Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   ü    February 11, 2023 at 18:07    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23306  MAT 5:3  Eürus ar re baour er spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho!
23307  MAT 5:4  Eürus ar re a zo er glac'har, rak int a vo frealzet!
23308  MAT 5:5  Eürus ar re a zo hegarat, rak int a resevo an douar da hêrezh!
23309  MAT 5:6  Eürus ar re o deus naon ha sec'hed eus ar reizhder, rak int o devo o gwalc'h!
23310  MAT 5:7  Eürus ar re drugarezus, rak int a gavo trugarez!
23311  MAT 5:8  Eürus ar re o deus ur galon glan, rak int a welo Doue!
23312  MAT 5:9  Eürus ar re a zegas ar peoc'h, rak int a vo galvet bugale Doue!
23313  MAT 5:10  Eürus ar re a zo gwallgaset abalamour d'ar reizhder, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho!
23314  MAT 5:11  Eürus e viot, pa zeuio an dud d'ho tismegañsiñ, d'ho kwallgas, ha da lavarout dre c'haou pep seurt droug a-enep deoc'h abalamour din.
23471  MAT 9:23  Pa voe erruet Jezuz e ti ar penn, ha pa welas ar fleüterien hag un toullad dud oc'h ober trouz,
23534  MAT 11:6  Eürus eo an neb ne gavo ket a skouer fall ennon.
23545  MAT 11:17  o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt, ha n'hoc'h eus ket dañset; ni hon eus kanet hirvoudoù deoc'h, ha n'hoc'h eus ket douget kañv.
23624  MAT 13:16  Eürus eo ho taoulagad, abalamour ma welont, hag ho tivskouarn, abalamour ma klevont.
23758  MAT 16:17  Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon, mab Jona, rak n'eo ket ar c'hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.
24072  MAT 24:46  Eürus ar mevel-se, pa zeuio en-dro e aotrou, mar bez kavet gantañ oc'h ober evel-se!
25007  LUK 1:45  Eürus eo an hini he deus kredet, rak graet e vo an traoù a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou.
25010  LUK 1:48  abalamour m'en deus sellet ouzh izelded e servijerez. Ha setu, diwar vremañ, e vin galvet eürus gant an holl rummadoù,
25235  LUK 6:20  Neuze Jezuz a savas e zaoulagad war e ziskibien, o lavarout: Eürus oc'h, c'hwi a zo paour, rak rouantelezh Doue a zo deoc'h!
25236  LUK 6:21  Eürus oc'h, c'hwi hoc'h eus naon bremañ, rak leuniet e viot! Eürus oc'h, c'hwi a ouel bremañ, rak karget e viot gant levenez!
25237  LUK 6:22  Eürus e viot, pa gasaio an dud ac'hanoc'h, pa gasint kuit ac'hanoc'h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc'h ha pa daolint hoc'h anv evel fall, abalamour de Vab an den!
25287  LUK 7:23  Eürus eo an neb ne gavo ket a skouer fall ennon.
25296  LUK 7:32  Heñvel int ouzh bugale azezet war al leurgêr, hag a gri an eil d'egile, o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt, ha n'hoc'h eus ket dañset; ni hon eus kanet deoc'h hirvoudoù, ha n'hoc'h eus ket gouelet.
25455  LUK 10:23  Hag, o tistreiñ ouzh e ziskibien, e lavaras dezho, a-du: Eürus eo an daoulagad a wel ar pezh a welit!
25501  LUK 11:27  Evel ma lavare an traoù-se, ur weg eus ar bobl a savas he mouezh hag a lavaras dezhañ: Eürus ar c'hof en deus da zouget, hag an divronn ac'h eus sunet!
25502  LUK 11:28  Met Jezuz a lavaras: Eürusoc'h eo ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ!
25565  LUK 12:37  Eürus ar servijerien a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos en em c'hourizo, e lakaio anezho ouzh taol, hag e servijo anezho.
25566  LUK 12:38  Mar deu d'an eil pe d'an drede veilhadenn, ha mar o c'hav er stad-se, eürus ar servijerien-se!
25571  LUK 12:43  Eürus ar servijer a vo kavet gant e vestr oc'h ober kement-se pa erruo!
25636  LUK 14:14  Hag e vi eürus dre ma ne c'hellont ket e rentañ dit, rak te az po ar pae en adsavidigezh ar re reizh.
25637  LUK 14:15  Unan eus ar re a oa ouzh taol, o vezañ klevet kement-se, a lavaras dezhañ: Eürus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue!
26033  LUK 23:29  rak deizioù a zeuio ma vo lavaret: Eürus ar merc'hed difrouezh, ar c'hofoù n'o deus ket ganet, hag an divronn n'o deus ket maget!
26073  LUK 24:13  An deiz-se memes, daou anezho a yae d'ur vourc'h anvet Emmaüz, war hed tri-ugent stadenn diouzh Jeruzalem;
26716  JHN 13:17  Mar gouzoc'h an traoù-se, ez oc'h eürus, mar sentit outo.
26965  JHN 20:29  Jezuz a lavaras dezhañ: Abalamour ma ec'h eus va gwelet, [Tomaz,] ec'h eus kredet. Eürus ar re n'o deus ket gwelet hag o deus kredet!