Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   m    February 11, 2023 at 18:07    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23214  MAT 1:1  Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham.
23215  MAT 1:2  Abraham a voe tad da Izaak. Izaak a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Juda ha d'e vreudeur.
23216  MAT 1:3  Juda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Ezrom. Ezrom a voe tad da Aram.
23217  MAT 1:4  Aram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Naason. Naason a voe tad da Salmon.
23218  MAT 1:5  Salmon, eus Rahab, a voe tad da Vooz. Booz, eus Rut, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.
23219  MAT 1:6  Jese a voe tad d'ar roue David. Ar roue David a voe tad da Salomon, eus an hini a oa bet gwreg da Uri.
23220  MAT 1:7  Salomon a voe tad da Roboam. Roboam a voe tad da Abia. Abia a voe tad da Asa.
23221  MAT 1:8  Asa a voe tad da Jozafat. Jozafat a voe tad da Joram. Joram a voe tad da Ozia.
23222  MAT 1:9  Ozia a voe tad da Joatam. Joatam a voe tad da Achaz. Achaz a voe tad da Ezekia.
23223  MAT 1:10  Ezekia a voe tad da Vanase. Manase a voe tad da Amon. Amon a voe tad da Jozia.
23224  MAT 1:11  Jozia a voe tad da Jekonia ha d'e vreudeur, da vare an ermaeziadeg e Babilon.
23225  MAT 1:12  Ha goude ma voent bet kaset da Vabilon, Jekonia a voe tad da Salatiel. Salatiel a voe tad da Zorobabel.
23226  MAT 1:13  Zorobabel a voe tad da Abiud. Abiud a voe tad da Eliakim. Eliakim a voe tad da Azor.
23227  MAT 1:14  Azor a voe tad da Sadok. Sadok a voe tad da Achim. Achim a voe tad da Eliud.
23229  MAT 1:16  Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, ma'z eo bet ganet anezhi Jezuz, galvet Krist.
23230  MAT 1:17  Bez' ez eus eta en holl: eus Abraham betek David, pevarzek rummad; eus David betek an ermaeziadeg e Babilon, pevarzek rummad; hag eus an ermaeziadeg e Babilon betek ar C'hrist, pevarzek rummad.
23231  MAT 1:18  Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn. Goude ma oa prometet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel.
23232  MAT 1:19  Jozef, he fried, a oa un den reizh ha ne felle ket dezhañ he mezhekaat; c'hoantaat a reas he c'has kuit e-kuzh.
23233  MAT 1:20  Evel ma soñje kement-se, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ, dre e gousk, o lavarout: Jozef, mab David, na'z pez ket aon da gemer ganit Mari, da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel,
23234  MAT 1:21  hag e c'hano ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv, rak eñ a saveteo e bobl eus e bec'hedoù.
23235  MAT 1:22  Kement-se holl a c'hoarvezas, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre gomz ar profed:
23236  MAT 1:23  Setu, ar werc'hez a vo brazez, hag a c'hano ur mab a vo galvet Emmanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.
23237  MAT 1:24  Jozef, o vezañ dihunet eus e gousk, a reas ar pezh en devoa ael an Aotrou gourc'hemennet dezhañ, hag e kemeras e wreg gantañ.
23238  MAT 1:25  Hogen n'anavezas ket anezhi betek ma voe gwilioudet eus he mab [kentañ-ganet], hag e roas dezhañ Jezuz da anv.
23239  MAT 2:1  Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem, en ur lavarout:
23240  MAT 2:2  Pelec'h eman hini a zo ganet da roue d'ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol, ha deuet omp d'e azeuliñ.
23241  MAT 2:3  Pa glevas ar roue Herodez kement-se, e voe trubuilhet, hag holl Jeruzalem gantañ.
23242  MAT 2:4  O vezañ dastumet an holl veleien vras ha skribed ar bobl, e c'houlennas diganto pelec'h e tlee bezañ ganet ar C'hrist.
23243  MAT 2:5  Int a lavaras dezhañ: E Betlehem Judea; rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed:
23244  MAT 2:6  Ha te, Betlehem, douar Judea, n'out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Judea; rak ac'hanout eo, e teuio ur penn a reno va fobl Israel.
23245  MAT 2:7  Neuze Herodez, o vezañ galvet ar majed e-kuzh, a c'houlennas gant preder diganto e pe amzer e oa en em ziskouezet ar steredenn dezho.
23246  MAT 2:8  Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It, ha goulennit gant preder pelec'h emar bugel bihan-se; ha pa ho po e gavet, roit din da anavezout, evit ma'z in me ivez d'e azeuliñ.
23247  MAT 2:9  Ar re-mañ, goude bezañ klevet ar roue, a yeas kuit; ha setu, ar steredenn o devoa gwelet er sav-heol, a yae en o raok, betek ma teuas ha ma chomas a-us d'ul lec'h ma oa ar bugel bihan.
23249  MAT 2:11  O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ec'h azeuljont anezhañ; ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.
23250  MAT 2:12  O vezañ bet aliet gant Doue, dre un huñvre, ne zistrojont ket da gavout Herodez; mont a rejont d'o bro dre un hent all.
23251  MAT 2:13  Goude ma oant aet kuit, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef, dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel hag e vamm, tec'h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit; rak Herodez a glasko ar bugel evit e lakaat d'ar marv.
23252  MAT 2:14  Eñ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm e-pad an noz, hag en em dennas en Ejipt.
23253  MAT 2:15  Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc'hraet ar pezh en devoa an Aotrou lavaret dre ar profed: Galvet em eus va mab eus Ejipt.
23254  MAT 2:16  Neuze Herodez, o welout o devoa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras, hag a gasas da lazhañ an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc'h, e Betlehem hag en e vro a-bezh, hervez an amzer en devoa goulennet gant preder digant ar vajed.
23255  MAT 2:17  Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Jeremia:
23256  MAT 2:18  Garma zo bet klevet e Rama, hirvoudoù, gouelvan ha klemmvanoù bras: Rachel o ouelañ he bugale; ne fellas ket dezhi bezañ dic'hlac'haret, abalamour n'emaint mui.
23257  MAT 2:19  Goude marv Herodez, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt, dre un huñvre, o lavarout:
23258  MAT 2:20  Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, ha distro da vro-Israel, rak ar re a glaske ar bugel evit e lazhañ, a zo marv.
23259  MAT 2:21  Hemañ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel hag e vamm, hag a zeuas e bro-Israel.