Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   Word-Word.    February 11, 2023 at 18:07    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23231  MAT 1:18  Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn. Goude ma oa prometet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel.
23232  MAT 1:19  Jozef, he fried, a oa un den reizh ha ne felle ket dezhañ he mezhekaat; c'hoantaat a reas he c'has kuit e-kuzh.
23259  MAT 2:21  Hemañ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel hag e vamm, hag a zeuas e bro-Israel.
23334  MAT 5:31  Lavaret eo bet ivez: Piv bennak a gaso kuit e wreg, ra roio dezhi ur skrid a dorr-dimeziñ.
23383  MAT 6:32  Rak ar baganed eo ar re a glask an holl draoù-se. Ho Tad neñvel a oar hoc'h eus ezhomm anezho.
23385  MAT 6:34  Na vezit ket eta nec'het gant an deiz war-lerc'h; an deiz war-lerc'h a gemero preder anezhañ e-unan. Da bep devezh eo a-walc'h e boan.
23426  MAT 8:12  met bugale ar rouantelezh a vo taolet e deñvalijenn an diavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
23442  MAT 8:28  Pa voe tremenet en tu all, e bro ar C'hergezeniz, daou zen dalc'het gant diaoulien, o tont eus ar bezioù, a zeuas d'e gavout. Ken dañjerus e oant, ma ne c'helle den tremen dre an hent-se.
23465  MAT 9:17  Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin en em skuilhfe, hag ar seier-lêr a vefe kollet; met ar gwin nevez a zle bezañ lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan.
23470  MAT 9:22  Jezuz, o vezañ distroet, hag o sellout outi, a lavaras: Va merc'h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac'haet. Ha raktal ar wreg a voe yac'haet, adalek an eur-se.
23478  MAT 9:30  Hag o daoulagad a voe digoret; Jezuz a reas dezho an difenn start-mañ: Diwallit na ouefe den an dra-se.
23501  MAT 10:15  Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn, eget d'ar gêr-se.
23554  MAT 11:26  Ya, o Tad, da veuliñ a ran dre ma ec'h eus c'hoantaet evel-se.
23603  MAT 12:45  Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, hag ez eont hag e chomont ennañ; ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ. Evel-se e c'hoarvezo gant ar rummad fall-mañ.
23636  MAT 13:28  Eñ a respontas dezho: Un enebour din en deus graet kement-se. Ar vevelien a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit ec'h afemp d'e dennañ?
23650  MAT 13:42  hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
23652  MAT 13:44  Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh un teñzor kuzhet en ur park. Pa gav un den anezhañ, en kuzh; hag en e laouenañ, ez a da werzhañ kement en deus, hag e pren ar park-se.
23658  MAT 13:50  hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
23665  MAT 13:57  Hag e kavent tamall ennañ. Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro hag en e di e-unan.
23674  MAT 14:8  Aliet gant he mamm, e lavaras: Ro din amañ, war ur plad, penn Yann-Vadezour.
23689  MAT 14:23  P'en devoe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ, a-du; an abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan.
23717  MAT 15:15  Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Displeg deomp ar barabolenn-se.
23744  MAT 16:3  ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo teñval-ruz. Pilpouzed, c'hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c'hellit ket anavezout sinoù an amzerioù!
23782  MAT 17:13  Neuze an diskibien a gomprenas e komze outo diwar-benn Yann-Vadezour.
23792  MAT 17:23  e lakaat a raint d'ar marv, ha d'an trede deiz ec'h adsavo a varv. Bez' e voent gwall c'hlac'haret a-se.
23810  MAT 18:14  Evel-se, n'eo ket bolontez ho Tad a zo en neñvoù, en em gollfe unan eus ar re vihan-mañ.
23818  MAT 18:22  Jezuz a lavaras dezhañ: Ne lavaran ket dit betek seizh gwech, met betek seizh gwech dek ha tri-ugent.
23839  MAT 19:8  Jezuz a respontas dezho: Abalamour da galeter ho kalon eo, en deus Moizez roet galloud deoc'h da gas kuit ho kwragez; er penn-kentañ, ne oa ket evel-se.
23850  MAT 19:19  Enor da dad ha da vamm; ha: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
23871  MAT 20:10  Ar re gentañ a soñje dezho o divije ouzhpenn; met pep a ziner a resevas ivez ar re-mañ.
23919  MAT 21:24  Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h, ha, mar respontit, e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
23922  MAT 21:27  Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Hag eñ a lavaras dezho d'e dro: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
23954  MAT 22:13  Neuze ar roue a lavaras d'ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, ha taolit eñ en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
23980  MAT 22:39  Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
24023  MAT 23:36  Me a lavar deoc'h e gwirionez, kement-se holl a gouezho war ar rummad-mañ.
24051  MAT 24:25  Setu, em eus e lavaret deoc'h a-raok.
24060  MAT 24:34  Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket, ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se.
24077  MAT 24:51  hag e tispenno anezhañ, hag e roio dezhañ e lod gant ar bilpouzed; eno eo, e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
24107  MAT 25:30  Ha taolit ar servijer didalvoud-se en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
24110  MAT 25:33  Lakaat a raio an deñved a-zehou dezhañ, hag ar bouc'hed a-gleiz.
24181  MAT 26:58  Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag, o vezañ aet e-barzh, ec'h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec'h echufe kement-se.
24183  MAT 26:60  Hogen ne gavent ket, petra bennak ma teuas meur a fals-test. En diwezh, e teuas daou fals-test, hag a lavaras:
24195  MAT 26:72  Eñ a nac'has adarre gant ul ledoued: N'anavezan ket an den-se.
24197  MAT 26:74  Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ, o lavarout: N'anavezan ket an den-se. Raktal ar c'hilhog a ganas;
24222  MAT 27:24  Pilat, o welout penaos ne c'houneze netra, met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc'has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ; soñjit-se.
24226  MAT 27:28  O vezañ e ziwisket, e lakajont warnañ ur vantell ruz-skarlek.
24292  MRK 1:8  Evidon-me, ho padezet em eus en dour, met eñ ho padezo er Spered-Santel.
24309  MRK 1:25  Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se.
24341  MRK 2:12  Ha kerkent e savas, hag o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez, dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet, ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n'hon eus gwelet kemend-all.
24349  MRK 2:20  Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint, en deizioù-se.
24402  MRK 4:10  Met, pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ, gant an daouzek, a c'houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se.
24441  MRK 5:8  Rak Jezuz a lavare dezhañ: Spered hudur, kae eus an den-se.
24443  MRK 5:10  Hag e pede start anezhañ na gasje ket anezho er-maez eus ar vro-se.
24465  MRK 5:32  Hag e selle en-dro, evit gwelout piv en devoa graet-se.
24480  MRK 6:4  Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro, e-touez e gerent hag ar re eus e di e-unan.
24500  MRK 6:24  O vezañ aet er-maez, hi a lavaras d'he mamm: Petra a c'houlennin? Hag he mamm a lavaras dezhi: Penn Yann-Vadezour.
24501  MRK 6:25  Hag o vezañ deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn, hag e lavaras: C'hoantaat a ran e rofes din, war ur plad, raktal, penn Yann-Vadezour.
24516  MRK 6:40  Hag ec'h azezjont a renkoù, dre gantadoù ha dre hanter-kantadoù.
24545  MRK 7:13  o kas da netra ger Doue gant ho hengoun hoc'h eus graet; ha kalz a draoù all a rit evel-se.
24549  MRK 7:17  Pa voe aet en ti, goude bezañ kuitaet ar bobl, e ziskibien a c'houlennas outañ petra oa ar barabolenn-se.
24566  MRK 7:34  hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e huanadas hag e lavaras: Effata, da lavarout eo, digor-te.
24572  MRK 8:3  Ha mar kasan anezho war yun d'o ziez, o nerzh o dilezo en hent, rak darn anezho a zo deuet a-bell.
24573  MRK 8:4  E ziskibien a respontas dezhañ: A belec'h e vefe kavet bara a-walc'h da bredañ anezho el lec'h distro-mañ.
24601  MRK 8:32  Hag e lavare ar c'homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren.
24610  MRK 9:3  E zilhad a zeuas da vezañ lugernus, [gwenn evel an erc'h,] ha kaer skedus ken n'eus kouez ebet war an douar a c'hellfe gwennañ evel-se.
24637  MRK 9:30  Hag, o vezañ aet ac'hano, e treuzjont Galilea; Jezuz ne felle ket dezhañ ec'h anavezje den kement-se.
24672  MRK 10:15  Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan, ne yelo ket e-barzh.
24694  MRK 10:37  Int a lavaras dezhañ: Ro deomp da vezañ azezet e-barzh da c'hloar, unan a-zehou dit hag egile a-gleiz.
24723  MRK 11:14  Neuze Jezuz o kemer ar gomz a lavaras: Ra ne zebro biken den eus da frouezh. Hag e ziskibien a glevas kement-se.
24738  MRK 11:29  Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h; respontit din hag e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
24742  MRK 11:33  Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
24773  MRK 12:31  Ha setu an eil [a zo heñvel outañ]: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. N'eus ket a c'hourc'hemennoù all brasoc'h eget ar re-mañ.
24797  MRK 13:11  Pa gasint ac'hanoc'h evit ho lakaat etre o daouarn, na vezit ket en poan a-raok eus ar pezh ho po da lavarout, ha na brederit ket anezhañ; met lavarit ar pezh a vo roet deoc'h war an eur-se; rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met ar Spered-Santel.
24809  MRK 13:23  Bezit war evezh eta; setu, em eus lavaret holl deoc'h a-raok.
24816  MRK 13:30  Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket, ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se.
24819  MRK 13:33  Bezit war evezh, chomit dihun ha pedit; rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio an amzer-se.
24877  MRK 14:54  Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ azezet gant ar vevelien, en em domme e-tal an tan.
24892  MRK 14:69  Ar vatezh-se, o vezañ e welet adarre, en em lakaas da lavarout d'ar re a oa eno: An den-mañ a zo eus an dud-se. Met eñ e nac'has adarre.
24935  MRK 15:40  Bez' e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, ha Mari mamm da Jakez ar Yaouankañ ha da Jozef, ha Salome,
24981  LUK 1:19  An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue; degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c'heloù mat-mañ.
25003  LUK 1:41  Kerkent ha ma klevas Elizabed Salud Mari, ar bugel bihan a dridas en he c'hof; hag Elizabed a voe leuniet eus ar Spered-Santel.
25023  LUK 1:61  Hag e lavarjont dezhi: N'eus den ez kerentiezh hag a zo galvet eus an anv-se.
25059  LUK 2:17  O vezañ e welet, e tisklêrjont ar pezh a oa bet lavaret dezho diwar-benn ar bugel bihan-se.
25085  LUK 2:43  Pa voe deizioù ar gouel tremenet, evel ma tistroent ac'hane, ar bugel Jezuz a chomas e Jeruzalem; Jozef hag e vamm n'anavezjont ket-se.
25167  LUK 4:35  Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ, o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se. An diaoul, o vezañ e stlapet er c'hreiz, a yeas kuit anezhañ, hep ober droug ebet dezhañ.
25211  LUK 5:35  Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto; neuze e yunint, en deizioù-se.
25305  LUK 7:41  Ur c'hredour en devoa daou zleour, unan a zlee dezhañ pemp kant diner, hag egile hanter-kant.
25306  LUK 7:42  Evel n'o devoa ket peadra da baeañ, eñ a bardonas o dle dezho o-daou. Lavar din eta pehini anezho o-daou en karo ar muiañ.
25323  LUK 8:9  E ziskibien a c'houlennas digantañ petra e oa ar barabolenn-se.
25375  LUK 9:5  Hag evit ar re na zegemerint ket ac'hanoc'h, o vont kuit eus o c'hêr, hejit ar poultr eus ho treid, e testeni a-enep an dud-se.
25383  LUK 9:13  Met eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag int a respontas: N'hon eus ket ouzhpenn pemp bara ha daou besk, nemet mont a rafemp da brenañ boued evit an holl bobl-mañ.
25384  LUK 9:14  Rak bez' e oant war-dro pemp mil den. Neuze e lavaras d'e ziskibien: Lakait anezho da azezañ a renkoù a hanter-kant.
25406  LUK 9:36  Pa oa ar vouezh-se o komz, Jezuz en em gavas e-unan. E ziskibien a davas, ha ne lavarjont netra da zen, d'ar c'houlz-se, eus ar pezh o devoa gwelet.
25415  LUK 9:45  Met ne gomprenent ket ar gomz-se; teñval e oa evito, ha ne gomprenent enni netra, met ne gredent goulenn netra outañ war gement-se.
25433  LUK 10:1  Goude-se, an Aotrou a lakaas c'hoazh dek ha tri-ugent all, hag o c'hasas daou ha daou a-raok dezhañ, en holl gêrioù hag en holl lec'hioù ma tlee mont e-unan.
25444  LUK 10:12  Me a lavar deoc'h, en deiz-se e vo dousoc'h da Sodom eget d'ar gêr-se.
25459  LUK 10:27  Eñ a respontas: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh, hag eus da holl soñj, ha da nesañ eveldout da-unan.
25462  LUK 10:30  Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras: Un den a ziskennas eus Jeruzalem da Jeriko, hag a gouezhas etre daouarn laeron a ziwiskas anezhañ; ha goude bezañ e vrevet a daolioù, ez ejont kuit, o lezel anezhañ hanter-varv.
25463  LUK 10:31  Erruout a reas ma tiskennas ur beleg dre an hent-se, hag o vezañ gwelet an den, a dremenas e-biou.
25464  LUK 10:32  Ul Leviad, o vezañ ivez deuet er memes lec'h, hag o welout anezhañ, a yeas e-biou.