Wildebeest analysis examples for:   bre-breBRG   Word].    February 11, 2023 at 18:07    Script wb_pprint_html.py   by Ulf Hermjakob

23355  MAT 6:4  evit ma vo da aluzen graet e-kuzh; da Dad a wel e-kuzh hag en rento dit [dirak an holl].
23357  MAT 6:6  Met te, pa bedez, kae ez kambr, hag, o vezañ serret an nor, ped da Dad a zo e-kuzh; da Dad a wel e-kuzh hag en rento dit [dirak an holl].
23369  MAT 6:18  evit na vo ket gwelet gant an dud e yunez, met hepken gant da'z Tad a zo e-kuzh; da Dad a wel e-kuzh hag en rento dit [dirak an holl].
23593  MAT 12:35  An den mat a denn traoù mat eus e deñzor mat [en e galon], hag an den fall a denn traoù fall eus e deñzor fall [en e galon].
23840  MAT 19:9  Met me a lavar deoc'h, piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, [ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh].
24362  MRK 3:5  Neuze, o sellout outo gant fae, hag o vezañ glac'haret eus kaleter o c'halon, e lavaras d'an den-se: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ, hag e teuas yac'h [evel egile].
24416  MRK 4:24  Lavarout a reas dezho c'hoazh: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc'h gant ar memes muzul ho po muzuliet d'ar re all, ha c'hoazh e vo roet ouzhpenn deoc'h-hu [c'hwi a selaou].
24534  MRK 7:2  gwelout a rejont ur re bennak eus e ziskibien o kemer o fred gant daouarn lous, da lavarout eo, hep bezañ bet gwalc'het, [hag e kavjont da damall].
24636  MRK 9:29  Eñ a respontas dezho: Ar seurt diaoulien-se ne c'hellont mont kuit nemet dre ar bedenn [hag ar yun].
24651  MRK 9:44  [en tan divougus, e pelec'h o freñv ne varv ket, hag an tan ne voug ket].
24653  MRK 9:46  e pelec'h o freñv ne varv ket, hag an tan ne voug ket].
24678  MRK 10:21  Ha Jezuz, o teurel e zaoulagad warnañ, e garas hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra: Kae, gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv; goude-se deus hag heul ac'hanon, [o vezañ en em vec'hiet eus ar groaz].
24893  MRK 14:70  Ur penad goude, ar re a oa eno a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak te a zo Galileat, [ha da yezh a zo heñvel ouzh o hini].
25136  LUK 4:4  Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, [met gant pep ger a zeu eus Doue].
25225  LUK 6:10  Neuze, o sellout ouzh an holl re a oa en-dro dezhañ, e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Ober a reas, hag e zorn a zeuas yac'h [evel egile].
25424  LUK 9:54  Jakez ha Yann, e ziskibien, o welout-se, a lavaras dezhañ: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neñv evit o deviñ [evel ma reas Elia].
25426  LUK 9:56  rak Mab an den n'eo ket deuet evit koll an dud, met evit o saveteiñ]. Hag ez ejont da ur vourc'h all.
25478  LUK 11:4  pardon deomp hor pec'hedoù, rak ni a bardon ivez d'an holl re o deus manket ouzhimp, ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, [met hon diwall diouzh an droug].
25528  LUK 11:54  o stignañ pechoù dezhañ, hag o klask pakañ un dra bennak eus e c'henoù [evit e damall].
25756  LUK 17:36  [eus daou den a vo er parkeier, unan a vo kemeret hag egile lezet].
26001  LUK 22:68  ha mar goulennan ouzhoc'h ivez, ne respontot ket din, [ha ne'm lezot ket da vont].
26061  LUK 24:1  Deiz kentañ ar sizhun, e teujont mintin mat d'ar bez, o tegas ganto al louzoù a c'hwez-vat o devoa fichet; [hag ur re bennak o heulie].
26202  JHN 3:13  Den n'eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den [a zo en neñv].
26283  JHN 5:4  Rak un ael a ziskenne er stank, a amzer-da-amzer, hag a gemmeske an dour. An hini kentañ a yae e-barzh, goude ma vije bet kemmesket an dour, a veze yac'haet, n'eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ].
26509  JHN 8:59  Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ; met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ [o tremen dre o c'hreiz, hag evel-se ez eas kuit].
26633  JHN 11:41  Lemel a rejont eta ar maen [eus al lec'h ma oa gourvezet an hini marv]. Ha Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaat a ran eus ma ec'h eus va selaouet.