Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   Word'Word,    February 11, 2023 at 18:07    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23230  MAT 1:17  Bez' ez eus eta en holl: eus Abraham betek David, pevarzek rummad; eus David betek an ermaeziadeg e Babilon, pevarzek rummad; hag eus an ermaeziadeg e Babilon betek ar C'hrist, pevarzek rummad.
23235  MAT 1:22  Kement-se holl a c'hoarvezas, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre gomz ar profed:
23254  MAT 2:16  Neuze Herodez, o welout o devoa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras, hag a gasas da lazhañ an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc'h, e Betlehem hag en e vro a-bezh, hervez an amzer en devoa goulennet gant preder digant ar vajed.
23267  MAT 3:6  hag, oc'h anzav o fec'hedoù, e oant badezet gantañ er stêr Jordan.
23270  MAT 3:9  ha na lavarit ket ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus ar vein-se bugale da Abraham.
23297  MAT 4:19  Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud.
23299  MAT 4:21  Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho.
23301  MAT 4:23  Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl.
23305  MAT 5:2  O tigeriñ e c'henou, e kelenne anezho, en ur lavarout:
23307  MAT 5:4  Eürus ar re a zo er glac'har, rak int a vo frealzet!
23312  MAT 5:9  Eürus ar re a zegas ar peoc'h, rak int a vo galvet bugale Doue!
23318  MAT 5:15  ha ne vez ket enaouet ur c'houlaouenn evit he lakaat dindan ar boezell, met evit he lakaat war ur c'hantolor, hag e sklêrijenno holl dud an ti.
23323  MAT 5:20  Rak, me a lavar deoc'h, ma ne da ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n'antreot ket e rouantelezh an neñvoù.
23329  MAT 5:26  E gwirionez, me a lavar dit, ne zeui ket er-maez ac'hano, ken na vo paeet ganit an diwezhañ liard.
23335  MAT 5:32  Met me a lavar deoc'h, piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, a laka anezhi da vezañ avoultrerez, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh.
23353  MAT 6:2  Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac'hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit bezañ meulet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.
23373  MAT 6:22  Al lagad eo lamp ar c'horf; mar deo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo sklêrijennet;
23376  MAT 6:25  Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez, petra a zebrot ha petra a evot, nag evit ho korf, gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n'eo ket muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf, muioc'h eget an dilhad?
23378  MAT 6:27  Piv ac'hanoc'h a c'hell, gant e holl enkrez, astenn e vuhez eus un ilinad?
23380  MAT 6:29  koulskoude, e lavaran deoc'h, Salomon memes en e holl c'hloar n'eo ket bet gwisket evel unan anezho.
23382  MAT 6:31  Na vezit ket nec'het, o lavarout: Petra a zebrimp? Petra a evimp? Gant petra en em wiskimp?
23391  MAT 7:6  Na roit ket an traoù santel d'ar chas, ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc'h, gant aon n'o mac'hfent, hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac'hanoc'h.
23393  MAT 7:8  Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; hag an neb a sko, e vez digoret dezhañ.
23397  MAT 7:12  Kement tra a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez anezhañ dezho; rak-se eo al lezenn hag ar brofeded.
23418  MAT 8:4  Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen; met kae hag en em ziskouez d'ar beleg, ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
23431  MAT 8:17  evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac'hagnoù, ha douget en deus hor c'hleñvedoù.
23436  MAT 8:22  Jezuz a lavaras dezhañ: Heul ac'hanon, ha lez ar re varv da sebeliañ o re varv.
23439  MAT 8:25  E ziskibien a zeuas, hag en dihunas o lavarout: Aotrou, savete ac'hanomp, mont a reomp da goll.
23442  MAT 8:28  Pa voe tremenet en tu all, e bro ar C'hergezeniz, daou zen dalc'het gant diaoulien, o tont eus ar bezioù, a zeuas d'e gavout. Ken dañjerus e oant, ma ne c'helle den tremen dre an hent-se.
23453  MAT 9:5  Petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha bale?
23454  MAT 9:6  Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, -e lavaras d'an den seizet-: Sav, kemer da wele, ha kae da'z ti.
23457  MAT 9:9  Pa'z eas Jezuz ac'hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Deus war va lerc'h. Eñ, o vezañ savet, en heulias.
23470  MAT 9:22  Jezuz, o vezañ distroet, hag o sellout outi, a lavaras: Va merc'h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac'haet. Ha raktal ar wreg a voe yac'haet, adalek an eur-se.
23475  MAT 9:27  Evel ma'z ae Jezuz pelloc'h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David!
23483  MAT 9:35  Jezuz a yae tro-war-dro er c'hêrioù hag er bourc'hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o pareañ pep kleñved ha pep mac'hagn e-touez ar bobl.
23490  MAT 10:4  Simon ar C'hananead, ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas.
23495  MAT 10:9  Na gemerit nag aour, nag arc'hant, na moneiz en ho kouriz,
23501  MAT 10:15  Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn, eget d'ar gêr-se.
23520  MAT 10:34  Na soñjit ket e vefen deuet da zegas ar peoc'h war an douar; n'on ket deuet da zegas ar peoc'h, met ar c'hleze.
23525  MAT 10:39  An neb a viro e vuhez, he c'hollo, hag an neb a gollo he buhez abalamour din, he c'havo.
23530  MAT 11:2  Yann, o vezañ klevet en e brizon komz diwar-benn oberoù ar C'hrist, a gasas [daou eus] e ziskibien da lavarout dezhañ:
23537  MAT 11:9  Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed.
23545  MAT 11:17  o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt, ha n'hoc'h eus ket dañset; ni hon eus kanet hirvoudoù deoc'h, ha n'hoc'h eus ket douget kañv.
23549  MAT 11:21  Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu.
23550  MAT 11:22  Setu perak, en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon, eget deoc'h.
23552  MAT 11:24  Setu perak, en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Vro-Sodom, eget dit.
23556  MAT 11:28  Deuit da'm c'havout, c'hwi holl a zo skuizh ha bec'hiet, ha me ho tiboanio.
23564  MAT 12:6  Met, me a lavar deoc'h, bez' ez eus amañ un dra bennak brasoc'h eget an templ.
23567  MAT 12:9  O vezañ aet ac'hane, Jezuz a yeas er sinagogenn.
23573  MAT 12:15  Met Jezuz, o c'houzout kement-se, en em dennas ac'hane; kalz a dud a yeas war e lerc'h, hag eñ a yac'haas an holl re glañv.
23578  MAT 12:20  ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ha ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, ken en devo lakaet ar reizhder da drec'hiñ;
23589  MAT 12:31  Rak-se, me a lavar deoc'h, pep pec'hed ha pep gwallgomz a vo pardonet d'an dud, met ar gwallgomz a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezho.
23594  MAT 12:36  Me a lavar deoc'h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret;
23664  MAT 13:56  E c'hoarezed, ha n'emaint ket holl en hon touez? A belec'h eta e teu dezhañ an holl draoù-se?
23681  MAT 14:15  An abardaez o vezañ deuet, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro, ha diwezhat eo; kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioù, da brenañ boued.
23691  MAT 14:25  D'ar bedervet beilhadenn eus an noz e teuas d'o c'havout, o vale war ar mor.
23705  MAT 15:3  Eñ a respontas dezho: Ha c'hwi, perak e torrit gourc'hemenn Doue gant ho hengoun?
23711  MAT 15:9  Met e ven eo ec'h enoront ac'hanon, pa zeskont kredennoù a zo gourc'hemennoù tud.
23719  MAT 15:17  Ne gomprenit ket penaos kement a ya er genou, a ziskenn er c'hof, hag a vez taolet el lec'h distro?
23723  MAT 15:21  Jezuz, o vezañ aet ac'hano, en em dennas da gostezioù Tir ha Sidon.
23731  MAT 15:29  Jezuz, o vezañ aet ac'hano, a zeuas tost da vor Galilea. O vezañ pignet war ur menez, ec'h azezas eno.
23732  MAT 15:30  Neuze ul lod bras a dud a dostaas outañ, ha ganto re gamm, re dall, re vut, re vac'hagnet, ha kalz a re glañv, hag e lakajont anezho ouzh e dreid; eñ o yac'haas,
23734  MAT 15:32  Jezuz, o vezañ galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh ar bobl-mañ; rak tri deiz a zo emaint em c'hichen, ha n'o deus netra da zebriñ. Ne fell ket din o c'has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent.
23749  MAT 16:8  Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se etrezoc'h, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n'hoc'h eus ket kemeret a vara ganeoc'h?
23750  MAT 16:9  Bez' oc'h c'hoazh hep skiant, ha n'hoc'h eus ket soñj eus ar pemp bara hag ar pemp mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h,
23756  MAT 16:15  Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me?
23757  MAT 16:16  Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev.
23765  MAT 16:24  Neuze Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon.
23774  MAT 17:5  Komz a rae c'hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d'o golo; ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ.
23789  MAT 17:20  Abalamour d'ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc'h, e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar menez-se: Kae ac'hann aze, hag ez afe; netra ne vefe dibosupl deoc'h.
23791  MAT 17:22  E-pad ma'z aent dre C'halilea, Jezuz a lavaras dezho: Mab an den a zle bezañ lakaet etre daouarn an dud;
23796  MAT 17:27  Met, evit na roimp ket ur skouer fall dezho, kae d'ar mor, taol an higenn, tenn ar c'hentañ pesk a zeuio, digor e c'henou, hag e kavi ur stater. Kemer anezhañ ha ro eñ dezho evidon hag evidout.
23798  MAT 18:2  Jezuz, o vezañ galvet ur bugel bihan, en lakaas en o c'hreiz,
23811  MAT 18:15  Mar en deus pec'het da vreur a-enep dit, kae ha tamall anezhañ etre te hag eñ e-unan; mar selaou ac'hanout, ez po gounezet da vreur.
23812  MAT 18:16  Ma ne selaou ket ac'hanout, kemer ganit un den pe zaou, evit ma vo an holl dra reizhet war gomz daou pe dri dest.
23835  MAT 19:4  Eñ a respontas: Ha n'hoc'h eus ket lennet penaos ar C'houer, er penn-kentañ, a reas gwaz ha plac'h,
23840  MAT 19:9  Met me a lavar deoc'h, piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, [ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh].
23855  MAT 19:24  En lavarout a ran deoc'h c'hoazh, aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
23859  MAT 19:28  Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez penaos, c'hwi hag hoc'h eus va heuliet, en eil c'hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c'hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.
23860  MAT 19:29  Ha piv bennak en devo kuitaet abalamour da'm anv, breudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe wreg, pe vugale, pe zouaroù, pe diez, a resevo kant kement all, hag a herito ar vuhez peurbadus.
23898  MAT 21:3  Mar lavar unan bennak un dra bennak deoc'h, respontit: An Aotrou en deus ezhomm anezho. Ha raktal o lezo da vont.
23916  MAT 21:21  Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec'h ket, n'eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d'ar wezenn-fiez e rajec'h, met pa lavarjec'h d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje.
23919  MAT 21:24  Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h, ha, mar respontit, e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
23927  MAT 21:32  Rak Yann a zo deuet d'ho kavout dre hent ar reizhder, ha n'hoc'h eus ket kredet ennañ. Met ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall o deus kredet ennañ. Ha c'hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n'hoc'h eus ket bet keuz evit krediñ ennañ.
23938  MAT 21:43  Setu perak e lavaran deoc'h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc'h, ha roet d'ur bobl a roio ar frouezh anezhi.
23950  MAT 22:9  It eta er c'hroazhentoù, ha galvit d'an eured an holl re a gavot.
23959  MAT 22:18  Met Jezuz, oc'h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon, pilpouzed?
23970  MAT 22:29  Jezuz, a respontas dezho: En dallentez oc'h, dre n'anavezit ket ar Skriturioù, na galloud Doue.
23971  MAT 22:30  Rak en adsavidigezh a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled Doue en neñv.
23995  MAT 23:8  Met c'hwi, na rit ket ho kervel mestr, rak unan hepken eo ho Mestr, [ar C'hrist,] ha c'hwi holl a zo breudeur.
24000  MAT 23:13  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
24001  MAT 23:14  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma dismantrit tiez an intañvezed, hag e rit evit ar gweled pedennoù hir; abalamour da-se, e viot barnet garvoc'h.
24002  MAT 23:15  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha, pa hoc'h eus e c'hounezet, e rit anezhañ ur mab-ifern div wech gwashoc'h egedoc'h.
24003  MAT 23:16  Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz.
24010  MAT 23:23  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned, ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag al lealded. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all.
24012  MAT 23:25  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a zireizhder.
24014  MAT 23:27  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic'hlanded en diabarzh.
24016  MAT 23:29  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded ha ma vravait bezioù an dud reizh,
24021  MAT 23:34  Setu perak e kasan deoc'h profeded, tud fur ha skribed; lazhañ hag stagañ ouzh ar groaz a reot darn, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù, hag argas a reot anezho eus an eil kêr d'eben,
24026  MAT 23:39  rak me a lavar deoc'h, ne'm gwelot mui pelloc'h, betek ma lavarot: Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou.