Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   f    February 11, 2023 at 18:07    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23221  MAT 1:8  Asa a voe tad da Jozafat. Jozafat a voe tad da Joram. Joram a voe tad da Ozia.
23229  MAT 1:16  Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, ma'z eo bet ganet anezhi Jezuz, galvet Krist.
23231  MAT 1:18  Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn. Goude ma oa prometet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel.
23232  MAT 1:19  Jozef, he fried, a oa un den reizh ha ne felle ket dezhañ he mezhekaat; c'hoantaat a reas he c'has kuit e-kuzh.
23233  MAT 1:20  Evel ma soñje kement-se, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ, dre e gousk, o lavarout: Jozef, mab David, na'z pez ket aon da gemer ganit Mari, da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel,
23235  MAT 1:22  Kement-se holl a c'hoarvezas, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre gomz ar profed:
23237  MAT 1:24  Jozef, o vezañ dihunet eus e gousk, a reas ar pezh en devoa ael an Aotrou gourc'hemennet dezhañ, hag e kemeras e wreg gantañ.
23243  MAT 2:5  Int a lavaras dezhañ: E Betlehem Judea; rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed:
23244  MAT 2:6  Ha te, Betlehem, douar Judea, n'out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Judea; rak ac'hanout eo, e teuio ur penn a reno va fobl Israel.
23249  MAT 2:11  O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ec'h azeuljont anezhañ; ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.
23251  MAT 2:13  Goude ma oant aet kuit, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef, dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel hag e vamm, tec'h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit; rak Herodez a glasko ar bugel evit e lakaat d'ar marv.
23253  MAT 2:15  Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc'hraet ar pezh en devoa an Aotrou lavaret dre ar profed: Galvet em eus va mab eus Ejipt.
23255  MAT 2:17  Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Jeremia:
23256  MAT 2:18  Garmoù a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù, gouelvan ha klemmvanoù bras: Rachel o ouelañ he bugale; ne fellas ket dezhi bezañ dic'hlac'haret, abalamour n'emaint mui.
23257  MAT 2:19  Goude marv Herodez, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt, dre un huñvre, o lavarout:
23261  MAT 2:23  Chom a reas en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.
23264  MAT 3:3  Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù.
23267  MAT 3:6  hag, oc'h anzav o fec'hedoù, e oant badezet gantañ er stêr Jordan.
23268  MAT 3:7  Eñ eta, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d'e vadeziant, a lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc'h tec'hel diouzh ar gounnar da zont?
23269  MAT 3:8  Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh,
23271  MAT 3:10  Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan.
23275  MAT 3:14  Met Yann ne felle ket dezhañ e ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da'm c'havout?
23284  MAT 4:6  hag a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol d'an traoñ, rak skrivet eo: Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit, ha: dougen a raint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.
23291  MAT 4:13  O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek, war harzoù Zabulon ha Neftali,
23292  MAT 4:14  evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia:
23293  MAT 4:15  Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro a zo war hent ar mor, en tu all d'ar Jordan, Galilea ar baganed,
23299  MAT 4:21  Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho.
23307  MAT 5:4  Eürus ar re a zo er glac'har, rak int a vo frealzet!
23315  MAT 5:12  En em laouenait, ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded hag a zo bet araozoc'h.
23320  MAT 5:17  Na soñjit ket e vefen deuet evit diskar al lezenn pe ar brofeded; n'on ket deuet evit diskar, met evit peurober.
23323  MAT 5:20  Rak, me a lavar deoc'h, ma ne da ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n'antreot ket e rouantelezh an neñvoù.
23325  MAT 5:22  Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur [hep abeg], a vo dleet dezhañ ar varnedigezh; an hini a lavaro d'e vreur: Raka! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant ar sanedrin; hag an hini a lavaro d'e vreur: Diskiant! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant tan ar gehenn.
23326  MAT 5:23  Mar degasez eta da brof d'an aoter, hag e teu soñj dit eno en deus da vreur un dra bennak en da enep,
23327  MAT 5:24  lez eno da brof dirak an aoter, ha kae da gentañ d'en em unvaniñ gant da vreur; ha, goude-se, deus, ha kinnig da brof.
23328  MAT 5:25  En em laka a-unvan hep dale gant da enebour, e-pad ma'z emaout en hent gantañ, gant aon na lakafe ac'hanout etre daouarn ar barner, ha na rafe ar barner da reiñ da ofiser ar justis, ha na vefes lakaet er prizon.
23332  MAT 5:29  Ma ra da lagad dehou lakaat ac'hanout da gouezhañ, diframm anezhañ, ha taol anezhañ pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.
23333  MAT 5:30  Ha ma ra da zorn dehou lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ, ha taol anezhañ pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.
23335  MAT 5:32  Met me a lavar deoc'h, piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, a laka anezhi da vezañ avoultrerez, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh.
23343  MAT 5:40  Mar fell da unan bennak prosezañ ouzhit ha kemer da vantell, laosk ivez gantañ da doneg.
23344  MAT 5:41  Mar fell da unan bennak ober dit mont gantañ e-pad ur mil, gra daou vil gantañ.
23345  MAT 5:42  Ro d'an neb a c'houlenn ouzhit, ha na zistro ket diouzh an hini a fell dezhañ amprestañ diganit.
23348  MAT 5:45  evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù; rak eñ a ra d'e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re direizh.
23351  MAT 5:48  Bezit eta parfet, evel ma'z eo parfet ho Tad a zo en neñvoù.
23352  MAT 6:1  Lakait evezh na rafec'h ho madoberoù dirak an dud, evit bezañ gwelet ganto; rak n'ho po ket a c'hopr digant ho Tad a zo en neñvoù.
23373  MAT 6:22  Al lagad eo lamp ar c'horf; mar deo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo sklêrijennet;
23374  MAT 6:23  met mar deo fall da lagad, da holl gorf a vo en deñvalijenn. Mar deo eta teñval ar sklêrijenn a zo ennout, pegen bras e vo an deñvalijenn-se!
23376  MAT 6:25  Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez, petra a zebrot ha petra a evot, nag evit ho korf, gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n'eo ket muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf, muioc'h eget an dilhad?
23381  MAT 6:30  Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h, tud a nebeud a feiz?
23391  MAT 7:6  Na roit ket an traoù santel d'ar chas, ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc'h, gant aon n'o mac'hfent, hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac'hanoc'h.
23396  MAT 7:11  Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d'ar re o goulenn digantañ!
23397  MAT 7:12  Kement tra a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez anezhañ dezho; rak-se eo al lezenn hag ar brofeded.
23398  MAT 7:13  It e-barzh dre an nor strizh. Rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d'ar gollidigezh, ha kalz a dud a dremen dre eno;
23400  MAT 7:15  Diwallit diouzh ar fals-profeded, a zeu d'ho kavout gwisket e deñved, hag a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.
23401  MAT 7:16  O anavezout a reot diouzh o frouezh. Ha dastum a reer rezin diwar spern, pe fiez diwar askol?
23402  MAT 7:17  Evel-se, pep gwezenn vat a zoug frouezh mat, ha pep gwezenn fall a zoug frouezh fall.
23403  MAT 7:18  Ur wezenn vat ne c'hell ket dougen frouezh fall, hag ur wezenn fall ne c'hell ket dougen frouezh mat.
23404  MAT 7:19  Pep gwezenn na zoug ket frouezh mat, a zo troc'het ha taolet en tan.
23405  MAT 7:20  O anavezout a reot eta diouzh o frouezh.
23407  MAT 7:22  Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n'hon eus ket profedet ez anv? Ha n'hon eus ket kaset kuit an diaoulien ez anv? Ha n'hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv?
23408  MAT 7:23  Neuze, me a lavaro sklaer dezho: Biskoazh ne'm eus hoc'h anavezet; en em dennit diouzhin, c'hwi en em ro d'ar fallentez.
23409  MAT 7:24  An hini eta a glev ar c'homzoù-mañ a lavaran, hag a sent outo, a vo heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc'h.
23416  MAT 8:2  Ha setu, un den lovr a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat.
23418  MAT 8:4  Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen; met kae hag en em ziskouez d'ar beleg, ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
23419  MAT 8:5  Pa voe antreet Jezuz e Kafarnaoum, ur c'hantener a zeuas d'e gavout,
23422  MAT 8:8  Ar c'hantener a respontas: Aotrou, n'on ket din e teufes dindan va zoenn; met lavar ur ger hepken, ha va mevel a vo yac'haet.
23424  MAT 8:10  Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet, hag a lavaras d'ar re en heulie: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
23427  MAT 8:13  Neuze Jezuz a lavaras d'ar c'hantener: Kae, ha ra vo graet dit hervez da feiz. Hag en eur-se memes, e vevel a voe yac'haet.
23431  MAT 8:17  evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac'hagnoù, ha douget en deus hor c'hleñvedoù.
23440  MAT 8:26  Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c'hourc'hemennas an avelioù hag ar mor, hag e voe ur sioulder bras.
23450  MAT 9:2  Ha setu e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Va mab, kemer fiziañs, da bec'hedoù a zo pardonet dit.
23452  MAT 9:4  Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc'h eus soñjoù fall en ho kalonoù?
23458  MAT 9:10  Jezuz o vezañ ouzh taol en ti, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien.
23459  MAT 9:11  Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr ho mestr gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
23461  MAT 9:13  Met it, ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c'homzoù-mañ: Trugarez a fell din, ha neket aberzhoù, rak n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien.
23462  MAT 9:14  Neuze diskibien Yann a zeuas d'e gavout, o lavarout: A-belec'h e teu, ma yun alies ar farizianed ha ni, ha da ziskibien-te ne yunont ket?
23464  MAT 9:16  Den ne laka un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, rak diframmañ a rafe an dilhad, hag ar rog a vefe brasoc'h.
23465  MAT 9:17  Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin en em skuilhfe, hag ar seier-lêr a vefe kollet; met ar gwin nevez a zle bezañ lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan.