23309 | MAT 5:6 | Eürus ar re o deus naon ha sec'hed eus ar reizhder, rak int o devo o gwalc'h! |
23727 | MAT 15:25 | Met hi a zeuas, hag en em stouas dirazañ, o lavarout: Aotrou, sikour ac'hanon! |
23914 | MAT 21:19 | O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi; met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac'hanout! Raktal, ar wezenn-fiez a sec'has. |
24024 | MAT 23:37 | Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded, hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale, evel ma tastum ar yar he foñsined dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h! |
25235 | LUK 6:20 | Neuze Jezuz a savas e zaoulagad war e ziskibien, o lavarout: Eürus oc'h, c'hwi a zo paour, rak rouantelezh Doue a zo deoc'h! |
25521 | LUK 11:47 | Gwalleur deoc'h! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded en deus ho tadoù lakaet d'ar marv. |
25621 | LUK 13:34 | Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded, hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale, evel ma tastum ar yar he c'hlodad dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h! |
25842 | LUK 19:42 | O! Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanañ en deiz-mañ a zo roet dit, an traoù a sell ouzh da beoc'h! Met bremañ, kuzhet int da'z taoulagad. |
26034 | LUK 23:30 | Neuze en em lakaint da lavarout d'ar menezioù: Kouezhit warnomp! ha d'ar grec'hiennoù: Goloit ac'hanomp! |
26096 | LUK 24:36 | Evel ma komzent evel-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c'hreiz, hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! |
26543 | JHN 9:34 | Int a respontas dezhañ: Te a zo bet ganet holl er pec'hed, hag e kelennez ac'hanomp! Hag e kasjont anezhañ kuit. |
26955 | JHN 20:19 | An abardaez eus an deiz-se a oa ar c'hentañ eus ar sizhun, an dorioù eus al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas hag en em ziskouezas en o c'hreiz, hag e lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! |
26957 | JHN 20:21 | Lavarout a reas dezho a-nevez: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! Evel m'en deus an Tad kaset ac'hanon, me ho kas ivez. |
26962 | JHN 20:26 | Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti, ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorioù o vezañ serret, en em zalc'has en o c'hreiz hag a lavaras: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! |