23349 | MAT 5:46 | Rak ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt gopr ho po? Ha ne ra ket memes ar bublikaned kement-se? |
23350 | MAT 5:47 | Ha ma ne saludit nemet ho preudeur, petra a rit dreist ar re all? Ha ne ra ket memes ar bublikaned kement-se? |
23388 | MAT 7:3 | Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo ez lagad da-unan? |
23476 | MAT 9:28 | Pa voe deuet en ti, an dud dall-mañ a zeuas d'e gavout; eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi a gred e c'hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo. |
23544 | MAT 11:16 | Ouzh petra e keñverin ar rummad-mañ? Heñvel eo ouzh bugale azezet war al leurgêrioù, hag a gri da vugale all, |
23659 | MAT 13:51 | Ha komprenet mat hoc'h eus an holl draoù-se? Ya, a respontjont. |
23662 | MAT 13:54 | O vezañ deuet en e vro, e kelenne anezho er sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A belec'h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se? |
23664 | MAT 13:56 | E c'hoarezed, ha n'emaint ket holl en hon touez? A belec'h eta e teu dezhañ an holl draoù-se? |
23756 | MAT 16:15 | Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? |
23788 | MAT 17:19 | Neuze an diskibien a dostaas ouzh Jezuz hag a lavaras dezhañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit an diaoul-se? |
23918 | MAT 21:23 | Jezuz a yeas en templ, hag e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se? |
23935 | MAT 21:40 | Bremañ, pa zeuio mestr ar winieg, petra a raio d'ar winierien-se? |
23961 | MAT 22:20 | Goulenn a reas outo: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? |
24004 | MAT 23:17 | Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour, pe an templ a santela an aour-se? |
24006 | MAT 23:19 | Tud dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof, pe an aoter a santela ar prof-se? |
24028 | MAT 24:2 | Met eñ a lavaras dezho: Ha gwelout a rit an holl draoù-se? Me en lavar deoc'h e gwirionez, ne chomo ket anezho amañ maen war vaen na vo diskaret. |
24133 | MAT 26:10 | Met Jezuz, o c'houzout kement-se, a lavaras dezho: Perak e rit poan d'ar wreg-se? Un dra vat he deus graet em c'heñver. |
24177 | MAT 26:54 | Penaos eta e vefe peurc'hraet ar Skriturioù a lavar e tle an traoù c'hoarvezout evel-se? |
24189 | MAT 26:66 | petra a soñjit a-se? Respont a rejont: Din eo da vervel. |
24311 | MRK 1:27 | Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c'houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gredenn nevez-mañ? Rak gant galloud e c'hourc'hemenn, memes d'ar speredoù hudur, hag e sentont outañ. |
24405 | MRK 4:13 | Hag e lavaras dezho: Ha ne gomprenit ket ar barabolenn-se? Ha penaos e komprenot ar re all? |
24440 | MRK 5:7 | hag e lavaras, o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue uhel-meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac'hanon. |
24478 | MRK 6:2 | Pa zeuas ar sabad, en em lakaas de gelenn er sinagogenn; kalz eus ar re en kleve, a oa souezhet hag a lavare: A belec'h e teu an traoù-se d'an den-mañ? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhañ, hag ar mirakloù bras en em ra dre e zaouarn? |
24596 | MRK 8:27 | Jezuz a yeas, gant e ziskibien, e bourc'hioù Kezarea-Filip; ha, war an hent, e c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on-me? |
24598 | MRK 8:29 | Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? Pêr a respontas dezhañ: Te eo ar C'hrist. |
24635 | MRK 9:28 | Pa voe aet Jezuz en ti, e ziskibien a c'houlennas digantañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit an diaoul-se? |
24712 | MRK 11:3 | Mar lavar unan bennak deoc'h: Perak e rit an dra-se? Lavarit: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. Ha raktal en lezo da vont. |
24714 | MRK 11:5 | Unan bennak eus ar re a oa eno a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se? |
24737 | MRK 11:28 | hag a lavaras dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit galloud d'ober an traoù-se? |
24758 | MRK 12:16 | Hag e tegasjont dezhañ unan. Neuze e lavaras dezho: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. |
24788 | MRK 13:2 | Jezuz a respontas dezhañ: Ha gwelout a rez an holl diez bras-se? Ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret. |
24887 | MRK 14:64 | Klevet hoc'h eus al ledoued; petra a soñjit a-se? Holl neuze, e varnjont anezhañ evel din a varv. |
24980 | LUK 1:18 | Zakaria a lavaras d'an ael: A betra ec'h anavezin kement-se? Rak me a zo kozh, ha va gwreg a zo aet war an oad? |
25028 | LUK 1:66 | An holl re o c'hleve, o mire en o c'halon, hag e lavarent: Petra eta e vo ar bugel bihan-se? Ha dorn an Aotrou a oa warnañ. |
25168 | LUK 4:36 | Spouronet e voent holl, hag e lavarent etrezo: Petra eo kement-mañ? Gourc'hemenn a ra gant galloud ha nerzh d'ar speredoù hudur, hag ez eont kuit. |
25256 | LUK 6:41 | Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo ez lagad da-unan? |
25295 | LUK 7:31 | Neuze an Aotrou a lavaras: Ouzh piv e keñverin tud ar rummad-mañ? Ouzh piv int heñvel? |
25308 | LUK 7:44 | Neuze, o tistreiñ ouzh ar wreg, e lavaras da Simon: Gwelet a rez ar wreg-mañ? Deuet on ez ti, ha ne'c'h eus ket roet a zour din evit gwalc'hiñ va zreid; met hi he deus o douret gant he daeroù, hag he deus o sec'het gant he blev. |
25342 | LUK 8:28 | Adalek ma welas Jezuz, e krias, hag ouzh en em deurel d'e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhelañ-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac'hanon. |
25388 | LUK 9:18 | C'hoarvezout a reas, evel ma pede e-unan, ha ma oa an diskibien gantañ, e c'houlennas outo: Piv a lavar an dud on-me? |
25390 | LUK 9:20 | Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? Pêr a respontas: Te eo Krist Doue. |
25395 | LUK 9:25 | Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, mar en em zistrujfe, pe mar en em gollfe e-unan? |
25472 | LUK 10:40 | Marta a oa prederiet gant al labour en ti; o vezañ deuet, e lavaras: Aotrou, ha n'evezhiez ket penaos va c'hoar am lez da servijañ va-unan? Lavar dezhi eta va sikour. |
25569 | LUK 12:41 | Neuze Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pe deomp-ni, pe d'an holl, e lavarez ar barabolenn-se? |
25584 | LUK 12:56 | Pilpouzed! Anavezout a rit doareoù an neñv hag an douar, penaos eta n'anavezit ket an amzer-mañ? |
25589 | LUK 13:2 | Ha Jezuz, o respont, a lavaras dezho: Ha krediñ a rit e oa ar C'halileiz-se brasoc'h pec'herien eget an holl C'halileiz all, abalamour m'o deus gouzañvet kement-se? |
25833 | LUK 19:33 | Evel ma tistagent an azenig, e vistri a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se? |
25850 | LUK 20:2 | hag a lavaras dezhañ: Lavar deomp dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se? |
25872 | LUK 20:24 | Diskouezit din un diner. Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a respontas: Eus Kezar. |
26078 | LUK 24:18 | Unan anezho, anvet Kleopaz, a respontas dezhañ: Te eo an diavaeziad hepken, e Jeruzalem, ha ne oar ket an traoù c'hoarvezet enni en deizioù-mañ? |
26132 | JHN 1:19 | Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha levited da c'houlenn outañ: Piv out-te? |
26135 | JHN 1:22 | Int a lavaras eta dezhañ: Piv out-te? Evit ma roimp respont d'ar re o deus hon degaset. Petra a lavarez ac'hanout da-unan? |
26182 | JHN 2:18 | Ar Yuzevien, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Dre beseurt sin e tiskouezez deomp e c'hellez ober kement-se? |
26199 | JHN 3:10 | Jezuz a respontas dezhañ: Te a zo doktor Israel, ha n'ouzout ket an traoù-se? |
26236 | JHN 4:11 | Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, te ne'c'h eus netra evit tennañ dour, hag ar puñs a zo don; a-belec'h eta ez pefe an dour bev-se? |
26387 | JHN 6:61 | Met Jezuz, oc'h anavezout ennañ e-unan e c'hrozmole e ziskibien a gement-se, a lavaras dezho: Skouer fall a gemerit a gement-se? |
26455 | JHN 8:5 | ha Moizez en deus gourc'hemennet deomp meinata an hevelep dud; te eta, petra a lavarez a gement-se? |
26475 | JHN 8:25 | Lavarout a rejont eta dezhañ: Piv out-te? Ha Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a lavaran deoc'h abaoe ar penn-kentañ. |
26521 | JHN 9:12 | Int a lavaras dezhañ: Pelec'h emañ an den-se? Eñ a lavaras: N'ouzon ket. |
26536 | JHN 9:27 | Eñ a respontas dezho: E lavaret em eus dija deoc'h, ha n'hoc'h eus ket e selaouet? Perak e fell deoc'h e glevout a-nevez? C'hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien? |
26618 | JHN 11:26 | Ha piv bennak a vev hag a gred ennon, ne varvo biken. Ha krediñ a rez kement-se? |
26683 | JHN 12:34 | Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C'hrist chom da viken; penaos eta e lavarez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se? |
26735 | JHN 13:36 | Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, da belec'h ez ez-te? Jezuz a lavaras dezhañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellez ket va heuliañ bremañ; met te am heulio diwezhatoc'h. |
26871 | JHN 18:17 | Neuze ar vatezh (ar borzhierez) a lavaras da Bêr: N'out ket ivez eus diskibien an den-se? Eñ a lavaras: N'on ket. |
26876 | JHN 18:22 | P'en devoa lavaret kement-se, unan eus ar servijerien a oa eno, a roas ur jodad da Jezuz, en ur lavarout dezhañ: Evel-se eo e respontez d'ar beleg-meur? |
26883 | JHN 18:29 | Pilat, o vezañ aet d'o c'havout, a lavaras dezho: Pet tamall a rit a-enep an den-se? |
26889 | JHN 18:35 | Pilat a respontas: Ha Yuzev on-me? Da bobl hag ar veleien vras o deus da lakaet etre va daouarn. Petra ac'h eus graet? |
26979 | JHN 21:12 | Jezuz a lavaras dezho: Deuit da leinañ. Hag hini ebet eus an diskibien ne grede goulenn outañ: Piv out-te? o c'houzout e oa an Aotrou. |
26982 | JHN 21:15 | Goude m'o devoa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon, mab Jona, ha karout a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-mañ? Pêr a respontas: Ya, Aotrou, gouzout a rez penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va oaned. |