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a garfe e rafes deomp ar pezh a c'houlennimp ouzhit.
24698  MRK 10:41  An dek all o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep Jakez ha Yann.
24739  MRK 11:30  Badeziant Yann, ha dont a rae eus an neñv pe eus an dud? Respontit din.
24741  MRK 11:32  Ha mar lavaromp: Eus an dud ... Aon o devoa rak ar bobl; an holl a grede e oa Yann ur gwir brofed.
24789  MRK 13:3  Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a reas a-du ar goulenn-mañ outañ:
24856  MRK 14:33  Kemer a reas gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag e voe leuniet a aon hag a anken.
24897  MRK 15:2  Pilat a c'houlennas outañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
24904  MRK 15:9  Pilat a respontas dezho: Fellout a ra deoc'h e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien?
24907  MRK 15:12  Pilat, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen eta eus an hini e c'halvit roue ar Yuzevien?
24913  MRK 15:18  Neuze en em lakajont d'e saludiñ, o lavarout: Salud, roue ar Yuzevien!
24921  MRK 15:26  Abeg e gondaonidigezh a oa lakaet dre ar skrid-mañ: ROUE AR YUZEVIEN.
24935  MRK 15:40  Bez' e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, ha Mari mamm da Jakez ar Yaouankañ ha da Jozef, ha Salome,
24975  LUK 1:13  Met an ael a lavaras dezhañ: Zakaria, na'z pez ket aon, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elizabed a c'hano dit ur mab, hag e roi dezhañ an anv a Yann.
25022  LUK 1:60  Met e vamm, o kemer ar gomz, a lavaras: Nann, met Yann e vo galvet.
25025  LUK 1:63  Zakaria, o vezañ goulennet taolennoùigoù, a skrivas ar gerioù-mañ: Yann eo e anv. Hag an holl a voe souezhet.
25096  LUK 3:2  dindan belegiezh veur Annaz ha Kaifaz, ger Doue a voe kaset da Yann, mab Zakaria, el lec'h distro.
25097  LUK 3:3  Yann a zeuas en holl vro war-dro ar Jordan, o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù,
25109  LUK 3:15  Evel ma oa ar bobl o c'hortoz, ha ma c'houlenne an holl en o c'halon hag eñ ne oa ket Yann ar C'hrist,
25110  LUK 3:16  Yann en em lakaas da lavarout d'an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
25113  LUK 3:19  Met Herodez an tetrark, o vezañ bet tamallet gant Yann diwar-benn Herodiaz, gwreg [Filip] e vreur, ha diwar-benn an holl draoù fall en devoa graet,
25114  LUK 3:20  a reas goude an holl draoù fall all, an hini da lakaat Yann er prizon.
25186  LUK 5:10  kenkoulz evel e Jakez ha Yann, mibien Zebedea, kenvreudeur da Simon. Neuze Jezuz a lavaras da Simon: Na'z pez ket aon, a-vremañ e vi pesketaer tud.
25209  LUK 5:33  Lavarout a rejont ivez dezhañ: Perak e yun alies diskibien Yann hag e reont pedennoù, kenkoulz evel re ar farizianed, e-lec'h da re-te a zebr hag a ev?
25229  LUK 6:14  Simon, ma roas an anv a Bêr dezhañ; Andrev e vreur; Jakez ha Yann; Filip ha Bartolome;
25267  LUK 7:3  Ar c'hantener, o vezañ klevet komz diwar-benn Jezuz, a gasas d'e gavout henaourien eus ar Yuzevien, da bediñ anezhañ da zont da yac'haat e servijer.
25282  LUK 7:18  An holl draoù-mañ a voe lavaret da Yann gant e ziskibien.
25283  LUK 7:19  Yann a c'halvas daou eus e ziskibien hag o c'hasas da gavout Jezuz evit lavarout dezhañ: Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all?
25284  LUK 7:20  An dud-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a lavaras dezhañ: Yann-Vadezour en deus hon degaset da'z kavout evit lavarout dit: Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all?
25286  LUK 7:22  Neuze en ur respont, e lavaras dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc'h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a vale, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'helou mat a zo prezeget d'ar beorien.
25288  LUK 7:24  Ar re en devoa Yann degaset o vezañ aet kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel?
25290  LUK 7:26  Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed.
25292  LUK 7:28  Me a lavar deoc'h penaos e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus profed ebet brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihanañ e rouantelezh Doue a zo brasoc'h egetañ.
25293  LUK 7:29  An holl dud o deus e glevet, hag ar bublikaned ivez; disklêriet o deus reizhder Doue o vezañ bet badezet gant badeziant Yann.
25297  LUK 7:33  Rak Yann-Vadezour a zo deuet, hep debriñ bara, hag hep evañ gwin, hag e lavarit: Un diaoul a zo ennañ.
25365  LUK 8:51  Pa voe deuet en ti, ne lezas den da vont e-barzh, nemet Pêr, Yann ha Jakez, ha tad ha mamm ar plac'hig.
25377  LUK 9:7  Koulskoude, Herodez an tetrark a glevas komz eus kement holl a rae Jezuz, ha ne ouie petra da soñjal, abalamour darn a lavare e oa Yann adsavet a-douez ar re varv,
25379  LUK 9:9  Herodez a lavare: Graet em eus troc'hañ e benn da Yann; met piv eo hemañ a glevan an hevelep traoù diwar e benn? Hag e c'hoantae gwelout anezhañ.
25389  LUK 9:19  Int a respontas: Darn a lavar out Yann-Vadezour; ha darn all, Elia; ha darn all, unan bennak eus ar brofeded adsavet a varv.
25398  LUK 9:28  War-dro eizh devezh goude ar c'homzoù-se, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Yann ha Jakez, hag a bignas war ur menez evit pediñ.