Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   [Word'Word    February 11, 2023 at 18:07    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23330  MAT 5:27  Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret [d'ar re gozh]: Ne ri ket avoultriezh.
23461  MAT 9:13  Met it, ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c'homzoù-mañ: Trugarez a fell din, ha neket aberzhoù, rak n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien.
24346  MRK 2:17  Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv; n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien.
24416  MRK 4:24  Lavarout a reas dezho c'hoazh: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc'h gant ar memes muzul ho po muzuliet d'ar re all, ha c'hoazh e vo roet ouzhpenn deoc'h-hu [c'hwi a selaou].
24800  MRK 13:14  Pa welot an euzhusted eus ar glac'har, [m'en deus komzet ar profed Daniel anezhi,] deuet el lec'h ne dle ket bezañ (ra gompreno an neb a lenn), neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù,
26337  JHN 6:11  Jezuz a gemeras ar baraoù, hag o vezañ trugarekaet, o roas [d'an diskibien, hag an diskibien] d'ar re a oa azezet; en hevelep doare e rojont eus ar pesked, kement ha ma fellas dezho.