23368 | MAT 6:17 | Met te, pa yunez, laka c'hwez-vat war da benn, ha gwalc'h da zremm, |
23409 | MAT 7:24 | An hini eta a glev ar c'homzoù-mañ a lavaran, hag a sent outo, a vo heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc'h. |
23411 | MAT 7:26 | Met an hini a glev ar c'homzoù-mañ a lavaran, ha ne sent ket outo, a zo heñvel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh. |
23521 | MAT 10:35 | Rak deuet on da lakaat an dizunvaniezh etre ar mab hag e dad, etre ar verc'h hag he mamm, etre ar verc'h-kaer hag he mamm-gaer, |
23583 | MAT 12:25 | Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, ha pep kêr pe pep ti dizunanet gantañ e-unan ne c'hello ket padout. |
23619 | MAT 13:11 | Jezuz a respontas dezho: Dre ma'z eo roet deoc'h-hu da anavezout traoù kuzhet rouantelezh an neñvoù, ha ma n'eo ket roet kement-se dezho. |
23681 | MAT 14:15 | An abardaez o vezañ deuet, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro, ha diwezhat eo; kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioù, da brenañ boued. |
23682 | MAT 14:16 | Jezuz a lavaras dezho: N'o deus ket ezhomm da vont kuit, roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. |
23759 | MAT 16:18 | Ha me a lavar dit: Te a zo Pêr, ha war ar roc'h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec'h ar marv ne drec'hint ket anezhi. |
23843 | MAT 19:12 | Rak bez' ez eus eunuked a zo bet ganet evel-se a gof o mamm, reoù all a zo bet graet eunuked gant an dud, hag ez eus reoù all a zo en em rentet oc'h-unan eunuked, abalamour da rouantelezh an neñvoù. Ra gompreno kement-mañ, an neb a c'hell kompren. |
24000 | MAT 23:13 | Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet. |
24084 | MAT 25:7 | Neuze an holl werc'hezed-se a savas hag a fichas o lampoù. |
24130 | MAT 26:7 | ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat eus ur priz bras, hag e-pad ma oa ouzh taol, e skuilhas anezhi war e benn. |
24132 | MAT 26:9 | Rak gallet e vije bet gwerzhañ ar c'hwezh-vat ker, ha reiñ an arc'hant d'ar beorien. |
24252 | MAT 27:54 | Neuze, ar c'hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c'hren-douar ha kement a oa c'hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue. |
24403 | MRK 4:11 | Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc'h-hu [da anavezout] traoù kuzhet rouantelezh Doue; met evit ar re a-ziavaez, pep tra a zo lavaret dre barabolennoù, |
24416 | MRK 4:24 | Lavarout a reas dezho c'hoazh: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc'h gant ar memes muzul ho po muzuliet d'ar re all, ha c'hoazh e vo roet ouzhpenn deoc'h-hu [c'hwi a selaou]. |
24429 | MRK 4:37 | Neuze e savas un taol-avel bras, hag ar c'hoummoù-mor a yeas er vag, en hevelep doare ma leunie. |
24511 | MRK 6:35 | Evel ma oa dija diwezhat, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro, ha diwezhat eo; |
24513 | MRK 6:37 | Eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag e respontjont dezhañ: Mont a rafemp da brenañ evit daou c'hant diner a vara, evit reiñ dezho da zebriñ? |
24530 | MRK 6:54 | Pa oant aet er-maez ar vag, re al lec'h-se en anavezas raktal, |
24601 | MRK 8:32 | Hag e lavare ar c'homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren. |
24826 | MRK 14:3 | Jezuz, o vezañ e Betania ouzh taol e ti Simon al lovr, ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat a nard pur hag eus ur priz bras, hag, o vezañ torret al lestr, e skuilhas ar c'hwezh-vat war e benn. |
24943 | MRK 16:1 | Goude ma oa ar sabad tremenet, Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez, ha Salome, a brenas louzoù a c'hwez-vat evit dont da valzamañ ar c'horf. |
24989 | LUK 1:27 | d'ur werc'hez a zlee dimeziñ d'un den anvet Jozef, eus tiegezh David; ar werc'hez-se a oa anvet Mari. |
24991 | LUK 1:29 | O vezañ gwelet an ael, e voe trubuilhet gant e gomzoù, hag e soñje enni ec'h-unan petra a c'helle ar salud-se bezañ. |
25138 | LUK 4:6 | hag a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit an holl c'halloud-se ha gloar ar rouantelezhioù-se, rak roet eo bet din, hag e roan anezhañ da neb a fell din. |
25241 | LUK 6:26 | Gwalleur deoc'h-hu pa lavaro an holl dud vad ac'hanoc'h, rak o zadoù o deus graet evel-se e-keñver ar fals-profeded! |
25265 | LUK 7:1 | Goude m'en devoa Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ dirak ar bobl a oa ouzh e selaou, ez eas e Kafarnaoum. |
25310 | LUK 7:46 | Te, ne'c'h eus ket skuilhet a eoul war va fenn; met hi, he deus skuilhet eoul a c'hwezh-vat war va zreid. |
25324 | LUK 8:10 | Respont a reas: Roet eo deoc'h-hu da anavezout traoù kuzhet rouantelezh Doue; met d'ar re all eo komzet dre barabolennoù, en hevelep doare o welout na welont ket, hag o klevout na gomprenont ket. |
25383 | LUK 9:13 | Met eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag int a respontas: N'hon eus ket ouzhpenn pemp bara ha daou besk, nemet mont a rafemp da brenañ boued evit an holl bobl-mañ. |
25491 | LUK 11:17 | Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, hag un ti a vo diskaret. |
25519 | LUK 11:45 | Neuze, unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz, hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac'hanomp-ni ivez. |
25520 | LUK 11:46 | Ha Jezuz a lavaras: Gwalleur deoc'h ivez, doktored al lezenn! Abalamour ma sammit an dud gant bec'hioù na c'hellont ket dougen, ha c'hwi hoc'h-unan ne stokit ket outo gant unan eus ho pizied. |
25526 | LUK 11:52 | Gwalleur deoc'h, doktored al lezenn! Rak, o vezañ kemeret alc'houez an anaoudegezh, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet. |
25532 | LUK 12:4 | Hag e lavaran deoc'h, deoc'h-hu va mignoned: N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha, goude-se, ne c'hellont ober netra ouzhpenn. |
25581 | LUK 12:53 | An tad a vo a-enep ar mab hag ar mab a-enep an tad, ar vamm a-enep ar verc'h hag ar verc'h a-enep ar vamm, ar vamm-gaer a-enep ar verc'h-kaer hag ar verc'h-kaer a-enep ar vamm-gaer. |
25585 | LUK 12:57 | Ha penaos n'anavezit ket ac'hanoc'h hoc'h-unan ar pezh a zo reizh? |
25589 | LUK 13:2 | Ha Jezuz, o respont, a lavaras dezho: Ha krediñ a rit e oa ar C'halileiz-se brasoc'h pec'herien eget an holl C'halileiz all, abalamour m'o deus gouzañvet kement-se? |
25603 | LUK 13:16 | Ha ne zleed ket ivez, deiz ar sabad, distagañ eus he chadenn ar verc'h-mañ da Abraham, a oa dalc'het ereet gant Satan triwec'h bloaz a oa? |
25697 | LUK 16:8 | Ar mestr a veulas ar merer disleal-se abalamour m'en devoe graet-se gant furnez; rak bugale ar c'hantved-mañ a zo furoc'h e-keñver o rummad eget bugale ar sklêrijenn. |
25717 | LUK 16:28 | evit testeniañ dezho an traoù-mañ, gant aon na zeufent ivez el lec'h-mañ a boanioù. |
25791 | LUK 18:34 | Met ne gomprenent netra e kement-se; ar c'homzoù-se a oa kuzhet evito, ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho. |
25882 | LUK 20:34 | Jezuz a respontas dezho: Bugale ar c'hantved-mañ a zimez, hag a ro da zimeziñ. |
25925 | LUK 21:30 | pa vountont, ec'h anavezit ac'hanoc'h hoc'h-unan o welout anezho, eo tost an hañv; |
26032 | LUK 23:28 | Jezuz, o tistreiñ etrezek enno, a lavaras dezho: Merc'hed Jeruzalem, na ouelit ket diwar va fenn, met gouelit warnoc'h hoc'h-unan ha war ho pugale, |
26060 | LUK 23:56 | Hag o vezañ distroet, ec'h aozjont louzoù a c'hwez-vat ha frondoù, hag e tiskuizhjont deiz ar sabad, hervez al lezenn. |
26061 | LUK 24:1 | Deiz kentañ ar sizhun, e teujont mintin mat d'ar bez, o tegas ganto al louzoù a c'hwez-vat o devoa fichet; [hag ur re bennak o heulie]. |
26077 | LUK 24:17 | Eñ a lavaras dezho: Petra eo ar c'homzoù-se a lavarit etrezoc'h, en ur vont en hent, ha perak oc'h ken trist? |
26217 | JHN 3:28 | C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhañ. |
26444 | JHN 7:47 | Ar farizianed a lavaras dezho: Bet oc'h-hu ivez touellet? |
26452 | JHN 8:2 | Da c'houlou-deiz e tistroas adarre d'an templ, hag an holl bobl a zeuas d'e gavout; o vezañ azezet e kelenne anezho. |
26470 | JHN 8:20 | Jezuz a lavaras ar c'homzoù-mañ el lec'h ma oa an teñzor, o kelenn en templ; ha den ne groge ennañ, rak e eur ne oa ket deuet c'hoazh. |
26596 | JHN 11:4 | Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a lavaras: Ar c'hleñved-se n'eo ket d'ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma vo roet gloar da Vab Doue a gement-se. |
26640 | JHN 11:48 | Mar en lezomp d'ober, an holl a gredo ennañ, hag ar Romaned a zeuio, hag a zistrujo al lec'h-mañ hag hor pobl. |
26652 | JHN 12:3 | Neuze Mari, o vezañ kemeret ul lur c'hwezh-vat a nard pur, eus ur priz bras, a eoulias ganti treid Jezuz, hag o zorchas gant e blev; an ti a voe leuniet gant c'hwezh an traet-se. |
26732 | JHN 13:33 | Va bugale vihan, me a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. C'hwi am c'hlasko, hag, evel ma em eus lavaret d'ar Yuzevien, me en lavar deoc'h-hu ivez bremañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellit ket dont. |
26771 | JHN 15:3 | Dija oc'h-hu glan, abalamour d'ar gomz am eus lavaret deoc'h. |
26868 | JHN 18:14 | Kaifaz a oa an hini en devoa roet ar c'huzul-se d'ar Yuzevien, penaos e oa talvoudek e varvje un den hepken evit ar bobl. |
26900 | JHN 19:6 | Met pa welas ar veleien vras hag ar servijerien anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan ha kroazstagit anezhañ; rak me ne gavan torfed ebet ennañ. |