Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   p    February 11, 2023 at 18:07    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23229  MAT 1:16  Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, ma'z eo bet ganet anezhi Jezuz, galvet Krist.
23230  MAT 1:17  Bez' ez eus eta en holl: eus Abraham betek David, pevarzek rummad; eus David betek an ermaeziadeg e Babilon, pevarzek rummad; hag eus an ermaeziadeg e Babilon betek ar C'hrist, pevarzek rummad.
23231  MAT 1:18  Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn. Goude ma oa prometet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel.
23233  MAT 1:20  Evel ma soñje kement-se, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ, dre e gousk, o lavarout: Jozef, mab David, na'z pez ket aon da gemer ganit Mari, da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel,
23235  MAT 1:22  Kement-se holl a c'hoarvezas, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre gomz ar profed:
23236  MAT 1:23  Setu, ar werc'hez a vo brazez, hag a c'hano ur mab a vo galvet Emmanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.
23237  MAT 1:24  Jozef, o vezañ dihunet eus e gousk, a reas ar pezh en devoa ael an Aotrou gourc'hemennet dezhañ, hag e kemeras e wreg gantañ.
23240  MAT 2:2  Pelec'h emañ an hini a zo ganet da roue d'ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol, ha deuet omp d'e azeuliñ.
23242  MAT 2:4  O vezañ dastumet an holl veleien vras ha skribed ar bobl, e c'houlennas diganto pelec'h e tlee bezañ ganet ar C'hrist.
23243  MAT 2:5  Int a lavaras dezhañ: E Betlehem Judea; rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed:
23244  MAT 2:6  Ha te, Betlehem, douar Judea, n'out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Judea; rak ac'hanout eo, e teuio ur penn a reno va fobl Israel.
23245  MAT 2:7  Neuze Herodez, o vezañ galvet ar majed e-kuzh, a c'houlennas gant preder diganto e pe amzer e oa en em ziskouezet ar steredenn dezho.
23246  MAT 2:8  Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It, ha goulennit gant preder pelec'h emañ ar bugel bihan-se; ha pa ho po e gavet, roit din da anavezout, evit ma'z in me ivez d'e azeuliñ.
23249  MAT 2:11  O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ec'h azeuljont anezhañ; ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.
23251  MAT 2:13  Goude ma oant aet kuit, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef, dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel hag e vamm, tec'h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit; rak Herodez a glasko ar bugel evit e lakaat d'ar marv.
23252  MAT 2:14  Eñ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm e-pad an noz, hag en em dennas en Ejipt.
23253  MAT 2:15  Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc'hraet ar pezh en devoa an Aotrou lavaret dre ar profed: Galvet em eus va mab eus Ejipt.
23254  MAT 2:16  Neuze Herodez, o welout o devoa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras, hag a gasas da lazhañ an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc'h, e Betlehem hag en e vro a-bezh, hervez an amzer en devoa goulennet gant preder digant ar vajed.
23255  MAT 2:17  Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Jeremia:
23257  MAT 2:19  Goude marv Herodez, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt, dre un huñvre, o lavarout:
23260  MAT 2:22  Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec'h e dad Herodez, en devoe aon da vont di; o vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea.
23261  MAT 2:23  Chom a reas en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.
23262  MAT 3:1  En deizioù-se, e teuas Yann-Vadezour o prezeg e lec'h distro Judea, hag o lavarout:
23263  MAT 3:2  Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.
23264  MAT 3:3  Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù.
23268  MAT 3:7  Eñ eta, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d'e vadeziant, a lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc'h tec'hel diouzh ar gounnar da zont?
23271  MAT 3:10  Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan.
23272  MAT 3:11  Me ho padez en dour, evit ar geuzidigezh; met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
23273  MAT 3:12  E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.
23276  MAT 3:15  Jezuz, en ur respont, a lavaras dezhañ: Na harz ket-se bremañ; rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze eñ a lezas d'ober.
23277  MAT 3:16  Ha goude ma oa bet badezet Jezuz, e savas raktal eus an dour; ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ.
23279  MAT 4:1  Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul.
23281  MAT 4:3  An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ bara.
23282  MAT 4:4  Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, met gant pep ger a zeu eus genou Doue.
23283  MAT 4:5  Neuze an diaoul en kasas er gêr santel, a lakaas anezhañ war lein an templ,
23285  MAT 4:7  Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo ivez: Na dempti ket an Aotrou da Zoue.
23288  MAT 4:10  Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: Azeuliñ a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemetañ.
23290  MAT 4:12  Met pa glevas Jezuz e oa bet lakaet Yann er prizon, en em dennas e Galilea.
23292  MAT 4:14  evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia:
23295  MAT 4:17  Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da brezeg, ha da lavarout: Ho pet keuz rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.
23296  MAT 4:18  Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas daou vreur, Simon a c'halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
23297  MAT 4:19  Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud.
23301  MAT 4:23  Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl.
23303  MAT 4:25  Ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Dekapoliz, eus Jeruzalem, eus Judea, hag eus an tu all d'ar Jordan.
23306  MAT 5:3  Eürus ar re baour er spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho!
23312  MAT 5:9  Eürus ar re a zegas ar peoc'h, rak int a vo galvet bugale Doue!
23314  MAT 5:11  Eürus e viot, pa zeuio an dud d'ho tismegañsiñ, d'ho kwallgas, ha da lavarout dre c'haou pep seurt droug a-enep deoc'h abalamour din.
23315  MAT 5:12  En em laouenait, ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded hag a zo bet araozoc'h.
23316  MAT 5:13  C'hwi a zo holen an douar; met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo e roet en-dro dezhañ? N'eo mui mat, nemet da vezañ taolet er-maez, ha da vezañ mac'het gant treid an dud.
23320  MAT 5:17  Na soñjit ket e vefen deuet evit diskar al lezenn pe ar brofeded; n'on ket deuet evit diskar, met evit peurober.
23321  MAT 5:18  Rak, me a lavar deoc'h e gwirionez, betek ma tremeno an neñv hag an douar, ne dremeno ket eus al lezenn, nag un iota, nag ur poentig a lizherenn, ken na vo peurc'hraet holl.
23322  MAT 5:19  Piv bennak eta a dorro an disterañ eus ar gourc'hemennoù-mañ, hag a zesko evel-se d'an dud, a vo galvet ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù; met piv bennak o miro hag o desko d'ar re all, hennezh a vo galvet bras e rouantelezh an neñvoù.
23324  MAT 5:21  Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne lazhi ket; rak piv bennak a lazho, a vo dleet dezhañ ar varnedigezh.
23325  MAT 5:22  Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur [hep abeg], a vo dleet dezhañ ar varnedigezh; an hini a lavaro d'e vreur: Raka! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant ar sanedrin; hag an hini a lavaro d'e vreur: Diskiant! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant tan ar gehenn.
23326  MAT 5:23  Mar degasez eta da brof d'an aoter, hag e teu soñj dit eno en deus da vreur un dra bennak en da enep,
23328  MAT 5:25  En em laka a-unvan hep dale gant da enebour, e-pad ma'z emaout en hent gantañ, gant aon na lakafe ac'hanout etre daouarn ar barner, ha na rafe ar barner da reiñ da ofiser ar justis, ha na vefes lakaet er prizon.
23329  MAT 5:26  E gwirionez, me a lavar dit, ne zeui ket er-maez ac'hano, ken na vo paeet ganit an diwezhañ liard.
23330  MAT 5:27  Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret [d'ar re gozh]: Ne ri ket avoultriezh.
23331  MAT 5:28  Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c'hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.