23234 | MAT 1:21 | hag e c'hano ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv, rak eñ a saveteo e bobl eus e bec'hedoù. |
23244 | MAT 2:6 | Ha te, Betlehem, douar Judea, n'out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Judea; rak ac'hanout eo, e teuio ur penn a reno va fobl Israel. |
23248 | MAT 2:10 | Pa weljont ar steredenn, e voe karget o c'halonoù gant levenez. |
23249 | MAT 2:11 | O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ec'h azeuljont anezhañ; ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir. |
23256 | MAT 2:18 | Garmoù a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù, gouelvan ha klemmvanoù bras: Rachel o ouelañ he bugale; ne fellas ket dezhi bezañ dic'hlac'haret, abalamour n'emaint mui. |
23260 | MAT 2:22 | Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec'h e dad Herodez, en devoe aon da vont di; o vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea. |
23262 | MAT 3:1 | En deizioù-se, e teuas Yann-Vadezour o prezeg e lec'h distro Judea, hag o lavarout: |
23263 | MAT 3:2 | Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost. |
23264 | MAT 3:3 | Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù. |
23267 | MAT 3:6 | hag, oc'h anzav o fec'hedoù, e oant badezet gantañ er stêr Jordan. |
23271 | MAT 3:10 | Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan. |
23272 | MAT 3:11 | Me ho padez en dour, evit ar geuzidigezh; met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan. |
23277 | MAT 3:16 | Ha goude ma oa bet badezet Jezuz, e savas raktal eus an dour; ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ. |
23278 | MAT 3:17 | Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. |
23286 | MAT 4:8 | An diaoul en kasas c'hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar, |
23287 | MAT 4:9 | hag a lavaras dezhañ: An holl draoù-se a roin dit, mar daoulinez da'm azeuliñ. |
23291 | MAT 4:13 | O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek, war harzoù Zabulon ha Neftali, |
23295 | MAT 4:17 | Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da brezeg, ha da lavarout: Ho pet keuz rak rouantelezh an neñvoù a zo tost. |
23298 | MAT 4:20 | Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ. |
23299 | MAT 4:21 | Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho. |
23301 | MAT 4:23 | Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl. |
23306 | MAT 5:3 | Eürus ar re baour er spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho! |
23313 | MAT 5:10 | Eürus ar re a zo gwallgaset abalamour d'ar reizhder, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho! |
23315 | MAT 5:12 | En em laouenait, ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded hag a zo bet araozoc'h. |
23319 | MAT 5:16 | Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù, ha ma teuint da reiñ gloar d'ho Tad a zo en neñvoù. |
23322 | MAT 5:19 | Piv bennak eta a dorro an disterañ eus ar gourc'hemennoù-mañ, hag a zesko evel-se d'an dud, a vo galvet ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù; met piv bennak o miro hag o desko d'ar re all, hennezh a vo galvet bras e rouantelezh an neñvoù. |
23323 | MAT 5:20 | Rak, me a lavar deoc'h, ma ne da ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n'antreot ket e rouantelezh an neñvoù. |
23336 | MAT 5:33 | Klevet hoc'h eus c'hoazh penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne doui ket e gaou, met mirout a ri al leoù az po graet da Zoue. |
23348 | MAT 5:45 | evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù; rak eñ a ra d'e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re direizh. |
23351 | MAT 5:48 | Bezit eta parfet, evel ma'z eo parfet ho Tad a zo en neñvoù. |
23352 | MAT 6:1 | Lakait evezh na rafec'h ho madoberoù dirak an dud, evit bezañ gwelet ganto; rak n'ho po ket a c'hopr digant ho Tad a zo en neñvoù. |
23353 | MAT 6:2 | Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac'hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit bezañ meulet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr. |
23356 | MAT 6:5 | Pa bedit, na vezit ket evel ar bilpouzed; rak int a gar pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr. |
23358 | MAT 6:7 | Pa bedit, n'en em servijit ket a adlavarioù ven, evel ar baganed; rak krediñ a reont ez eo dre galz a gomzoù e vint selaouet. |
23363 | MAT 6:12 | pardon deomp hor pec'hedoù evel ma pardonomp ivez d'ar re o deus manket ouzhimp, |
23364 | MAT 6:13 | ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar evit kantvedoù ar c'hantvedoù. Amen! |
23365 | MAT 6:14 | Rak, mar pardonit d'an dud o mankoù, ho Tad neñvel a bardono ivez deoc'h. |
23366 | MAT 6:15 | Met ma ne bardonit ket d'an dud o mankoù, ho Tad ne bardono ket kennebeut deoc'h ho re. |
23370 | MAT 6:19 | Na zastumit ket teñzorioù deoc'h war an douar, e-lec'h ma'z int distrujet gant ar preñved ha gant ar mergl, hag e-lec'h ma toull al laeron ha ma skrapont; |
23371 | MAT 6:20 | met dastumit teñzorioù evidoc'h en neñv, e-lec'h n'int distrujet na gant ar mergl na gant ar preñved, hag e-lec'h na doull ket al laeron, ha na skrapont ket. |
23377 | MAT 6:26 | Sellit ouzh laboused an neñv: ne hadont ha ne vedont ket, ne zastumont netra er solieroù, hag ho Tad neñvel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc'h egeto? |
23383 | MAT 6:32 | Rak ar baganed eo ar re a glask an holl draoù-se. Ho Tad neñvel a oar hoc'h eus ezhomm anezho. |
23384 | MAT 6:33 | Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn. |
23391 | MAT 7:6 | Na roit ket an traoù santel d'ar chas, ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc'h, gant aon n'o mac'hfent, hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac'hanoc'h. |
23396 | MAT 7:11 | Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d'ar re o goulenn digantañ! |
23406 | MAT 7:21 | Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n'aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù. |
23407 | MAT 7:22 | Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n'hon eus ket profedet ez anv? Ha n'hon eus ket kaset kuit an diaoulien ez anv? Ha n'hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv? |
23409 | MAT 7:24 | An hini eta a glev ar c'homzoù-mañ a lavaran, hag a sent outo, a vo heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc'h. |
23410 | MAT 7:25 | Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se; n'eo ket kouezhet, abalamour ma oa diazezet war ar roc'h. |
23411 | MAT 7:26 | Met an hini a glev ar c'homzoù-mañ a lavaran, ha ne sent ket outo, a zo heñvel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh. |
23412 | MAT 7:27 | Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se; kouezhet eo, ha bras eo bet e ziskar. |
23413 | MAT 7:28 | P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ, ar bobl a oa souezhet gant e gelennadurezh, |
23425 | MAT 8:11 | Evel-se e lavaran deoc'h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neñvoù, gant Abraham, Izaak ha Jakob, |
23426 | MAT 8:12 | met bugale ar rouantelezh a vo taolet e deñvalijenn an diavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. |
23430 | MAT 8:16 | An abardaez o vezañ deuet, e voe degaset dezhañ meur a hini dalc'het gant diaoulien. Eñ a gasas kuit ar speredoù dre e c'her hag a yac'haas an holl re a oa klañv, |
23431 | MAT 8:17 | evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac'hagnoù, ha douget en deus hor c'hleñvedoù. |
23434 | MAT 8:20 | Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù, ha laboused an neñv neizhioù; met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn. |
23438 | MAT 8:24 | Neuze e savas ur barrad gwall-amzer bras war ar mor, en hevelep doare ma oa ar vag goloet gant ar c'hoummoù-mor. Hag eñ a gouske. |
23440 | MAT 8:26 | Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c'hourc'hemennas an avelioù hag ar mor, hag e voe ur sioulder bras. |
23441 | MAT 8:27 | An dud-se a voe souezhet, hag a lavare: Piv eo hemañ, ma sent memes an avelioù hag ar mor outañ? |
23442 | MAT 8:28 | Pa voe tremenet en tu all, e bro ar C'hergezeniz, daou zen dalc'het gant diaoulien, o tont eus ar bezioù, a zeuas d'e gavout. Ken dañjerus e oant, ma ne c'helle den tremen dre an hent-se. |
23447 | MAT 8:33 | Ar re o mesae a dec'has kuit, hag, o vezañ deuet e kêr, e lavarjont an holl draoù-se hag ar pezh a oa c'hoarvezet gant ar re a oa dalc'het gant an diaoulien. |
23450 | MAT 9:2 | Ha setu e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Va mab, kemer fiziañs, da bec'hedoù a zo pardonet dit. |
23451 | MAT 9:3 | Neuze ur re eus ar skribed a soñje en o c'halonoù: Hemañ a wallgomz. |
23452 | MAT 9:4 | Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc'h eus soñjoù fall en ho kalonoù? |
23453 | MAT 9:5 | Petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha bale? |
23454 | MAT 9:6 | Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, -e lavaras d'an den seizet-: Sav, kemer da wele, ha kae da'z ti. |
23457 | MAT 9:9 | Pa'z eas Jezuz ac'hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Deus war va lerc'h. Eñ, o vezañ savet, en heulias. |
23461 | MAT 9:13 | Met it, ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c'homzoù-mañ: Trugarez a fell din, ha neket aberzhoù, rak n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien. |
23463 | MAT 9:15 | Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont en em c'hlac'hariñ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint. |
23466 | MAT 9:18 | Evel ma lavare dezho an traoù-se, setu ur penn a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Va merc'h a zo o paouez mervel; met deus da lakaat da zaouarn warni, hag e vevo |
23483 | MAT 9:35 | Jezuz a yae tro-war-dro er c'hêrioù hag er bourc'hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o pareañ pep kleñved ha pep mac'hagn e-touez ar bobl. |
23487 | MAT 10:1 | Neuze e c'halvas e zaouzek diskibl, hag e roas dezho ar galloud da gas kuit ar speredoù hudur, ha da yac'haat pep kleñved ha pep mac'hagn. |
23488 | MAT 10:2 | Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur; |
23491 | MAT 10:5 | Jezuz a gasas an daouzek den-se, goude bezañ roet dezho ar gourc'hemennoù war-lerc'h: N'it ket etrezek ar baganed, ha n'it ket e kêrioù ar Samaritaned; |
23493 | MAT 10:7 | En ur vont, prezegit ha lavarit: Rouantelezh an neñvoù a zo tost. |