| 23214 | MAT 1:1 | Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham. |
| 23215 | MAT 1:2 | Abraham a voe tad da Izaak. Izaak a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Juda ha d'e vreudeur. |
| 23216 | MAT 1:3 | Juda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Ezrom. Ezrom a voe tad da Aram. |
| 23217 | MAT 1:4 | Aram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Naason. Naason a voe tad da Salmon. |
| 23218 | MAT 1:5 | Salmon, eus Rahab, a voe tad da Vooz. Booz, eus Rut, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese. |
| 23219 | MAT 1:6 | Jese a voe tad d'ar roue David. Ar roue David a voe tad da Salomon, eus an hini a oa bet gwreg da Uri. |
| 23220 | MAT 1:7 | Salomon a voe tad da Roboam. Roboam a voe tad da Abia. Abia a voe tad da Asa. |
| 23221 | MAT 1:8 | Asa a voe tad da Jozafat. Jozafat a voe tad da Joram. Joram a voe tad da Ozia. |
| 23222 | MAT 1:9 | Ozia a voe tad da Joatam. Joatam a voe tad da Achaz. Achaz a voe tad da Ezekia. |
| 23223 | MAT 1:10 | Ezekia a voe tad da Vanase. Manase a voe tad da Amon. Amon a voe tad da Jozia. |
| 23224 | MAT 1:11 | Jozia a voe tad da Jekonia ha d'e vreudeur, da vare an ermaeziadeg e Babilon. |
| 23225 | MAT 1:12 | Ha goude ma voent bet kaset da Vabilon, Jekonia a voe tad da Salatiel. Salatiel a voe tad da Zorobabel. |
| 23226 | MAT 1:13 | Zorobabel a voe tad da Abiud. Abiud a voe tad da Eliakim. Eliakim a voe tad da Azor. |
| 23227 | MAT 1:14 | Azor a voe tad da Sadok. Sadok a voe tad da Achim. Achim a voe tad da Eliud. |
| 23228 | MAT 1:15 | Eliud a voe tad da Eleazar. Eleazar a voe tad da Vatan. Vatan a voe tad da Jakob. |
| 23229 | MAT 1:16 | Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, ma'z eo bet ganet anezhi Jezuz, galvet Krist. |
| 23230 | MAT 1:17 | Bez' ez eus eta en holl: eus Abraham betek David, pevarzek rummad; eus David betek an ermaeziadeg e Babilon, pevarzek rummad; hag eus an ermaeziadeg e Babilon betek ar C'hrist, pevarzek rummad. |
| 23231 | MAT 1:18 | Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn. Goude ma oa prometet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel. |
| 23232 | MAT 1:19 | Jozef, he fried, a oa un den reizh ha ne felle ket dezhañ he mezhekaat; c'hoantaat a reas he c'has kuit e-kuzh. |
| 23233 | MAT 1:20 | Evel ma soñje kement-se, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ, dre e gousk, o lavarout: Jozef, mab David, na'z pez ket aon da gemer ganit Mari, da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel, |