23374 | MAT 6:23 | met mar deo fall da lagad, da holl gorf a vo en deñvalijenn. Mar deo eta teñval ar sklêrijenn a zo ennout, pegen bras e vo an deñvalijenn-se! |
23423 | MAT 8:9 | Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, met dindanon em eus soudarded, hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a, d'egile: Deus! Hag e teu, ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra. |
24045 | MAT 24:19 | Gwalleur d'ar gwragez brazez, ha d'ar magerezed en deizioù-se! |
24072 | MAT 24:46 | Eürus ar mevel-se, pa zeuio en-dro e aotrou, mar bez kavet gantañ oc'h ober evel-se! |
24238 | MAT 27:40 | hag o lavarout: He! Te, an hini a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, en em savete da-unan! Mar dout Mab Doue, diskenn eus ar groaz! |
24240 | MAT 27:42 | Saveteet en deus ar re all, ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan! Mar deo roue Israel, ra ziskenno bremañ eus ar groaz, hag e kredimp ennañ! |
24719 | MRK 11:10 | Benniget ra vo ren David hon tad, ar ren a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioù uhel-meurbet! |
24803 | MRK 13:17 | Gwalleur d'ar gwragez brazez, ha d'ar magerezed en deizioù-se! |
24926 | MRK 15:31 | Evel-se ivez, ar veleien vras, gant ar skribed, a lavare etrezo, en ur c'hoapaat: Saveteet en deus ar re all, ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan! |
25241 | LUK 6:26 | Gwalleur deoc'h-hu pa lavaro an holl dud vad ac'hanoc'h, rak o zadoù o deus graet evel-se e-keñver ar fals-profeded! |
25272 | LUK 7:8 | Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, ha dindanon em eus soudarded, hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra. |
25437 | LUK 10:5 | E peseurt ti bennak ma'z eot, lavarit da gentañ: Ra vo ar peoc'h war an ti-mañ! |
25566 | LUK 12:38 | Mar deu d'an eil pe d'an drede veilhadenn, ha mar o c'hav er stad-se, eürus ar servijerien-se! |
25578 | LUK 12:50 | Met dleout a ran bezañ badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall e vefe graet kement-se! |
25864 | LUK 20:16 | Dont a raio, hag e tistrujo ar winierien-se, hag e roio ar winieg da re all. O vezañ klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c'hoarvezo ket-se! |
25901 | LUK 21:6 | C'hwi a sell ouzh an traoù-se! Deizioù a zeuio ma ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret. |
25918 | LUK 21:23 | Gwalleur d'ar gwragez brazez, ha d'ar magerezed en deizioù-se! Rak ur glac'har bras a vo war ar vro-mañ, ha droug a vo a-enep ar bobl-mañ. |
26635 | JHN 11:43 | P'en devoe lavaret kement-se, e krias a vouezh uhel: Lazar, deus er-maez! |
26676 | JHN 12:27 | Bremañ va ene a zo trubuilhet; ha petra a lavarin? Tad, savete ac'hanon eus an eur-mañ! Met evit kement-se on deuet en eur-mañ. |
26737 | JHN 13:38 | Jezuz a respontas dezhañ: Te a rofe da vuhez evidon-me! E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ne gano ket ar c'hilhog, na'z po va dinac'het teir gwech. |